Diskan.
Klevit Mari, Mamm Doue
Pedenn ar bobl kristen
Doue fell d’imp Doue da Roue
Doue gant e gomz da lezenn. (2 w)
- Bugale Juzevien ar c’halvar
Hag o c’henseurted hirie c’hoaz
A garfe mouga war an douar
Ar soñj eus Jezuz hag e Groaz.
- Met c’houi, Mari, Mamm garantezus,
Hag a roas Doue d’ar bed,
C’houi a viro d’imp ho Mab Jezuz,
Da Zoue ha da Vestr bepred.
- Doue fell d’imp e pep tiegez,
Doue d’an tad, Doue d’ar vamm,
Doue d’ar mab m’en devo furnez,
Doue d’ar verc’h ma vo dinamm.
- Doue er skol d’ar mestr, d’ar vestrez,
Doue d’ar hugel o teski !
Siouaz ! na trista deskadurez,
Pa vez ar skol hep kreuseufi.
- Doue fell d’imp en ospitaliou,
D’ar c’hlanvour kaez en e anken ;
Tud santel da zousaat e boaniou,
D’e ene paour an absolvenn.
- El lez-varn, Kroaz Jezuz Hon Salver,
Lakaet er penn uhela,
’Vit ma heulio bepred pep barner
Jezuz ar Barner diweza.
- Doue en iliz d’an daou bried,
D’unani o friedelez !
Pa ne vez ket Jezuz en eured,
Ne bad ket pell ar garantez.
- Gant ar soudarded hag o mestrou,
Doue dalc’hmat er penn-a-raok,
Evit kennerza o c’halonou,
En deiz, siouaz, ma savfe krog.
- Ra gennerzo Hon Salver Jezuz
Sentus holl ouz lezenn Doue :
Eürusted eur vro, he gwir mammenn,
Eo kemer Jezuz da Roue.
- Ra gennerzo Hon Salver Jezuz
An Iliz Santel e Bried,
Ma beurdrec’ho er brezel spontus
A vez graet d’ezi dre ar bed.
- Doue, mestr d’ar rouantelezou,
Hag e Aviel o lezenn ;
Pegoulz ’ta, poblou, gant ho mestrou,
E plegot dirazan ho penn ?
- Bezomp kristen evel hon tadou.
Lavaromp, Breiziz, a bouez penn,
En eur gerzout holl war o roudou :
Feal bepred ! Treitour, biken ! »
|