Eur roue en devoa tri mab : Bras, Galloudus ha Meur. Bras ha Galloudus a oa desket o-daou ; Meur, avat, ne ouie seurt, met kalon a oa en e greiz.
Ar roue a glevas e oa e Spagn eur verc’h ha n’he devoa ket he far. Lararout a eure kement-se d’e vibien.
« Ni a yelo d’he c’herc’hat, » eme Vras ha Galloudus.
« Me a yelo ivez, » eme Veur.
En noz-se, Bras ha Galloudus a yeas en hent, hep gouzout dare da Veur. Kerkent dihunet, hemañ a redas war o lerc’h. En eur c’hoad bras edont neuze, hag e stagjont Meur ouz eur wezenn. Graet eun hanter-leo ganto, Meur, o strilha ar wezenn, a zisplant anezi, ha yao en hent ganti war e gein. Digouezout a eure gant e vreudeur e-tal eur c’hael-houarn. Droug a sav enno ouz e welout, ha goude eur fest bazadou d’ezañ, ec’h ereont anezañ ouz ar c’hael. Met gant eun taol skoaz, ar c’hael a zo e-maez e vudurunou, ha Meur a gerz c’hoaz. Mantret e voe e vreudeur, ha spontet ivez o welout e nerz. Hag int d’hen dilamma ha d’hen lezel da vont, hep ober van outañ avat.
Ha war-du ar Spagn, betek palez ar plac’h heb he far.
« Me a ya da genta, » eme Vras.
Mont a ra. Da vont er palez e ranker digeri eun nor dir, hag a bep tu d’an nor ez eus eul leon. Aon a grog e Bras, hag heñ war e giz, ha lavarout d’e vreudeur :
« Morse ne welis plac’h ken divalo ! »
« N’eus forz, » eme C’halloudus, « me a rank gwelout anezi. »
Spontet eo ivez gant an daou leon. Hag heñ :
« Gwir eo, plac’h ken difetet ne voe biskoaz ! »
« Me a ya da welout anezi, memes tra, » eme Veur.
Mont a ra.
« Deomp ac’han, » eme Vras neuze, « ha lezomp hor breur da c’hoari e-giz ma karo. »
Hag int en hent.
…Meur, eta, a ya. Gwelout a ra an daou leon.
« Garc’h ! » emezañ, « gwasoc’h loened ne voe ket, war a gredan. Pe seurt chas eo ar re-mañ ’ta gant bleo keit-se war o chouk ?… Met an dra-ze ne ra netra. »
Hag heñ ha lammat dreist an nor er porz. Sevel a ra e benn hag, e toull eur prenestr, e wel eur plac’h koant-koant, ken na oa ket unan-all war an douar eun hanter ker koant hag hi.
« Demat d’eoc’h, plac’h ar goanta, » eme Veur. « Pemp kant leo am eus graet evit dont d’ho kwelout, ha komz ganeoc’h a garfen, ma roit aotre d’in da vont betek ennoc’h. »
« Serret eo an doriou, hag an alc’houeziou a zo gant va zad. »
« Me a yelo memes tra, ma roit urz d’in. »
« Ma, deuit. »
Hag en eul lamm emañ heñ en he c’hambr. Laouen e oa-hi, ha bouchat a eure d’ezañ… Deuet an noz, heñ a lavaras e oa mall d’ezañ mont kuit, rak e zaou vreur a oa ouz e c’hortoz.
« Leal a vefe d’eoc’h kas ac’hanoun ganeoc’h, » eme ar plac’h yaouank, Gwener he ano.
« Memes tra, » eme Veur : « met penaos ? »
« Azezit war ar skabell-mañ ha livirit : Me ’garfe beza e lec’h-mañ-lec’h, ha raktal e viot eno. »
Azeza a ra Meur war ar skaon. Gwener a ya war e varlenn, hag heñ :
« Me ’garfe beza e Gorre. »
Eun hantereur goude edo e Gorre. Prena a ra eun ti eno, hag ez a da gavout roue ar vro-ze da c’houlenn labour digantañ.
« Pe vicher a rez ? » eme ar roue.
« Marichal oun. »
« Labour am eus d’it evit seiz vloaz. Setu amañ daou bez bern staen. Gra eur vatimant d’in ganto. »
A-raok ar c’huz-heol eo graet ha peurc’hraet al lestr. Paea a ra ar roue hon den hag e lavar d’ezañ :
« Gwella micherour a welis biskoaz eo te. »
…Goudeze e klevas Meur ano eus Penn hag eus ar Benniz, e dud. Mont a ra da c’houlenn labour diganto.
« Pe seurt micher ac’h eus ? » eme Benn.
« Marichal oun. »
« Labour a vezo kavet d’it… »
Ar Benniz a oa neuze o c’hoari gant ar maen-pouez. Meur a dap krog en eur maen diou wech brasoc’h eget o hini hag her stlap diou wech pelloc’h egeto.
Penn a oa souezet, hag heñ ha lakaat biz-meud e zorn dehou en e c’henou ha gwaska warnezañ gant e zent. Neuze e teuas da c’houzout, en doare-se, e oa daou c’halloud e Meur : galloud eur sorser a-berz e wreg, ha galloud ar gouesta den, eus e berz e-unan…
A-benn eur pennad amzer, rouanez ar Sav-Heol a skrivas da Benn na vije ket trec’h d’ezi. Eur sorserez e oa-hi, e gwirionez. Penn a gontas kement-se da Veur.
« Me a yelo, » eme hemañ, « hag a galon vat zoken. »
Ar roue Penn a gemeras mil Pennad gantañ, hag int en hent.
« Dont a rez eta, Meur ? » emezañ.
« Kit atao, me a vezo araozoc’h eno. »
War zouar ar sorserez koz e oa tri Beulvan. Meur, digouezet a-raok Penn, a yeas d’o c’havout. C’hoarzin a reont d’ezañ.
« Perak e c’hoarzit e-giz-se ? » eme Veur d’ezo.
« Abalamour ma ’z eomp da lonka ac’hanout ! »
Meur a dap e gleze :
« Piou ar gwella ac’hanoc’h ? » emezañ, « ma tibennin anezañ ! »
« Kalon a zo ennout, » eme eur Peulvan, « met gortoz ! Me a ya d’it ! »
Hogen penn ar peulvan a gouez war an douar. Ha pennou an daou-all ivez.
Hag heñ da skei war zor ar rouanez koz.
« Piou a zo aze ? »
« Meur. »
« Petra glaskez ? »
« Kig, bara ha gwin evit Penn hag e Benniz. Warc’hoaz e vezint amañ. »
« Kae da gavout va mevelien, ha goulenn ar pez a gari diganto. »
Ha Meur da gavout ar baraer.
« Bara, » emezañ, « da arme ar roue Penn. »
« N’em eus ket re evit arme ar rouanez, ha n’eo ket d’eur c’hlasker eveldout eo e roin va bara ! »
Dibennet eo ar bouloñjer, hag ar bara kaset da di ar Beulvaned varo.
Ha Meur d’ar c’higer :
« Kig da arme ar roue Penn. »
« Dal an askorn-mañ ! Seurt-all n’az pezo ? »
Gant an askorn-se eo faoutet e benn ouz ar c’higer, hag ar c’hig kaset da di ar Beulvaned.
Ha Meur d’an ostiz :
« Gwin da arme ar roue Penn. »
« Kae kuit ! lampon ! pe er gwin e vezi beuzet ! »
Dic’houzouget eo ar gwinaer, hag ar podezadou gwin kaset da di ar Beulvaned.
Antronoz, pa zigouezas Penn hag e soudarded, e kavjont peadra da zibri ha da eva. E-keit ha ma kargont o chof, Meur a ya da gavout ar rouanez.
« Petra ’glaskez ? » eme houmañ.
« Ma teufes da stoum ouz Penn hag e Benniz ? »
« Mat. Warc’hoaz em bezo mil den da stourm ouz Penn. »
Ha Meur da Benn :
« Rann da zoudarded e diou vandenn : unan a vezo d’it, eben d’in. »
« Mat eo, ha graet e vezo. »
Antronoz, setu ar c’hrogad. Meur, gant e gleze, a ra evel eun eoster gant e falz. Dizale ne chom geotenn ebet en he sav, den ebet eo a fell d’in lavarout.
« Da drugarekaat, Meur, » eme Benn.
« Gortoz, gortoz, n’eo ket echu c’hoaz. »
Hag heñ d’ar rouanez :
« Emgann, pe ar gounid da Benn ! »
« Emgann ! » emezi. « Penn ha me hon-daou ! »
« Mat ! » eme Benn. « Trec’het n’oun bet morse ! »
Ya, met an hini goz he deus eur gwall-giez ganti.
« M’am bije va c’hiez Bran, » eme Benn.
« Dont a ray mar deo beo, » eme Veur.
Hag heñ da hopal. E wreg, e Gorre, a glevas anezañ.
« Petra ’faot d’it ? » emezi.
« Digas d’in Bran, kiez Penn, buana ma c’helli. »
Gwener a gav Bran, a c’houez warni, hag, a-benn eun hantereur goude, emañ al loen e-kichen Penn.
Hag hemañ d’ar stourm ouz ar rouanez. Koll a ra hi. He c’hiez a lamm neuze war Benn, met a-raok m’emañ warnañ, Bran he deus lazet anezi. Ha Penn a voe trec’h, evel just.
Antronoz-vintin, Meur a lavar da Benn :
« Me a zo mab da roue Kerne, ha mont a ran d’ar gêr. »
Na laouen e voe tad Meur ouz e welout distro, ha gantañ ar plac’h koanta a voe biskoaz. Gwener a zisplegas an istor penn-da-benn.
« Ma, » eme ar roue, « va rouantelez a vezo da Veur. »
« Unan vrasoc’h en deus : ar Spagn a zo d’ezañ. »
En deiz war-lerc’h, Meur hag e wreg a oa er Spagn… Abaoe n’em eus klevet seurt diwar o fenn.
Ar Bobl,
meurz 1906.