Evit ar gorreou hac ar gommunion spirituel
Var an Ave, verum, hac an Ave, vere Sanguis. Var an ear gallec, Hé ! qu’est-ce que j’entends ? Amis, je vous réveille.
M’Hoc’h ador, guir gorf sacr, |
AVe, verum corpus natum de Mariâ Virgine. Verè passum, immolatum in cruce pro homine, cujus latus perforatum undâ fluxit cum sanguine. Esto nobis prægustatum mortis in examine. O dulcis ! o pie ! o Jesu ! Fili Mariæ, miserere nobis ! Amen. |
M’Hoc’h ador gant respet, |
AVe, vere sanguis Domini nostri Jesu-Christi, qui de latere ejus cum aquâ fluxisti, |
tu mihi sis consilium, protectio atque defectio corporis et animæ in præsenti vitâ et in futuro sæculo.
Amen. |
Ha guir protection, |
Hac ur bedennic devot da Jesus, pa vez gorroet pe savet an hostif hac ar chalir en oferen d’ar gonsecration, ha pa ve roet ar venediction gant ar Sacramant. Var an ear gallec : Venez, venez, Esprit Saint, dans nos cœurs.
ME hoc’h ador, va Doue, va Salver,
Er sacramant divin eus an auter,
Eleac’h m’ema gant ho tivinite
Ho corf santel, ho coad hac hoc’h ene.
O Jesus-Christ, c’houi hoc’h eus lavaret,
Diouzan douar pa visac’h exaltet,
Penaus an oll a densac’h davedoc’h,
Gant graçou cre oc’h ho sacha gueneoc’h.
Rac-se p’oc’h bet diouz an douar savet,
Ouz ur croas prenn goude ma oac’h staguet,
Hor c’halonou ni ho ped da c’horren
Var-zu an eê diouz an traou terrien.
Tennit gueneoc’h bepret hor volontez
Gant ar chaden eveus ho carantez,
Na vezimp mui diouzoc’h separet,
Ha na vanquimp birviquen d’ho caret.
Hor goalc’hit neat diouz hon oll bec’hejou
Gant ar goad sacr eveus ho couliou ;
O va Jesus, dre verit ho maro
Bezit ouzomp trugarerus ato. Amen.
Spirituel, pa gommuni ar belec ivez en oferen. Var en ear gallec : Chrétien, si vous êtes prudent.
ME a gred enoc’h, va Doue, |
Queuz am eus d’ho peza offancet, |
Ar re-se a gommuni spirituelamant, eme catekismou a c’honcil a Drant, pere o caout ur feiz beo hac ardant en carantez Doue, a zeu dre ho desir hac ho c’hoant da zibri ar bara celestiel-se a so proposet deomp er sacramant adorabl eus an auter ; da lararet eo deus un desir carantezus d’en em unissa gant Jesus-Christ ha d’en em vagan anezan er gommunion, pe deus a hini e recevont ar c’hraç evit ha na recevont ar sacramant ; ha ma na dennont, eme ar c’hatekismou santel-mâ, eus ar gommunion spirituel-se an oll frouez a eller da dennâ eus ar gommu- nion reel ha sacramantel, e tennont anezi couscoude certenamant ur profit bras meurbet evit ho silidiguez. El levr ar Gombat spirituel [1] e queffot ive un avis profitabl epit ar gommunion spirituel hac ar fæçon d’he ober alies.
Da drugarecaat Doue goude an Oferen. Var an ear gallec. Esprit divin, venez repandre.
GRaçgou deoc’h, va Doue, a rentan |
Da zont en oferen bepret. |
- ↑ Lorenzo Scupoli, Il Combattimento spirituale..., emban. orin : Venezia, 1589 ; troid. 1añ e galleg : 1660 (ademb. lies a wech war-lerc'h). N'eus keloù ebet eus a droidigezh e brezhoneg kent an hini aozet gant J.-F. Roux bet moullet e Landerne e 1842 ; merket eo kouskoude "Edition nevez".