AN DEVOTION D’AR SÆNT.
cantic evit recommandi
An Devotion en andret ar Sænt, ispicial sant Joseph, ar Sant pe ar Santes ma touguer he hano, hac en andret ar Patron eus ar Barres hac eus an Escopti. Var ton an Tad Honore.
REt ê pidi ar sænt ha sænteset,
Rac ma’z int cals da Zoue mignonet,
|
Ha rac ma ell ho intercession
Procuri deomp he venediction.
|
P’ho deus quement c’hallout en êvou,
Recommandomp dezo hon eneou,
M’hor sicourint da vont d’an eürusdet
Ho deus brema eno acquisitet.
Varlerc’h Mari ar verc’hes, mam Jesus,
Hac hon Æl mad hac hor paëron eürus,
Dreist ar sænt all e tleomp gant peb sourci
Da sant Joseph en em recommandi.
Pa’z oa Joseph da Jesus tad maguer,
Ha pried dîn d’ar Verc’hes he vam guer ;
Ret ê en defe ur c’hredit bras ive
Da obteni graçou digant Doue.
Pa c’houlenne ar santes Theresa
Nicun sicour en he izom brassa,
Da sant Joseph en adresse bepret,
ha dre he voyen ec’h obtene he requet.
Rac-se hon bezet recours dezan nôz deiz,
Oc’h esperout dreizan peb graç gant feiz ;
Ne vezo quet collet deomp he bidi,
|
P’en deus gallout ha c’hoant d’hor soulaji.
Goude-se c’hoas d’ar sant pe d’ar santes
Pehini so galvet en hor parres,
E tleomp bemdez en em recommandi ,
Couls ha d’ar sant patron an escopti.
Hor sant patron a so roet gant Doue
Da servijout deomp en teir galite,
Evit exempl, ha tad hac alvocad,.
Ma procuro en peb fæçon hor mad.
Evel exempl eo ret ho imita
Er vertuziou a dleomp da bratica ;
O veza chast, douç, humbl ha patiant,
Diouz ma’z oa-en bet er vuez presant.
Evel un tad quer mad en hon andret,
E tleomp ive gant fizianç he garet,
Hac exposi dezan hon defotou,
M’hon assisto en hon oll izomou.
Dirac Doue pa’z ê hon alvocad,
Hon dever eo he suplia er vad
|
Da c’houlen deomp diganta he c’hraçou
Hac ar pardon eus an oll offançou.
Pelloc’h eta gant guir devotion
|
En em lequeomp dindan protection
Ar sænt eürus hac an ælez santel,
Ma’z aïmp ganto d’ar vuez eternel.
|