Adoromp oll Jesus-Christ er Sacramant

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Evit benediccion ar Sacramant.



EVIT BENEDICTION AR SACRAMANT.
Var ton : Adorons tous, etc.


Adoromp oll Jesus-Christ er Sacramant,
Ha gant guir feiz credomp oll e mâ presant :
Ma vo hor c’halonou qercoulz ac hor moueziou
Unisset assamblez da veuli hon Autrou,
Da veuli hon Autrou.

Vit hor mezur ha rei ar vuez deomp-ni,
O va Jesus ! ez oc’h ebars en Hosti :
Carguit hor c’halonou a gonsolation,
O rei bremâ deomp oll ho penediction,
Ho penediction.


goude ar venediction.


Æe, testou eus ur c’hraç qer precius,
Hon sicourit da drugarecat Jesus ;
Rentit evidomp oll henor d’e Vajeste,
Epad an oll amzer hac en eternite,
Hac en eternite.