Abrege eus an Aviel/Chapistr 47

◄   Evit an 9 sul goude ar Pantecost Evit an 10 sul goude ar Pantecost Evit an 11 sul goude ar Pantecost   ►


Evit an decvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


DAou zen, eme hor Salver, a antreas an Templ evit ober o feden : unan a oa Farisien hac eguile ur Publiquen. Ar Farisien oc’h en em zerc’hel en e sao a drugarequee Doue dre ne oa quet hênvel-ouz ar rest eus an dud pere a ïoa sujet da gals a viçou : goudese e conte da Zoue e oll actionou mad. Ar Publiquen er c’hontroll a chommas e goelet an Templ, ha ne grede quet sevel e zaoulagat varzu an Eê ; squei a ree voar poul e galon, en ur lavaret : va Doue, ho pêt truez ouzin, me pehini ne doun nemet ur pec’her. E lavaret a ràn deoc’h, a ajoutas hor Salver, hemàn a sortias eus an Templ justifiet, ha non pas eguile ; car piou bennac en em huela, a vezo humiliet, ha piou bennac en em humili, a vezo hueleet.

Sant Lucas, Ch. 18.
Meditation voar ar c’honditionou requis evit ober ur beden vad.

Considerit penaus ar beden evit beza agreabl da Zoue ha profitabl d’an ene, a dle beza grêt gat attantion, gant ferveur, gant humilite, gat fizianç e Doue ha perseveranç.

Da guenta, ret eo pidi gant attantion, da lavaret eo : ret eo lacât hor sonch en hor pedennou hac e Doue. Ma n’en em chelaouit quet hoc’h-unan, hac esperout a illit-hu beza chelaouit gant Doue ? Ma sonchemp a barfetet er vajeste a Zoue ouz pehini e parlantomp, gant pebes respet, gant pebes attantion e teufemp ni d’e bidi, ha petra ve capabl d’hon distrei ?

D’an eil, ret eo pidi gant ferveur, da lavaret eo, a greis ho calon. Ho pezet un desir ardant da receo ar c’hras a c’houlennit, hac e pedot gant ferveur. Gant pebes ardeur e c’houlen ur paour an alusen digant un den pinvidic ! Goulennit evelse digant Doue e c’hraçou.

D’an drede, ret ê pidi gant humilite ; ret eo, evel ar Publiquen, anaout hon ezomou hac hor paourente, anaout ne doump capabl a netra, ne veritomp netra, exposi hor miseriou da Zoue hac e supplia da ober ur sell a druez ouzomp.

D’ar bevare, evit pidi gant fizians, songit ez eo da Zoue hoc’h eus recours, d’ho Tad Celestiel pehini ho car, pehini a so leun a vadelez, leun a visericord, hac ato prest d’ho sicour.

Ret eo c’hoas perseveri da bidi. Ma ne accord quet Doue souden deoc’h ar c’hras a c’houlennit, na gollit quet courach, mæs perseverit en oræson, hac esperit ferm e roï deoc’h ar pez a zesirit pe un dra bennac all hac a vezo guelloc’h, evel ma reas da Sant Paul, pehini o veza e bedet meur a veich d’en delivra eus an tentation gant pehini ez oa tourmantet, a recevas elec’h an delivranç-ze ur c’hraç avantajussoc’h evintâ, pehini en rentas victorius eus an dentation hac a reas dezàn gounit quellies a victor evel a gombat en devoe da souten.

Doue a zale aviziou da rei deomp ar c’hraç a zesiromp, evit rei deomp occasion da bratica meur a vertu evit hon renta humploc’h, evit ober deomp santout guell hor paourentez hac an ezom hon eus e sicour, evit hon obligea da gaout aliessoc’h recours dezàn hac e bidi gant muy a ferveur, hac erfin recompansi hor perseveranç.

Ma ne accord quet Doue deoc’h ho coulen pa c’houlennit traou temporel, evel ar yec’het, un issu mad en hoc’h afferiou, etc. credit ez eo un effet eus e vadelez, abalamour ma vêl e noassent d’ho silvidiguez dre ar goal usaich a raec’h anezo. Mæs na songit quet evit-ze e ve ho peden inutil deoc’h, car beza hoc’h eus ato ar frouez hac ar merit eus ar beden.

Considerit erfin penaus pa hoc’h eus recours da Zoue dre ar beden, ez eo sicour a c’houlennit digantàn ; ar pez a suppos e labourot ive hoc’h-unan. Grit eta ar pez a so en ho callout, ha Doue a raï an nemorant.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Peguen alies n’am eus-me quet pedet non pas hepquen heb ferveur, mæs heb attantion hac heb respet ! Ne veritàn-me quet ar memes rebeich a rezoc’h, va Doue, d’ar Yuzevien : Ar bobl-mâ a zeu d’am fidi a c’henou, mæs e galon a so pell diouzin.

Elec’h perseveri da bidi gant humilite ha gant fizianç, n’am eus-me quet, goude beza goulennet ur veich pe ziou un dra digant Doue, abandonet ar beden ? Ne veritàn me quet eta em lesse em miser hac em paourentez ?

Goulen a ràn digant Doue e chraç, e bidi a ràn d’am sicour, mæs hac en em sicour a ràn-me ive va unan ? Hac ober a ràn-me eus va c’hostez ar pez a allàn hac a dleàn da ober ?

Gouelit e pehini eus ar poenchou-mâ ez oc’h faziet.

Goulennit pardon eus ar fautou hoc’h eus commetet.

P e d e n.

Plige gueneoc’h va instrui hoc’h-unan, ô va Mætr divin ! Va disquit da bidi : inspirit din ar respet, an humilite, ar fizianç pere a c’houlennit, ha pere ne allàn quet da gaout hep ho sicour.