An œuvrou a drugarez da exerci bemdez

L. Prud'homme, 1849  (p. 121-122)



CANTIC VAR AN ŒUVROU A DRUGAREZ,

Pe deus ar re [e] tleomp exerci muia hac a allimp epad an deiz goude beza bet deomp ar c’hraç da assista en oferen, evit ma vezimp anaoudec en andret hor Salver en personaj vemprou hon hentez. Var ton Guers an Itron Vari-a-Druez, pe Guers Dom Mikel Noblets.

EVit beza guir gristen
Ha plijout da Zoue,
E tleit exerci laouen
En profit hoc’h ene,
An œuvrou a drugarez
En andret ho nessa,
O soufr he gontroliez
Hac oc’h he assista.
Daou seurt a so d’hoc’h merquet
Eus an oll œuvrou-se ;
Chetu-hi amâ discleriet ;
Seiz int euz a bep re :
Ar re guenta so galvet
Œuvrou spirituel,
Hac an eil re so hanvet
An œuvrou corporel.
An Œuvrou spirituel.
1. Ar re inorant desquit
En ho silvidiguez.
2. Nep a fazi corrijit
Gant ur guir garantez.
3. Da nep en deveus izom
Roït cusul vad bepret,
4. Ha roït consolation
Da nep so afflijet.
5.Souffrit patiantamant

A bep seurt injuriou.
6. Pardonit antieramant
A bep seurt offançou.
7. Offrit evit ar re veo
Da Zoue ho peden,
Hac evit a re varo
Hac hoc’h adversourien.
An Œuvrou corporel.
1. Roït da zibri d’o nessa,
Ma n’en deus quet a voet,
2. Ha roït ive da eva
Da nep en deus sec’het.
3. Da nep so noaz e groc’hen
Roït dillad d’he c’holo.
4. Guelit ar brisonerien
O rei soulaj dezo.
5. D’ar re glan rentit bisit
Dreist peb tra d’ar beaurien.
6. Ar bel[e]rinet [1] lojit
Hac an estranjourien.
7. Sebeliit ar re varo,
Ma viot erguis-se
Disposet pa deui ho tro
Da vont dirac Doue.

Peden.

VA Doue, me ho supli
Grit d’in ar c’hraç bremâ,
Da heul ha da exerci
An œuvrou santel-mâ

Evit ma viot ive
Trugarezus ouzin,
O soulaji va ene,
Eus ar bed-ma pa’z in. Amen.


  1. Moullet : belari-.