Actou eus ar vertuziou ar principala

L. Prud'homme, 1849  (p. 50-51)


----

CANTIC VAR AN ACTOU

Eus ar vertuziou christen ar re principala, pere a ve ur merit bras o c’hana pe o recita bemdez gant devotion var al labour ; evit en em antreteni gant Doue : beza ec’h allet ivez ho lavaret en ilis o c’hortos an Oferen da gommanç, var ear gallec : Renonçant à mes sens, suprême vérité.

Act a Fez.

O Renonç d’am squiant, guirionez souveren,
Me soumet va ræson d’hoc’h autorite epquen,
Hac a gred fermamant, hep jamæs dont da zoueti,
Quement mad a propos hoc’h Ilis d’in da gridi.

Act a Esperanç.

O caout ur guir fizianç var ur feiz gre fontet,
M’esper oll digueneoc’h evit an eûrusdet;
Pa’z oc’h oll-galloudec hac hon tad trugarezus,
Ec’h esperan en hoc’h, va Doue, dre ho Map Jesus.

Act a Garantez.

Va Doue, dreist an oll dîn da veza caret,
A so quer liberal ha quer mad em andret,
M’ho car hac a zesir gallout ho caret quement
Evel m’ho car ivez an Ælez hac an oil sænt.

Act a Adoration.

Prosternet, va Doue, dirazoc’h a speret,
O touja ho crandeur, m’hoc’h ador gant respet :
Deoc’h en em soumetan gant guir humilite,
O c’hout ne d’oun netra en presanç ho majeste.

Action a c’hraç.

Ur sourci bras hoc’h eus, va Doue, ac’hanon :
Me ho trugareca eus a greis va c’halon :
Ra vezo da jamæs gant ar sænt hac an Ælez
Meuleudi deoc’h rentet evit oc’h oll madelez.

Act a Gontrition.

Un horror bras am eus ous va oll bec’hejou,
Dre ma tisplijout deoc’h, va Doue, va Autrou ;
Hac am eus em ene queuz d’ho peza offancet ;

Rac ma’z oc’h mad ha dîn da veza ar muia caret.

Act a ofranç hac a brepos ferm.

Treindet sacr en un Doue, Tad, Map, Speret Santel,
M’en em ofr a galon da veza deoc’h fidel :
Ur propos ferm a ran gant ho sicour da dec’het
Diouz quement tra so d’in da goueza er pec’het.

Act a resination.

Deoc’h en em resinan, va Doue, a galon ;
Hervez ho volontez disposit ac’hanon :
Bepret ec’h adorin em andret ho providanç :
C’houi am c’har, aoualc’h eo evit rei d’in assuranç.

Act a renoncamant.

Evit ma talc’hin mad d’no servij, va Autrou,
Me renonc da Satan, d’he bompou, d’he œuvrou,
Ha d’ar c’hic revoltet, d’ar bed fall ha treitour;
Rac ma’z eo ar re-ma d’am ene tri adversour.

Action a c’houlen.

Hep ho craç, va Doue, n’em eus gallout ebet,
Dre Jesus-Christ ho Map, roït-hi d’in, me ho ped,
Evit m’en em virin diouz peb goall plijadurez,
Ha ma chomin em sa en creis va sempladurez.

Act a invocation.

Jesus, Guerc’hes vari, Joseph, Joakim, Anna,
Sant Mikel, va Æl-mad , sant Ian , santes Barba,
Sant Paoul, sant Caourintin, ha c’houi, va faëron santel,
Ar merc’het a lavaro : ha va maërones santel,
Hac oll sænt all, grit d’in caout ar vuez eternel.
Amen.

Er c’houpl diveza-mâ eleac’h, sant Paoul, sant Caourintin, nep a chom en Treguer a ell lavaret : sant Paoul ha sant Tudual, ha nep a chom en Dol a ell lavaret : sant Paoul ha sant Samson, ha nep a chom en Guenet [a] ell lavaret : sant Paoul ha sant Padern, ha nep a chom en sant Briec : sant Paoul ha sant Briec.