Reflexionou o consideri peb tra

L. Prud'homme, 1849  (p. 47-49)


----

CANTIC VAR REFLEXIONOU

Pe aspirationou devot, evel a zesq deomp sant Frances de Sales en he instruction, evit sevel hor c’halon etrese Doue, o consideri an traou en deveus crouet. Var an ear gallec, Quand le péril est agréable, ou Bénissez le Seigneur suprème.

ME ho cleo ha quell o cana,
Petra canit-hu, laboucet ?
Gant Doue oc’h quer brao furmet,
Me sonj her c’hanit bremâ.

O clevet al laboucet o cana.

C’houi en ho iez a zeu d’he veuli
En peb cartier hac en peb coat ;
Perac na zeu va mouez ingrat
Da imita hoc’h hini ?

Hac o veuli Doue en ho iez.

Couraij, couraij eta, laboucet,
Livirit ato er c’hoajou
Ha partout dre ho musicou :
Doue ra vezo meulet.

Evit ho invita da veuli Doue ato.

Canit-en ive, rossignolet,
Assambles p’autramant d’ho tro,
Ma c’hallo ouzoc’h an eclo
Respont: Ra vezo meulet.

D’ar rossignolet.

Turzunel chast, a glem hirvoudus
Varlerc’h ho par, Meulit Doue:
Mu[i] guet hoc’h-hu e tleffen-me
Glem etrese va Jesus.

D’an durzunelet.

En ûr beuri etresoc’h, dênved,
Meulit Jesus ar pastor mad ;
C’houi a zo douç hac egarat,
Me so rust ha debordet.

O velet an denvet peuri.

Peb tra oll a ra he dieguez,
Pe a zoug ur frôesen bennac,
Ha me so ur vezen ingrat
Carguet a lesireguez.

O velet peb tra oc’h agissa pe o touguen froês.

O velet ar boquejou.

Boquejou caër, c’houi en un devez
A veleur savet ha maro ;
Souden ho coude me varvo,
Ha martese guent ivez.

O velet an dour o redec er prajou, hac o vont varzu ho sourcen.

Gouerennou ha c’houi rivierou,
Meulit an Autrou souveren;
Allas! peb tra oll a dremen
Eguis ho tour dre’r prajou.
An dour a ia varzu ar sourcen
Deus a hini e sortiet ;
Ha me ive ne d’inn-me quet
Varzu va Doue biquen ?

O velet ur feûnteûn.

Mar red ar c’haro d’ar fûntûniou
Gant ar sec’het pa ve presset ;
Davedoc’h, va Doue, me red,
Ma soulajit em poaniou.

O santout an ezen douç en han.

Ezennic leun a frescadurez,
Meulit an Autrou invisibl :
C’houi a so sioul ha pæsibl,
Ha me leun a follentez.

O consideri an tempest er mor.

Mor braz, c’houi pa vezit couroucet,
A zisguez deomp dre ho couagou
E tleomp caout aon rac an Autrou
Pa hor bez-en offancet.

O consideri ar gurun hac al luc’het.

C’houi a zisquez deomp c’hoas he c’hrander,
Curun horrubl, luc’het ha foultr,
Pa ell, mar car, lacat en poultr
Hac en ludu ar pec’her.

Fiziout en Doue, couls hac he zouja.

Fizianç am eus en hoc’h, va Doue,
Bezit favorabl em andret :
Mar em eus cals hoc’h offancet
C’houi eo va zad couscoude.

O velet trist an amser.

Trist amser so gant glao hac avel,
Goloet a goabr an evou,
Tristoc’h e cals an eneou

Goloet a bec’het marvel.

 

Eguis ma vir ar c’hoabr ive
Ne bar an heol en peb cartier,
E vir ar pec’her, va Salver,
Na bar ho craç em ene.

O velet ur c’hoabr.

Pa bar en [sic] heol, e ro d’hor c’horfou
Sclerijen hac ouspen tomder ;
An heol a justiç, hor Salver,
A ro mui d’hon eneou.

O velet an heol o para.

A1 loar en nôz a ra deomp guelet,
O chasseal an devalijen ;
Ar Verc’hes gant he sclerijen
A chasse nôz ar pec’het.

O velet al loar en nôz.

Me a vel ar stereden joaus
A lui dious vintin ha diouz nôz :
P’eur ez inn-me d’ho parados
D’ho quelet-hu, va Jesus ?

O velet ar verelaouen.

Ra zeuio assambles an oll astrou,
Hac eus an oabl an oll steret,
Ha quement tra so dre ar bet
D’ho meuli, o va Autrou !

O consideri ar steret.

Me am be eur joa vras o velet
Var guement tra so er bet-mâ
Scrifet patant er c’homsou-mâ:
Doue ra vezo meulet.

O consideri peb tra oll.

Ia, va Doue, da virviquen
Ra viot meulet, enoret,
Glorifiet hac adoret
Gant an oll grouadurlen.

Desirout e ve Doue glorifiet gant an oll.

Grit deomp, va Doue, ni ho supli,
Ho caret epad hor buez,
Ma’z aïmp goude’r maro ivez
D’ar barados d’ho meuli. Amen.

Goulen he garet er bed-man, evit mont d’he veuli er bed-hont.