◄ Boed Chatal evit ar goanv | Drouk-kof ar C’hezek | Ali d’ann dud a deu d’ann ti kêr da zimizi ► |
Bez’ a zo klenvejou, bariou, hag a sko ar chatal ken gwall (si dangereusement), hag a gresk ken buhan ken na ve ket, alies, a amzer da vont da glask al louzouer loened (le vétérinaire). Drouk-kof ar
c’hezek, ken stank war-ar-meaz, a zo unan euz ar gwall-glenvejou-se.
Mad eo eta d’ann holl gouzoud petra a dleer ober da genta en dro d’ar c‘hezek a ve skoët gant ann drouk-kof, evit ho iac’haad d’oc’htu, pe da vihana, evit gortoz al louzouer.
Doareou (les symptômes) ann drouk-kof a zo anaveet a-walc’h gant ann holl, ha n’am eûz ket ezomm da lavaret kalz komzou diwarbenn-se aman. Koulzgoude ann doareou a vez alies dishenvel (différents) hervez lec’h ar c’hlenved hag ar penn-abek (la cause).
Ann drouk-kof a deu alies eus re-govad (indigestion, en Gallek), hag ar c’hlenved a ve neuze, gwez (tantôt) er poull-galon (l’estomac) gwez er bouzellou. Pa vez er bouzellou, al loen a c’hourvez alies, a em astenn war he gostou, a finv hag em difret (s’agite). Neuze a em sav en he zav, buhan, — hag a c’hourvez arre, hag a sav arre en he zav, ha mar na deuer d’hen tenna a boan, a varv hep-dale.
Pa weler kement-se, ez eo mad reï d’al loen gwinn, pe bier, pe sistr, bervet war louzou hag a ve c’houez krenv gant-he (en Gallek, infusion aromatique), evel the, bleun-skao, pe ul louzouenn all hanvet tro-n-heol (en Gallek, camomille), pehini a gaver stank el liorzou hag er parkou.
Lakêt a ve war ann tan war dro un hanter litr a zour, ha kement all a winn, pe a vier, e a sistr, ha pa verv, a ve tolet ebars un dornad louzou, — the, bleun-skao, pe tro-n-heol, hag a ve roet neuze, en klouar, da eva d’al loen. Goude-se, e frotter stard kof ha kostou al loen, gant un torchad plouz, ha e c’holoer anezhan gant un tapiz, pe ur valinn, hag a reer d'ezhan bale, goustadig. Mar galler kaout eol tourmantin (essence de térébenthine) da frotta, na ve nemet welloc’h a-se. Pa frotter ann aneval gent eol tourmantinn, a weler anezhan, a-benn pemp munut, pe war-dro, o krena, roï toliou treid d’he gof, ha zoken esea kregi en-han gant he dent. Neuze e dleer ober d’ezhan bale buhan, met d’he gammed (au pas) koulzgoude, ken a ve paouezet da grena ha da skei.
Pa deu ar gwennou daoulagad da veza ruz-kaer, ez eo mad goada al loen en he c’houzouk, ha goude roï d’ezhan da eva un neubeud takennou laudanum, pe tregont gramm a ether (ann traou-se holl a ve kavet en ti ann apotikerienn) bars ann evaj a behini a zo bet komzet huelloc’h. Ann ether a zo mad dreist holl pa weler kof ann aneval ho c'houeza, pe o tont da veza kaled. Un dra hag a zo mad c’hoaz da roï neuze ez eo un tamm kaoc’h ann diaoul, en Gallek, Assa fætida, a gaver ive en ti ann apotikerienn.
A-weziou ann drouk-kof a zeu dre ma ve stanket (arrêté) er boed er bouzellou gant pellenou (des pelottes) kaoc’h re-galed. Ar boan na ve ket ken braz, hag abalamour da se, ar c’hlenved a zo hanvet neuze poan-gof bouzar (coliques sourdes). Neuze a weler al loen klanv o tripal hag o esea staota pe gac’had, hep gallout ober. Gourvez a ra ive, met goustadig, hag em astenn war e gostou met hep em ruilla. Sevel a ra en he zav, hep dale, seder braz, hag evel pa vefe iac’h ; met prestig goude e c’hourvez arre, hag e talc’h evel-se da c’hourvez ha da sevel en he zav, ken hen defe kac’het ur bern braz.
Pa weler kement-se, ar pez a zo da ober eo roï d’al loen louzou da skarza he vouzellou (purger) ; hogen techet braz eo da vervel, goude ur bar (un accès) gwasoc’h.
Ur merk (un symptôme) gwall-fall c’hoaz eo gwelet al loen klanv o em lakaad war he gein, he bevar houarn en er. Ur chanz braz eo neuze hen digas da vad, na eûz fors petra a vezo grêt. Koulzgoude na dleer ket kaout aoun da as-goada (saigner de nouveau) diou, ter gwez, ha aliesoc’h zoken. Na eûz netra ken da ober, ha c’hoaz ez eo dibaot braz (très rare) pa deu ann tol da vad.
Pa deu ar c’hof da veza gwall-c’houezet ha kaled kaer, ar gwella eo neuze flanchi (ponctionner) ar c’hoste deo, en he greiz, gant ur minaoued hanvet en Gallek trocart, pehini a leusk ann avel (gaz, en Gallek), da dont er-meaz. Goude beza grêt kement-se, a roer d’ann aneval ann evaj grêt gant louzou krenv (potion aromatique) a behini a zo bet komzet huelloc’h, hag ive ul lavamant en pehini ec’h haller lakaad saon, butun, ha zoken un neubeud takennou eol tourmantinn (essence de térébenthine).
Bez a zo c’hoaz ann drouk-kof dour ien, hag ar re-se eo ar gwasa marteze : gant-se eta na eûz netra falloc’h eget lezel ar chatal da eva re a zour ien. Da diveza, a zo c‘hoaz drouk-kof ann diou-groazel (des reins), hanvet en Gallek coliques néphrétiques, pehini e zeu pa na c’hell ket al loened staota : evit ann drouk-kof-se ez eo rèd klask d’oc’htu al louzouer (le vétérinaire).
Evit kas da benn (pour terminer) a lavarinn ann daou abek (les deux causes) pere, peurvuia, a ro drouk-kof d’ar chatal. Da genta : — Debri re a vrenn, pehini a gark, hep ober vad a-bed, ar poull-galon (l’estomac), dreist-holl pa ve grêt d’al loen labourad d‘oc’htu goude debri.
D’ann eil : — Ar melchon glaz, en nevez-amzer hag en hanv ; nann abalamour ma ve glebiet gant ar gliz-noz, evel ma kreder peurvuia, met a-eneb (au contraire) ar melchon tommet ha re-heoliet eo ann hini a ro ar c‘hlenved-se. Na roët ket eta d’ho kezek melchon tommet pe re-heoliet (échauffé an soleil).
En-bêr (en résumé), drouk-kof ar c’hezek a ve louzouet (médicamenté) peurvuia :
Da genta : — Gant dour bervet war louzou krenv (infusion aromatique), evel the, tro-n-heol , bleun-skao, en pehini a ve lakêt gwinn, bier, pe sistr, evel am eûz lavaret.
D’ann eil : — O frotta kostou ha kof al loen klanv gant un torchad plouz trempet en eol tourmantinn, hag oc’h ober d’ezhan bale d’he gammed, ha goloët gant un tapiz pe ur valinn.
D’ann drived : — Goada al loen en he c’houzouk, pa ve ruz gwennou he daoulagad, bèr he alan, ha pa gren he izili.
D’ar bevare: — Lakaad laudanum, ether, pe kaoc’h ann diaoul, en evaj am eûz lavaret da genta, pa vez ar c’hof c’houezet ha kaled ; ha da diveza, toulla ar c’hoste deo.
D’ar bempved, ha diveza : Lavamantjou dour klouar, gant saon, butun, pe un neubeud takennou eol tourmantinn ebars.
Setu aze ar pez a dle ober anezhan he-unan ur labourer douar hag hen eûz skiant, da c’hortoz al louzouer da dont, ha zoken a-raok gervel anezhan.