◄ Drouk-kof ar C’hezek | Ali d’ann dud a deu d’ann ti kêr (Mairie) da zimizi | Ar potr-koz Mizer ha sant Pêr ► |
Bez’ a zo tud hag a sonj gant-ho penoz, pa ve kontant ann danvez priejou, euz ann daou du, n’ho d-eûz netra da ober ken nemet mont d’ann ti-kêr (à la mairie) evit beza dimezet eno d’hoc’htu. Dont a reont eta alies hep ar paperou a zo red da gaout hag a-c’hane daleou (des retards) ha dispignou pere a c’halfent mirout da ober, o c’houlenn kuzul digant ann dud pere a anavez al lezennou, rag netra na ve grêt, en hon bro, nemet hervez al lezennou.
Setu aman ar paperou a zo rèd da gaout, hag holl ar pez a renker da ober a-raok beza dimezet dirag ar mear.
Da genta : — Skrid ar ginidigez (en Gallek, acte de naissance), euz ann daou du, hini ar potr hag hini ar plac’h.
D’ann eil : — Skrid maro, pa mortuaz (en Gallek, acte de décès) ho zadou ha ho mammou, mar int maro ; hag ive hini ho zadou-goz, hag o mammou-goz, mar be rèd, hag holl war baper timbr.
D’ann drived : — Grad-vad ho zadou hag ho mammou, dre skrid grêt dirag noter, mar na c’hallont ket dont ho-unan d’ann ti-kèr.
D’ar bevared : — Testeni dre skrid (en Gallek, certificat) war baper timbr, da lavaret ez eo diskarget ar potr euz ar servij (en Gallek, libéré du service militaire), mar hen eûz neubeutoc’h eget tregont vloaz ; — pe aotre (en Gallek, autorisation) he vestr a gorf (son chef de corps), mar eman indann ann drapoiou.
D’ar bempved : — Testeni dre skrid da lavaret penoz na euz harz a-bed (qu’il n’y a pas d’opposition), pa vez unan ann danvez priejou o chom el lec’h all ha ma ve grêt ann dimizi.
Ar re ho defo : — Da genta, — ur skrid a desteni (certificat) digant potr ann taillou (en Gallek, le percepteur), da lavaret penoz na baeont ket dek livr gwiriou (10 fr. de contribution) ; — D‘ann eil, — ur skrid a desteni a baourentez digant ho mear, pe digant Komiser a boliz ho c’hêr, sinet ho daou gant barner a beuc’h (le juge de paix) ho c’hanton, n’ho defo netra da baea evit ann holl baperou a vezo rèd d’ezhe da gaout.
Ar minored a renk beza staget (affiché) ho embannou euz ann ti-kêr, er barrez lec’h eman o chom ho gward (en Gallek, tuteur) ; ha mar eo maro he dad hag he vamm, hag ive he dad-koz hag he vamm-goz, na c’hall ket dimizi hep grad-vad he guzul a famil (conseil de famille).
Rèd eo ive d’ann danvez priejou kaout pevar dest da vont gant-ho d’an ti-kêr. Na eo ket rèd d’ann testou gouzoud sina.
Ann holl baperou a zo rèd da gaout a dle beza kaset d’ann ti-kêr daou deiz, d’ann neubeuta, a-raok an dimizi.