Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Dougomp hon zellou dreist.

A. Prud’homme, 1934  (p. 173-174)



N° CXXVIII. — Gouel an Holl Sent.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=56
      \key g \major
      \time 6/8
      \partial 8*1
      b'8 b4 b8 e4. | d4 b8 \stemUp a( b) c \break
      \time 9/8 b4.~ b4 b8 b( c) b | \time 6/8 a4 a8 \stemNeutral d4 c8 \break
      b4.~ b4 b8 | b4 b8 e4. | d4 \breathe b8 \stemUp a( b) c \break
      \time 9/8 b4.~ b4 b8 b( c) b | \time 6/8 a4 a8 g( a) g
      \time 9/8 fis4.~ fis4 b8 b( c) b | \time 6/8 a4 fis8 g4 fis8 | e4.~ e4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Dou -- gomp hon sel -- lou dreist an dou --
      ar e -- tre -- zek ar sent hon Ta --
      dou bre -- mañ, ku -- ru -- net ha leun a
      c’hloar e -- maint gant Dou -- e en Neñ --
      vou, e -- maint gant Dou -- e en Neñ -- vou.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Dougomp hon sellou dreist an douar
    Etrezek ar sent hon Tadou bremañ,
    Kurunet ha leun a c’hloar
    Emaint gant Doue en Neñvou.(2w)

  2. N’eus ken evito tristidigez,
    Klenved ebet na trubuilhou :
    Dastum a reont el levenez,
    Ar frouez hadet ’kreiz an daerou.(2w)

  3. Bet o deus ’veldomp en o buhez,
    Poan kaer o senti, o tevel,
    Dinerz e oant, ha ’veldomp, ivez,
    A bep tu e kavent brezel.(2w)

  4. Kalz en o zouez ’oa izel o stad,
    Darn labourerien, netra ken,
    Savet abred, kousket diwezat,
    N’eus forz d’an amzer domm pe yen. (2w)

  5. O Spered ’veze kement troet
    Gant o fedennou, gant Doue,
    Ma tec’hent diouz ar bed milliget,
    Gant aon da walla o ene.(2w)

  1. Darn, pell er pec’hed, ’deus bet bevet, —
    Na pebez gwallenn d’eur c’hristen ! —
    Betek an deiz m’int bet ’n em walc’het
    E feunteun sakr ar binijenn.(2w)

  2. O mouez tregernus hon eus klevet,
    E riskl pa vezemp d’en em goll :
    Fizians e Doue dalc’hit bepred,
    Bérr eo ar stourm, kaer an digoll.(2w)

  3. Holl Sent, d’ho heul ’fell d’imp c’hoaz bale,
    ’veldoc’h dre hent ar gwir furnez :
    Sikourit neuze ho pugale,
    Pa n’int nemet sempladurez.(2w)