Evit benediccion ar Sacramant

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Adoromp oll Jesus-Christ er Sacramant.

J.-B. Lefournier, 1836  (p. 164-165)



EVIT BENEDICCION AR SACRAMANT.


Var ton : Adorons tous, etc.



Adoromp oll Jesus-Christ èr Sacramant,
ha gant guir feiz credomp oll ema presant :
Ma vo hor c’halonou qercouls ac hor moueziou
Unisset assambles da veuli hon Autrou,
Da veuli hon Autrou.

Vit hor mezur ha rei ar vues deom-ni,
O va Jesus ! ez oc’h ebars èn Hosti :
Carguit hor c’halonou à gonsolacion,
O rêi bremâ deomp oll ho penediccion,
Ho penediccion.


GOUDE AR VENEDICCION.


Æles, testou eus eur c’hraç qer precius,
Hon sicourit da drugarecat Jesus ;
Rentit evidomp oll henor d’ê Vajeste,
Epad an oll amzer hac èn eternite,
Hac èn eternite.