Le Dault, 1950  (p. 198-205)
◄  Meur An houadez ruz Garhir  ►




An houadez ruz


E Breiz-Izel e oa eur roue hag en devoa dek mab… Mont a eure, eun devez, da c’haloupat war ar maez. E-tal eul lenn edo hag heñ ha gwelout warni eun houadez, dek vihan d’he heul. Hag ar vamm a roe taoliou beg d’unan anezo e-giz evit her c’has kuit diouti. An nao-all avat a c’helle c’hoariellat en dro d’ezi.

« Petra an dra-mañ ? » eme ar roue.

Hag heñ da gavout e sorser, ha diskleria d’ezañ ar pez en devoa gwelet.

« An houad pellaet diouz ar re-all eo houad an Deog. »

« An Deog ? » eme ar roue.

« Ya, p’en devez unan-bennak dek tra a bep seurt e rank rei unan anezo d’an Deog. »

« Unan eus va mibien a zo d’an Deog neuze ivez ? »

« An dud hag al laboused n’int ket ar memes tra. »

« Evelato, me a roio unan eus va bugale d’an Deog. A-hend-all ez afe droug ennañ marteze… Met penaos ober ? »

« Lakait anezo holl da c’hoari ar vell. An hini a c’hounezo war an nao-all, hennez eo a vezo d’an Deog. »

Graet e voe e-giz-se, hag ar roue d’e vab :

« Kae da gavout an Deog. »

« Da gavout an Deog ne din ket. Roit d’in peadra da c’haloupat ha me a yelo kuit e-giz ma vijen d’an Deog. »

Ha mintin mat antronoz, setu heñ en hent. Betek an noz du e kerzas. Bez’ edo neuze e-tal ti eun den koz.

« Deuet mat ra vezi, Lean, » eme ar c’hoziad d’ezañ. « Dont a ray an traou da vat ganez mar gouzout tapout laboused. Merc’h roue ar Sav-Heol a zeuio warc’hoaz-vintin d’al lenn a zo aze e-kichen va zi. Bep seiz vloaz hepken e teu, ha warc’hoaz emañ he devez merket. Daouzek plac’h a vezo ganti. Bep a gap a vezo gante. An daouzek a daolo o re n’eus forz pelec’h ; hi avat, o veza ma ’z eo merc’h d’eur roue, a lakaio he hini en-istribilh ouz ar wezenn-elo aze. Pa vezo en dour, kae d’ar red da dapout he c’hap. » Deuet er-maez, hi a lavaro : « Ledan, ro d’in va c’hap. » Te a responto : « Ne roin ket anezañ. » Hag hi adarre : « Ro anezañ a galon vat pe en desped d’it, e ranki her rei.» Ha te : « Tra ! tra ! n’az pezo da gap e doare ebet, nemet dimezi a ri d’in. » Hag hi : « D’it e vezin, mar dout gouest da anavezout ac’hanoun e-touez ar re-all. » Hag hi hag he daouzek plac’h a vezo siliou anezo. Ar re-all a yelo da c’houeled ar ster : hi avat a chomo beg he lost war-c’horre an dour, hag e-giz-se ec’h anavezi anezi. Hag ouspenn, hi a gomzo hag hi hepken, rak ar re-all a davo mik. Neuze e huanado : « Hañ ! an hini roet gant e dad d’an Deog a zimezo gant merc’h roue ar Sav-Heol ! Met ha gounit a vezo ret d’ezañ ! »


E-giz-se e c’hoarvezas an traou penn-da-henn. Merc’h roue ar Sav-Heol a chomas neuze gant Ledan, hag an daouzek-all a redas d’ar gêr pe da lec’h-all, n’ouzon dare.

Koantig, merc’h roue ar Sav-Heol, a ro neuze bep a daol da zaou vod-lann, hag ar re-mañ a zeu da veza daou loen-kezeg. Ha Ledan hag hi pignat war bep a hini, hag en hent. Da serr-noz e tigouezont e ti eun eontr d’ezi.

« Kae da gavout va eontr, » emezi da Ledan, « ha goulenn digantañ alc’houez kambr an teñzoriou. Eno e kavi ac’hanoun adarre. »

An tonton ne ouie ket edo Koantig er gambr-se, ha soñjal a rae e oa deuet Ledan da c’houlenn e verc’h digantañ. Rak-se e roas raktal an alc’houez. Ha Koantig da Ledan :

« Laka da benn war va barlenn. »

Ober a ra, hag hi a blant spilhenn ar c’housked etre e zaoulagad. Diouz ar mintin, e tenn ar spilhenn kuit hag e lavar :

« Eur peulvan bras a zo er c’hoad aze. Klask a ra va maro hag hini va c’heniterv. Laza anezañ a ranki. »

Ha Ledan d’ar c’hoad da glask ar peulvan.

« Fou ! fad ! fec’h ! ec’h ! » eme hemañ. « Me a glev c’houez ar breizad. »

« Ra varvi ! peulvan drouk a zo ac’hanout ! »

« Alo ! marmouz ! bez didrouz da c’hortoz ma vezo malet da eskern ! »

« Stourmomp da welout. »

« Pa fell d’it. Petra a gavez ar gwella : stourm a nerz-korf war houarn ruz, pe a daoliou-koñtell war c’heot glas ? »

« A nerz-korf war houarn ruz. »

Hag int da c’houren avat ! Ledan, ’benn ar fin, a bouez kement war ziouskoaz ar peulvan, ma ya treid hemañ en douar, a-dreuz eur frailh a zo en houarn. Bunta a ra c’hoaz ha, betek bandenn e vragou, emañ ar peulvan en douar. Eur gwask adarre, hag emañ betek e c’houzoug.

« Eun tamm douar war da benn bremañ, peulvan ! »

« Trec’het oun, gwir eo. Lez va buhez ganin, ha va zeñzor a zo d’it. »

« Ro anezañ d’in dioustu, laer a zo ac’hanout ! »

« Kleze ar sklerijenn az pezo ivez. »

« Pelec’h emañ ? »

« Aze, e-tal ar wezenn. »

« Ha penaos e ouezin eo mat ? »

« Setu du-ze eur penngos dero seiz kant vloaz. Sko warnañ hag e daou damm e vezo rannet. »

« Gwasa penngos divalo a zo er c’hoad-mañ eo da benn-te ! Dal ! »

Ha penn ar peulvan a zo faoutet.

« Pebez taol ! » eme ar penn. « Ma ’z afen en-dro war va c’horf ne zeufe den a-benn ac’hanoun ken ! »

« Evit ar pez ac’h eus graet en da vuhez, ne dalv ket ar boan ! »

Ha Ledan da di eontr Koantig, ar penn maro gantañ.

« An drederenn eus va merc’h ac’h eus gounezet, » eme an eontr.

Ha Ledan da gambr Koantig ha konta an abadenn d’ezi. Goude, e laka hi spilhou ar c’housked d’ezañ etre e zaoulagad adarre, ha pa zihun antronoz :

« Eur peulvan ac’h eus da laza hirio c’hoaz. »

Hag heñ d’ar c’hoad.

« Ec’h ! ec’h ! » eme ar peulvan. « C’houez ar breizad gaouiat ha divergont ! »

« Gaouiat n’oun ket na divergont kennebeut ; gouest d’az tibenna ne lavaran ket. »

« Petra a gavez ar gwella : stourm korf ouz korf war houarn ruz, pe war c’heot glas a daoliou-koñtell ! »

« Korf ouz korf war houarn ruz. »

Ha dao d’ezi ! Ar peulvan a ya en douar betek e zaou-ufern, betek bandenn e vragou, betek e c’houzoug.

« Eun tamm douar war da benn bremañ ! »

« Mestr out d’in. Lez va buhez ganin, ha me a roio d’it va marc’h gell a ya nao gwech buanoc’h eget an avel. »

« Ta, ta, ta ! Dal ! »

Hag e benn a ruilh nao gwech nao droatad ac’hano.

« Allas ! pebez dichañs ! » eme ar penn. « Ma savfen war va c’horf… »

« Evit ar pez ac’h eus graet en da vuhez ne dalv ket ar boan ! »

Ha Ledan, gant ar penn maro, da di an eontr hag hemañ d’ezañ :

« Eun drederenn-all eus va merc’h ac’h eus gounezet. »

Ha Ledan da gambr Koantig. Koantoc’h plac’h ne voe na ne vezo. Spilhenn ar c’housked a zo lakaet etre e zaoulagad da Ledan. Pa ’z eo dihunet :

« Ledan, » eme Goantig, « tennoc’h abadenn a vezo c’hoaz hirio eget dec’h. Va eontr a lavaro d’it laza eur peulvan-all c’hoaz : ne chom ken nemetañ. Met bez dispont memes tra. Setu amañ eur c’hi bihan : dister eo, met sikour a ray ac’hanout evelato. Me ivez. dindan stum eur goulm, me a vezo en da gichen. »

Ha war gomz an eontr, Ledan d’ar c’hoad.

« N’am lazi ket gant da gi, mec’hieg ! » eme ar peulvan, « e-giz mac’h eus lazet va daou vreur. Setu aze kalon d’it avat: unan anezo a oa pemp bloaz, egile seiz. Me a zo tregont, ha trec’h d’in n’eus den. »

Adalek ar mintin-goulou betek kreizteiz, e voent o c’houren, ha nikun ne c’houneze war egile. Ledan a wel ar goulm war e skoaz. Nerz a sav adarre en e galon. Ar peulvan ivez a wel ar goulm, hag heñ o vont da falc’hun. Met Koantig a ya da falc’hun ivez, ha Ledan hag ar c’hi.

« Tapet oun ! » eme ar peulvan.

« Ac’hanta ’ta ! » eme Ledan.

« Trec’h d’in ne vezo den memes tra, nemet Ledan, mab roue Breiz-Izel. »

« Me eo hennez, » eme Ledan.

« Mar deo te eo, tenn va c’hleze kuit eus ar penngos-se. »

Ledan a denn ar c’hleze kuit, hag a droc’h gantañ e benn ouz an peulvan. E-unan avat e voe gloazet en e skoaz kleiz. Koantig a dap eul louzaouenn, a verv dour warni, hag e pare anezañ. Hogen, eur gleizenn a chomas.

Hag int d’ar gêr, da di an eontr, hag hemañ da Ledan :

« Va merc’h ac’h eus gounezet penn-kil-ha-troad ha d’it hepken e vezo. Warc’hoaz e tañvi ar soubenn amañ ha ma plij d’it e chomi amañ, ha perc’henn ar vro e vezi. »

Ha Ledan da gavout Koantig.

« Ledan, » emezi, « setu gounezet va c’heniterv ganez, ha digoret ac’h eus hent ar gêr d’in en eur laza an tri beulvan. Da drugarekaat ! Bremañ, warc’hoaz, e vezo roet soubenn d’it da dañva gant va eontr. Ha ma kavez mat anezi e chomi amañ. »

« Ha te ? »

« Me a yelo d’ar gér da leñva da viken, rak d’it eo va c’halon. »

« Va hini-me, Koantig, n’eo ket d’az keniterv eo ; d’it hepken eo hag e vezo. »

« O ! va Ledan ger ! »

Hag e pokont an eil d’egile.

« Petra ’rin eus ar soubenn ’ta neuze ? » eme Ledan.

« Teir gwech e vezo goulennet ouzit hag hen eo mat. An diou dro genta, te a lavaro ya : kement-se a ri evit ober plijadur d’an eontr ha d’e verc’h. D’an deirvet avat e vezo ret d’it lavarout n’eo ket, pe chom amañ a ranki. »

Antronoz-vintin, Leda da dañva ar soubenn.

« Mab roue Breiz-Izel, ha gwelloc’h ac’h eus bet morse ? »

« N’em eus ket. »

« Mab roue Breiz-Izel, ha gwelloc’h ac’h eus bet morse ? »

« N’em eus ket. »

N’en deus ket kredet Ledan lavarout « eo » goude beza lavaret « nann » diou wech.

Hag heñ da gavout e Goantig : dindan furm eur vran zu e kav anezi.

« O ! va C’hoantig ! petra out deuet da veza ? »

« Te ac’h eus lavaret e oa mat ar boued amañ, ha bremañ va c’heniterv a vezo da bried. »

« Ne vezo ket ! Te pe hini ebet ! »

Hag heñ a leñv. Hi a lamm war e skoaz, ha gant he fleuñv a sec’h e zaelou d’ezañ.

« Evit va c’haout, Ledan ger, e ranki dont betek ti va zad, betek al lec’h ma sav an heol. »

« Ha mont a rin, Koantig, rak te am bezo ! »

Hag hi kuit diwar nij.


Antronoz-vintin, dioustu, e felle d’an eontr dimezi e verc’h da Ledan.

« Ret eo diskuiza eun tammig, goude beza lazet an tri beulvan, » eme hemañ.

« Mat ! » eme an tonton.

Pa voe e-unan penn, e kemer Ledan ar gouriz plouz, hag heñ en hent. Kerzout a reas betek an noz. Neuze e tigouezas en eun ti bihan, eur vaouez koz o chom ennañ.

« Te eo Ledan, » emezi, « mab roue Breiz-Izel. Te eo a zo karet gant an houadez ruz. Ne vevo ket pell gant ar c’heuz he deus d’it. En noz-mañ eo bet amañ o kousket. »

« Gwir eo ez oun-me Ledan. Dre belec’h eo aet hi ? »

« War-du ar meneziou. »

Antronoz-vintin, heñ en hent adarre, hag ec’h en em gav dirak eun ti bihan, eur vaouez koz ennañ.

« Te eo Ledan, » emezi ; « an houadez ruz a varvo abalamour d’ar garantez he deus evidout. En neizour eo bet amañ. »

« Ha dre belec’h eo aet ? »

« War-du ar meneziou. »

Ha Ledan war-raok antronoz adarre, ken a zigouez gant eul lochenn, eur plac’h koz hag unan yaouank o chom enni.

« Te eo Ledan, » eme an hini goz. « An houadez ruz a hirvoud gant ar c’hoant d’az kaout. »

« Dre be hent eo aet ? »

« War-du ar meneziou. Met ne vevo ket pell gant he foan-galon. Diwada he deus graet he c’halon amañ, en noz tremenet, er mouchouer-mañ. Ha neuze ne vezi ket gouest da vont betek enni. Daouzek bleiz a viro ouzit da genta, goude eur ster hep pont na seurt, goude eun hent bras a zigoro, pa vezi en e greiz, hag a lonko ac’hanout. »

« Roit d’in, maouez, ar mouchouer emañ he gwad ennañ. »

« N’az pezo ket ! d’her gwalc’hi ez an. »

« Te, plac’h yaouank, ro anezañ d’in. »

« Tra, tra. »

« Roit anezañ, pe me ho tibenno ! »

Ha roet eo d’ezañ, hag en hent. Daouzek bleiz a zeu dirazañ. Heñ a dap krog en hini tosta d’ezañ hag a laz ar re-all gantañ.

Eun den hen gwelas oc’h ober kement-se.

« Mat. mat. An den a galon a sikourin, » emezañ. Hag heñ ha stlepel eun aval en tu-all d’ar ster. Eur pont a sav raktal warni. An aval a ruilh c’hoaz, hag an hent ne zigor ket da lonka Ledan. E penn an hent, setu eur pez ti bras. Eno emañ an houadez ruz, karantez Ledan. Met penaos he c’aout, penaos mont betek enni ?


Tad Koantig a zo brezel etrezañ hag eur roue-all, just d’an ampoent-se.

« Mat, » eme Ledan. « Peogwir oun bet trec’h d’an tri beulvan, ha n’eo ket morzet va izili, e c’hellan emichañs ober eun dra bennak. »

Hag heñ a c’houlenn ouz ar roue :

« Petra a gavez ar gwella : kaout eun den a-du ganez pe a-eneb d’it ? »

« Kaout eun den a-du ganin, atao sur. »

« Mat, me a vezo ganez, ha labour mat a rin, m’hen tou ! »

Ha falc’hat a eure o fenn d’an enebourien, e gwirionez.

« Den out ! Va merc’h a vezo laouen ouzit marteze, » eme ar roue.

« Plijout a rez d’in, » eme Goantig, « dimezi d’it avat ne rin ket : va c’halon a zo da Ledan, mab roue Breiz-Izel. »

Koantig ne anaveze ket Ledan, hag hemañ ne lavare seurt.

Hag hi d’he zad : « Eur brezelour dipar eo hemañ. Hogen gwelloc’h eo Ledan c’hoaz. »

Diou bobl a reas brezel c’hoaz da dad Koantig, ha Ledan a droc’has o gouzoug onto. Met, kaer en devoe an tad, e lavare Koantig bep tro :

« Eur brezeler mat eo, gwir eo, met Ledan, va c’harantez, mab roue Breiz-Izel, a zo gwelloc’h c’hoaz, ha d’ezañ hepken e vezin eureujet. »

Kaset e voe Ledan d’he c’havout memes tra. E galon neuze a grog da lammat hag eur c’houezenn a c’holo e dal. Hi a dap eur servied da dorcha anezañ. E chupenn a ruilhas diwar e skoaz, hag hi a welas ar gleizenn a oa chomet war-lerc’h an taol en devoa bet digant an trede peulvan.

« O ! Ledan ! » emezi. « Va zad, pa garot ec’h eureujot ac’hanomp hon-daou. »

Kerc’het e voe eur beleg, hag eureujet e voent.

« Allas ! » eme Goantig da Ledan, « ne badin ket pell, rak va gwad a zo bet diveret war-bouez leñva d’it va gwalc’h. »

« Setu heñ amañ, er mouchouer-mañ. »

Gwelc’het eo ar mouchouer en eur podig. Koantig a ev an dour-wad neuze, ha nerz a sav enni adarre. Ha Ledan hag hi a voe eürus e-pad pell hag hir-amzer an eil gant egile.


Ar Bobl,
meurz 1906.