◄   XIV XVI   ►


PEMPZEKVET PENNAD
Un afer fall


E-keit m’edo ar baraer, ar varaerez hag ar merc’hed deuet da zegas o zoaz da boazhañ, o tabutal e ti-forn Landremel, Job ha Lom a oa laouen bras an tamm anezho en ur guitaat Lanurgad. Kemeret o doa an hent a zegas d’an draonienn.

— « Kontant oc’h, Lom ? » a c’houlennas Job.

— « Sur on kontant, Job, peogwir ez a mat-kenañ an traoù. »

— « Gwelout a rit, arabat koll fiziañs, evel ma tegouezhas ganeoc’h, an deiz all. Kredit hardi, ni a zeuio a-benn eus hon taol ! »

Ret eo din lavarout deoc’h, Job ha Lom, hervez m’o doa prometet, a oa o vont da c’houlenn ar bagoù, ar c’herdin hag ar bizhier-krog evit klask e goueled ar stêr Aon korf Herri — Doue r’e bardono ! — beuzet un nebeut devezhioù ’oa.

— « Ar voereb a baeo ac’hanomp ker, » a lavaras Job ; « rak n’eus nemedomp o soursial outi, n’eus nemedomp o frealziñ anezhi, n’eus nemedomp o vont da glask bagoù, n’eus nemedomp oc’h ober tout an traoù… »

— « Ha ! ha ! ha ! » a reas Lom.

— « Peoc’h ! Lom, gant aon e vefe tud er park, aze. N’eo ket da sistra emaomp o vont hiziv, ho ! nemet da c’houlenn bagoù evit klask korf hon eontr beuzet. »

— « Siwazh dezhañ ! »

— « Gwir, Lom, siwazh dezhañ ! Mes n’hon eus ket amzer da glemm. Pep hini en deus e blanedenn war an douar-mañ. Ha ni, marteze… »

— « Oc’ho ! emichañs n’emaoc’h ket o vont da souhetiñ din ur marv ken trist-se ?… »

— « Perak ne rin ket ? Lom. Ne vefen ket souezhet o klevout un deiz bennak : Lom Lanurgad a zo bet beuzet en ur varrikennad sistr. »

— « Ha ! ha ! ha !… »

— « Peoc’h ’ta, Lom ! »

— « Arsa, Job, c’hwi eo an hini a laka ac’hanon da c’hoarzhin kemend-all. Rak un dra imposubl d’ur Brezhon emaoc’h o klask reiñ din da grediñ : me a evfe da gentañ ar varrikennad sistr, hag en ur varrikenn c’houllo n’eo ket unan evit en em veuziñ. N’eo ket gwir ? »

— « Gwir eo ; an dra-mañ, avat a zo farserezh ha traoù siriusoc’h a zo da gontañ, hein ? Da gentañ, Lom, pegement ’gav deoc’h, e talvez klask un den beuzet er stêr vras ? »

— « O ! un tamm mat, ’vat. »

— « N’eo ket un tamm mat a c’houlennan diganeoc’h… Pegement e talvez ? a lavaran. »

« Ma n’ouzoc’h ket, me a zo o vont da lavarout deoc’h : al labour-mañ a dalvez un testamant. »

— « Testamant ar voereb ? »

— « Ya, testamant hor moereb, an testamant penn-da-benn betek ar gwenneg diwezhañ, klevout a rit ? »

— « Mes Mari ?… »

— « Bezit dinec’h ! Lom, me a lakaio ar voereb kozh d’ober warc’hoazh he zestamant evidomp, evit ar servij rentet dezhi ganeomp. »

— « E Lotei, Job, ha dreist-holl, e Karreg-al-Louarn, ne vez ket graet testamantoù. »

— « Mat ! graet e vo, Lom. »

— « Hag ar gerent, Job ? »

— « Ar gerent, Lom, a yelo kounnar ruz enno. Mes n’eus forzh, re ziwezhat e vo. »

__ « Ne vo ket re ziwezhat, rak diouzhtu e lakaint ar voereb da regiñ he zestamant, da zeziritañ ac’hanomp, ha marteze e vezimp poursuet dirak an tribunal ? »

— « A ! la ! la ! gant Lomed eveldoc’h, ne rafe unan netra vat. Ma vije bet daou Job e Lanurgad, e vije bet echu ar c’hoari mil bell ’zo. Sklaer eo koulskoude n’he do ket amzer Mari da regiñ he zestamant, na kennebeut ar gerent da lakaat o fri en hon aferioù-ni. Rak, kerkent graet an testamant, ar voereb a yelo davet he zadoù kozh er bed all, gant div pe deir nozvezh satanazet ; mes ret eo kaout ur galon yac’h, tanfoeltr ! »

— « Yac’h eo va c’halon, Job. »

— « Bremañ, Lom, peogwir hon eus divizet diwar-benn priz al labour, gwelomp penaos e raimp al labour-se. Daou emaomp, div vag ez eus da gavout. C’hwi a yelo da glask bag ar Giouidig, ha me a zo o vont war-eeun da c’houlenn e hini digant Lukaz, skluzier Penn-ar-Pont. »

— « Koulskoude, Job, me a garfe e vefemp hon daou war ar memes bag. »

— « Ya, ya, evit ma rin al labour e-keit ma viot o sellout. Nann ! nann ! pep hini diouzh e du. Soñjit ; div vag o labourat war ar stêr a dalvezo deomp ur bennozh Doue brasoc’h a-berzh ar voereb. »

Degouezhet e oant e-tal ar stêr Aon. Neuze Job a bignas war-du Penn-ar-Pont. Lom a ziskennas betek Kiouidig.

Gwelomp penaos en em dennas an hini kentañ gant e dro.

Lom a oa degouezhet e-tal Kiouidig. Mes Kiouidig a oa en tu all d’ar stêr. Lom a reas an herrañ ma c’hellas !

— « Oc’ho ! Oc’ho ! »

Klevet e oa bet. Ar mevel bihan a zeuas da gerc’hat anezhañ. Lom a lakaas e dreid er vag. Krenañ a reas e zivesker dindanañ. Perak ? A ! paour kaezh Lom ! Soñjal a rae : « Biken ne c’hellin dont a-benn da heñchañ ar vag pounner-mañ ; nann biken. »

Ha Lom a zigalonekae adarre. Mes soñjal a reas ivez kerkent, en doa lavaret Job dezhañ : Lom, arabat digalonekaat ! Ha setu Lom da c’houlenn digant ar mevel bihan :

— « He ! paotrig, daoust ha diaes eo kas ar vag-mañ eus un tu d’an tu all d’ar stêr ? »

— « O ! feiz n’eo ket avat. Ur c’hoari nemetken. »

— « Degas amañ ar roeñv, ma welin, neuze ! » eme Lom.

Ar mousig a roas dezhañ ar roeñv.

Ha Lom da bolevat ha da bolevat start. Ar vag, avat, e-lec’h mont war-eeun d’an tu all, a droas he fri war-du Kastellin.

— « Hola ! hola ! » eme ar mevel bihan, en ur c’hoarzhin, » emañ ar vag o vont gant an dour !… Hola ! mont a ra war he c’hostez !… Hola !… ne chom ket ar roeñv en dour !… Hola ! paotr, n’out ket barrek war ar vicher. »

— « N’on ket barrek ? Kement-se, n’eo ket ur fri lous eveldoc’h a zesko din ur vicher bennak ! »

— « Dalc’h ’ta, neuze !… Dalc’h ’ta, neuze !… »

Ha Lom a roeñve, ar pezh ma c’halle.

Hag ar mevel bihan a c’hoarzhe muioc’h c’hoazh.

Hag ar vag a rede buan d’an traoñ.

Lom a oa ur c’hwezenn gaer war e dal…

— « Degas amañ ar roeñv ! » eme ar mousig, « rak re bell eo aet ar vag ha poent eo din mont da reiñ kerc’h d’ar c’hezeg. »

Lom a roas dezhañ ar roeñv a galon vat.

— « Ar Job-se n’eo nemet ur genaoueg, » emezañ.

— « Job ? » a c’houlennas an treizhour bihan.

— « Ya ! ya ! ur Job all ; n’eo ket te an hini eo. »

Ar vag a bigne d’al laez, bravik, bravik, a-enep tizh an dour.

— « Ya, ur genaoueg eus ar re vrasañ, » a soñje Lom. « Mar kav dezhañ emaon o vont da furchal goueled ar stêr war ur vag ken dañjerus ! Mes gwelout a rin bremaik penaos en em denno eñ e-unan gant e hini. »

— « Dal ! paotrig, daou wenneg nevez-flamm. »

Lom a chomas ur pennadig a-sav war ribl ar stêr, hep fiñval, hep lavarout ur gomz, ha troet e zaoulagad war-du Kiouidig. Gwelout a rae mestr an ti o vont hag o tont er porzh hag e-tal ar bernioù plouz.

— « Mont a rin da c’houlenn ar vag pe ne din ket ? » emezañ dezhañ e-unan.

Teurel a reas ur sell a-dreñv, war ar vag bounner staget, aze, ouzh ar ribl, ha Lom a gollas adarre fiziañs en e blanedenn.

E-lec’h mont da Giouidig, kemerout a reas hent Penn-ar-Pont, da vont da gavout Job ; hag e lavare, dre ma kerzhe a-hed ar stêr :

— « Un afer fall ! un afer fall ! fall ! fall ! »