Ar vosen war al loened

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An anevalet clan gat ar vocenn ha Ar Vosen var ar Chatal.

J. B. Lefournier, 1867  (p. 23-26)


AR VOSEN WAR AL LOENED


Eur c’hlenved didruez hag a skign dre ’r bed holl
Ar spount hag ar maro, pa deu d’en em ziroll,
Klenved eaz da baka, taolet euz an envou,
Da skarza piz ann douar euz he holl dorfejou,

Ar vosen he hano, a stlape enn ifern
Loened a vagadou kaset gant-hi d’ar bern.
Ne zialanent holl, holl a-vad e voant skoet,
Heb dibri nag efa e choument evel mantret,
Al leon, koulz hag ar bleiz, e kichenik ann oan,
Al louarn tost d’ar iar heb ober mik na man.
Ann durzunel zo-ken, kollet he c’harantez,
Ne ziskoueze d’he far nep laouenidigez.
Evit klask eul louzou a enep ar c’hlenved,
Al leon, enn he ali, lavaraz d’al loened :
— « Me gred, va mignoned, e vezimp stropet holl
» Evit hor pec’hejou ; pep rumm a iel da goll,
» Ma ne deuomp a-benn da zevel oc’h ar grouk
» Ann torfedour brasa, penn-abek euz ann drouk.
» Evel-se marteze torro nerz ar c’hlenved,
» Hag unan o vervel, d’ar re all teui iec’hed.
» Er skridou e welomp, pa c’hoarvez gwall-euriou,
» E klasker evel-se out-ho pep seurt louzou.
» Kavet eo hon hini, n’hor beuz nemet gwelet
» Piou ac’hanomp brema en deuz gwasa pec’het.
» N’en em veulomp eta, hep damant diskouezomp
» Plegou kuz hor c’haloun hag e pe stad em’ omp.
» Evidoun-me, lountrek, me am beuz dispennet,
» Hep n’ho doa great drouk d’in, eunn taol braz a zenved,
» Hag a-wechou, zo-ken, em beuz ive debret

             » Ar pastor denved.
» Mar d-eo red e varvinn, ’velato e kredann
» E tle enn em damall eveld-oun peb-unan,
» Rak evit beza leal, hen-nez a dle mervel
» En deuz war he goustianz brasa pec’hed marvel. »
— « Aotrou, eme ’l louarn, re vraz eo ho morc’hed,
» C’houi a zo kalz re vad ; n’ho pezet poan spered ;
» Rak, m’her goulenn ama, piou zo ’vit lakaat
» E ve d’hoc’h-hu pec’hed dibri meur benn danvad ?
» Kredi a rann zo-ken e voe d’ezho enor
» Kaout enn ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor.
» Hag evit ar pastor, e c’heller lavaret
» E tlie, dre ’nn hent-se, mont da glask he zenved.
» Ha perak ve truez oc’h eur wenn dud ker kriz,
» N’ho deuz evit hor ren ken stur ’met ho diviz ? »
Setu lavar al louarn, hag ann holl d’he veuli.
Goude aotronez vraz, krinet gant ho ho fri,
A deuaz, pep eil tro, dioc’h ma voa hirr ho dent
Da ziskarga ho gor : holl, eme z-ho, voant sent :
Ann tigred, ar bleizi, bete ’r c’hoz chas bihan
A dlie d’ar Baradoz mont diwar hanter-vann.
Ann azen, deut he dro, a lavar evel-hen :
— « Ne deuz pell, sonj am beuz, eur weach, en eur dremen,
» Dre eur prad glaz a voa, me gav d’in, d’eur manac’h,
» Ann naoun, ar ieod flour ha, m’hen diskuill hep nac’h,

» Dre ali Paol-gornek o sutal em fenn zod,
» E peurjounn er prad-ze ledander va zeod.
» Me n’edounn ket em zra evit lavaret gwir. »
Dioc’h-tu e voe ar vlej war al loen blevek-hirr.
Eur bleiz, den a studi, a ziskouezaz displek
E voa deut ar c’hlenved diwar ar skouarnek,
Hag e tliet, ’mez-han, sevel hed he liven
Al loen-ze divalo, rouignek fall, diskroc’hen.
Laerez tra he nesa, ne voa gwasoc’h torfed !
Nemet dre ar maro ne vije ket gwalc’het ;
Eur vez voa he welet ! D’ar bed holl evit skouer
Voa red e vije roet. Lazet voe ar c’houer.

     Ar marvaill-ma d’ann holl ziskouez
Daou dra : ne choumfe ket gant kalz a dud ho buez,
          Ma ve krouget ann holl laeroun ;
Lakeat neb a garo he zourn war he galoun !
Ann eil dra a ziskouez : e vez lakeat ann den
          Aliez enn ti-barn du pe wenn
Dioc’h ann arc’hant a vez o soun enn he c’hodel,
Dioc’h ma vez hirr he zent, huel ha kre he gernel.