Annaig Ar Bail
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Annaïg ar Bailh.
Annaïg Ar Bail a Sant Norvez,
Braoa païsantes a vale ;
Bea ê fleurenn ann holl verc’hed,
Ha mizilour ann dimeselled,
Annaïg Ar Bail a lavare
D’he zad ha d’he mamm, un dez a oe :
— Ma zad ha ma mamm, mar ma c’haret,
D’ bardon Sant Samson me renk monet ?
D’ bardon Sant Samson na efet ket
C’hui ’zo re-goant ha re-gaer gwisket ;
C’hui ’zo re-goant ha re-gaer gwisket,
Gant ann dut-jentil ’vec’h c’hoantaët ;
En kêr Lanhuon, war vord ar c’hè,
’Ve kalz a dud-jentil o vale.
Annaïg Ar Bail a lavaras
D’he zad ha d’he mamm, pa ho c’hlewas :
— Beet drouk gant ann neb a garo,
D’ bardon Sant Samson me ’aïo ;
Ez on tri bloaz ’zo ’lâret mont d’i,
Wit ar bevare mont a rinn.
Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades hag en de-se :
— Ma c’hamarades, em breparet,
D’ bardon Sant Samson me ’renk monet.
He c’hamarades a c’houlle
Ouz Annaïg Ar Bail eno neuze :
— Annaïg Ar Bail, d’in-me lâret
Na pe-seurt dillad a vô gwisket ?
Mar gwiskomb hon abit satinn-gwenn,
Ni ’vo ’n Lanhuon ’vel diou fleurenn ;
Mar gwiskomb hon abit satinn-bleun,
Mar kollomb hon enor, hor bô keun…
Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades, dre ma hec’h ee :
— En han’ Doue, ma c’hamarades,
Chomm bepred fidel d’ar Werc’hes ;
Me a wel duhont war vord ar c’hè
Kalz euz a dud-jentil o vale ;
Kalz euz a dud-Jentil o vale,
Met merc’hed iaouank na faot d’hè.
Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades eno neuze :
— Ma c’hamarades, be fidel d’in,
Me hec’h a a-rok d’ho zaludi.
Hag ann dud-jentil a c’houlenne
Ouz Annaïg Ar Bail, p’ho salude :
— Annaïg Ar Bail, mar hon c’haret,
Ganimb-ni d’hon maner a teufet ;
Deut-c’hui ganimb d’hon manerio,
’Wit debri ’n Lanhuon hon leino.
— Arc’hant a-walc’h ’zo ’n hon gadello,
’Wit debri ’n Lanhuon hon leino.
— Annaïg Ar Bail mar hon c’hredet,
Na fiet ket er belerined,
Na fiet ket er belerined,
Ar re-se ’zo potred aroutet.
— Na eo ket ewit feneanti
Hec’h eomb-ni d’ar pardon d’i,
Met ’wit koves ha kommunian,
Ha gonid ar pardon, mar gallan.
Hag ann dudjentil a lavare
Hag ann eil da egile neuze :
— Leuskomb-he da vonet d’ar pardon,
Ni ho c’havo o retorn, en Lanhuon.
Annaïg Ar Bail a lavare,
En ilis Sant Samson pa daouline :
— Aotro Sant Samson binniget,
C’hui rafe ur burzud em andret ?
Me am eûs pemp kant skoed a leve,
’Gontrado ouzoc’h kant anezbe ;
’Gontrado ouzoc’h kant anezhe,
M’am laket d’ vont d’ar gêr en buhe.
Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades pa retorne :
— En han’ Doue, ma c’hamarades,
Chomm bepred fidel d’ar Werc’hes ;
Me a wel duhont en bord ar c’hè
Tric’houec’h den-jentil o vale,
En un tu d’ez-he ar mor braz,
En tu-all tric’houec’h kleze noaz ;
Ma c’hamarades, be fidel d’in,
Me hec’h a a-rok d’ho saludi.
Annaïg Ar Bail a lavare,
Hag en bord ar mor pa arrue :
— Digant-oc’h, Gwerc’hes, a c’houlennan
Pe me em dol er mor, pe na ran ;
Mar em dolan er mor, ’vin beuet,
Mar na ven beuet, a vin lac’het.
He c’hamarades a lavare
Da Annaïg Ar Bail eno neuze :
— Gwell eo ganen monet gant-hè
Ewit ma na e koll ma bube !
Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades, eno neuze :
— Aotro Doue, ma c’hamarades,
Te na out ket fidel d’ar Werc’hes !
Ann dud-jentil a lavare
D’Annaïg Ar Bail, eno neuze :
— Tawet, Annaïg, n’ lâret ket se,
C’hui a deuio koulz ha hi iwe ;
C’hui a deuio koulz ha hi iwe,
P’autramant e kolfet ho puhe.
Annaïg Ar Bail, pa d-eûs klewet,
En kreis ar mor ez è em dolet.
Annaïg Ar Bail a lavare,
En fonz ar mor doon pa arrue :
— Na aotro Sant Samson binniget,
C’hui ’rafe ur burzud em andret ?
Me am eûs pemp kant skoed a leve,
A gontrado ouzoc’h daou-c’hant anhè ;
A gontrado ouzoc’h daou-c’hant anhè,
Mar ma rentet ’n ilis Sant Norvez !
Na oa ket he gir peurlavaret,
En ilis Sant Norvez ’oe rentet ;
En ilis Sant Norvez ’oe rentet,
Pa ver ’n gourreo ’nn offern-bred !
Kanet gant Derrien, leshanwet ar c’hemener bihan,
en bourk Plouaret — 1863.