N° CIII. — Aman pell diouz an trouz.
- Aman, pell diouz an trouz
Hag holl safar ar bed
Ar maeziou am c’helenn kenkoulz
Hag an akwita doktored.
- An douar a bourvez
E vara d’ar poaniour ;
N’e ro ket d’an den didalvez :
N’eus ket a vara hep labour.
- Me a wel ar gwenan
Savet da c’houlou-deiz ;
Me ivez a dle kemer poan
Ma reno gras Doue em c’hreiz.
- Hep ehan, ar wazig
A dreuz ar saonennou,
’Trezek Doue eo mont braoik,
Hep luzia er plijaduriou.
- An oan kaez gant fizians
A heuilh e bennrenour ;
Heuliomp Jezuz evit kaout chans ;
An droukspered a zo treitour.
- Ar gwez gant an avel
A bep tu vez hejet ;
Koueza ’rin ma savan uhel :
Well eo pleustra an izelded.
- An delienn a chom ye,
Pa vez stag ouz he barr ;
Ma ’n em zistagan diouz Doue,
E teuin da wenvi hep-mar.
- Ar rozenn a zigor,
Hag a sec’h ’n eur beure ;
Hirie ma ’z oun serz, yac’h, didorr,
Arc’hoaz e varvin marteze.
- Al laboused a gan
Meuleudi d’o C’hrouer ;
Duoc’h oun-me eget eur vran,
Ma n’e veulan e pep amzer,
- Skourn hag erc’h a-wechou
A droc’h ken a grenan ;
Kals gwasoc’h dre ma fec’hejou,
A-berz Doue kaout a dlean.
- Faez oun gant an tommder,
Dindan an heol, pa boaz ;
Ma foaniou n’int mann e-kenver
Poaniou Jezuz stag ouz e Groaz.
- C’houi hepken, ma Doue,
A glaskan e pep tra ;
Renit warnoun c’houi, ma Roue,
En em ouestla ’ran d’eoc’h gant joa.
|