◄ Ar citrouillezen hac ar mez | An anevalet clan gat ar vocenn | ► |
Un drouc hac a zigas an hencrez hac ar spont,
Goest e-hunan, en un taul-cont,
Da beurgarga punç an ancou ;
Taulet a-varr an ee, abalamour da grimou
Ha da torfejou ar bed-ma ;
Ar Vocenn, (pa vo gret he hano aneza,)
A oa staguet evit mad
Var ar loenet a bevar droad.
Ne varvent qet oll, mæs tout e oant scoët.
Hini pelloc’h ne vez guelet
O clasq souten e vuez paour :
Peb boed dezo a so disaour.
Ar louarn, nac ive ar bleiz,
Ne chilpont mui var lerc’h o freiz ;
Ar par a dec’h pell dioc’h e barez :
Guer ebed pelloc’h a c’harantez,
Ha dre guement-se, a dra sur,
Guer a joa nac a bljiadur.
Qemenned abers ar Leon,
E comzas d’e divar e dron :
Sonjal a ran, emeza, bugale,
Ar freillad-ma so deut deomp dioc’h an ee,
Dre m’och eus pec’het, couls ha me.
Ra zeui eta ar c’houpapla
Evit an oll d’en em goestla :
Marteze, dre e sacrifiç,
Eus ar mæstr bras e harzo ar justiç :
Qement-se so bet grêt en amzeriou guech-all.
Examinomp eta hon oll oberou fall ;
Furchomp hor c’houstianç, disqennomp enhi piz.
Poulset, sioas ! gat an naon criz,
Me meus lonqet cals a zevet,
N’o devoa grêt din drouc ebet,
Hac ar pastor, so qen, avechou ’meus debret.
Prest e z’on d’en em offr ; mæs, evit qement-se,
Mad a ve, a gaf din, d’an oll cofes ive.
Sire, eme ar Louarn, c’hui so re vad roue,
Ha cals re scrupulus, m’en tou var va ene :
Nan, qement-se ne qet pec’het ;
Ar gloaneien, traou disqiant ha lor,
D’an heur m’ho poa hi debret,
E rezoc’h d’e cals a enor ;
Hac, evit fæt dioaller an devet,
C’hui a virit beza meulet,
Dre ma zeo eus a raç an dud
A venn ober ho mæstr varnomp-ni, loenet mud.
Peb goroër ha peb luban
A savas gat caus dom Alan.
Ne seljot nemet divar-c’horre
Oc’h pec’hejou ar loënet cre :
An Tigr, an Ours, gat sqilfou lemm,
Qement a zoug ivin pe flemm
Ha qement a ziscrogn e zent
A oe gat-ho leqet da sent.
Chetu o tont tro an Asen.
Sonch am eus, emeza, en eur prat o tremen,
(Ha c’hoas da menac’h oa ar brajen,)
An naon criz, ar gueauten glas,
Hac an diaoul, neb’on, va foulsas ;
Qement ma lipis gat va zeaut
Var dro e c’hement-all a c’heaut.
N’am boa, pa vo lavaret mad,
Na guir na perz ebet er prad.
Achu e gaus gat ar c’hæz doutec,
Arreo eus a beb tu var corf ar sqouarnec !
Eur Bleiz hac a ouie, emeza, ar lezen,
A brouvas difazi penaus Yan an Asen,
Loen divalo, loen disvlevet,
A so qirriec, dre e bec’het :
Hoguen, lipat gueaud an estrenn
A so penn-caus eus ar Vocenn,
Hac a virit beza mouguet !
Qer buan gret ha lavaret.
C’hui pere a so er palez
O cortos ho parnediguez,
Dioc’h ma viot sempl pe vras
Ho pezo amand pe c’hraç.