Pedennou devot d’an Æl Gardien

L. Prud'homme, 1849  (p. 184-185)


Oræson evit an deiz ma oemp ganet, hac evit peb meurz a hed ar bloaz, da drugarecât Doue da veza digacet deomp hon Æl-mad, ha da drugarecât ivez hon Æl-mad eus he oll madelez en hon andret, och he bidi d’he c’hontinui bepret, hac o protesti beza fideloc’h da senti outa hivisiquen. Var ton guers Theophilus.

GRaçou deoc’h, va Doue , da veza digacet
Eus ho palæs ur prins da chom guenê bepret,
Da veza d’in cusul, difenner, alvocat,
D’am pellat diouz an droug ha d’am douguen d’ar mad.
Me ho trugareca ive, c’houi, va Æ1 quer,
Eus an oll madelez hoc’h eus bet em c’hêver;
Mez am eus o sonjal em dizanaoudeguez
En hoc’h andret, siouaz, hac em lesireguez.

Hoguen me a brotest e vezin fideloc’h
Da heul hoch aliou gant graç Doue pelloc’h ;
Rac-se, me ho supli, perseverit ato
Da rei d’in assistanç, dreist peb tra er maro.
Meuli a ran Doue da veza roet c’hraç
Deoc’h ha d’an Ælez all d’he velet faç-ouz-faç ;
Pedit hi d’he veuli gueneoc’h evidon-me,
Ha da brocuri d’in mont d’he velet ive. Amen.

Ar fæçon da recita chapelet an Æl-mad, eus a pehini e comser er c’hantic diaraoc, eo lavaret ar Gredo var ar groas ha teir Pater en enor d’an Dreindet gant teir Ave, Maria, en enor d’ar Verc’hes, var an teir greunen a so goude ar groas ; ha pelloc’h lavaret ar Gloria Patri var bep greunen vrasa so araoc peb dijenes evit trugarecat Doue eus ar graçou en deveus great d’hon Æl-mad ha deomp hon-unan dre he voyen ; ha var peb hini eus an dec greunen vian lavaret an Angele Dei, peautramant ar c’homsou-ma en brezonec pe en latin, pere a so er c’hantic diaraoc.

Æl Doue, ho pêt sourci ac’hanon-me brema.
Hac en heur ar maro pa’z inn eus ar bed-ma.
Evellen bezet grêt.