Allaz ! ne oufe den kompren
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Allaz ! na oufe den kompren.
Allaz, ne oufe den kompren
Na pegen kriz eo hon anken :
Hon pinijenn a zo kalet,
En an’ Doue hon sikouret
Breudeur kerent ha mignoned,
En an’ Doue hon selaouet,
En an’ Doue hon sikouret.
A bep tu d’imp n’eus nemet tan.
Tan war c’horre ha tan dindan :
C’houi hon eus-ni kement karet
En an’ Doue hon sikouret !
Sonjit en ho tad, en ho mamm
Er Purgator e-kreiz ar flamm :
Ma mab, ma merc’h, a ! selaouet !
En an’ Doue hon sikouret !
Ni n’hallomp ket dre bedennou
Distan na berraat hon poaniou ;
Doue ouzimp ne selaou ket,
En an’ Doue hon sikouret !
’Vit paea hon dle da Zoue,
Evidomp-ni pedit bemde(z)
Grit aluzen mar hon c’haret,
En an’ Doue hon sikouret !
Kalz a c’hallit dre ho poaniou,
Ho yuniou, hag oferennou :
Ken didruez na vezit ket,
En an’ Doue hon sikouret !
Ha pa vimp-ni e gloar Doue,
Evidoc’h ni bedo ive(z) :
Ouzimp eta holl selaouet,
En an’ Doue hon sikouret !