Perinaïg ar Mignon
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Perinaïg ar Mignon (Duhamel).
Mar plij ganac’h selaouet hag a klewfet kana
Ur zon a zo kompozet a-newe ’wit ar bloa,
Grêt d’ur vinores iaouank a oa o serviji
Bars ar gêr a Lanhuon, en un hostaleri [1].
Ann noz goel ar Rouane, ’wit ar bloa tremenet
Arruout daou valtoutier da c’houlen bea lojet ;
Goullet ho d-eûs da debri hag iwe da eva,
Ar vates Perinaïg ewit ho servija.
— Salv-ho-kraz, ’me ’nn hostizes, ewit se na reï ket,
Seiz bloaz ’zo ’man em zi, biskoaz potr n’ d-eûs servijet.
P’oa ’r vates Perinaïg ’tiservija ’nn daol d’he,
Kalon ar valtouterienn diout-hi a domme.
Pa oe debret ho c’hoanio, ha poent mont da gousket,
Ur goulaou hag ul letern ho deveus goulennet ;
D-eûs goulennet ul letern hag en-han goulaou sklêr,
Ar vates Perinaïg da dont d’ho c’has d’ar gêr.
Homan ’zo ur vroeg vad, karget a vadeles,
’Allum goulaou el letern ewit roï d’he mates ;
— Setu aman ul letern, hag en-han goulaou sklêr,
Et brema, Perinaïg, d’ho c’hondui d’ar gêr.
P’oant arru ur pennadig gant-hi di-ouz an ti,
Unan ann daou valtoutier a zistroas out-hi :
— Mouchet-hu ho letern, lac’het ho koulaou sklêr,
— Ha penoz hec’h allinn monet neuze d’ar gêr ?
Deut ganimb, Perinaïg, Deut-c’hui ganimb d’hon zi,
Me a roï d’ac’h da danva diouz a dri seurt gwinn.
— Ho trugare, aotrone, diouz ho kwinn gwella,
’N ti ma mestres ’zo pewar, pa garan, da eva.
— Deut ganimb, Perinaïg, deut da vordig ar c’hè,
Ewit ma refomp d’ac’h herve hor bolante.
— Sal-ho-kraz, maltouterrienn, salv-ho-kraz, na inn ket,
Peb den onest ’zo breman en he wele kousket ;
Me am eûs bars ar gêr-ma kendirvi bêleienn,
Pa arruinn dirazhè, penoz sevel ma fenn !
Homan ’zo ur vroeg-vad, karget a vadeles,
’Chomm ann noz war ar bâle, da c’hortos he mates.
Sonet dek hag unnek heur, hanter noz tremenet,
Ar vates Perinaïg er gêr na arru ket.
Mont ’ra neuze ar vroeg-ma da wele he fried :
— Aotro Doue ma fried, c’hui a gousk disoursi,
Ho mates Perinaïg er gêr n’eo ket arri !
— Aotro Doue, eme-han, n’ gouskan ket disoursi ;
Me am eûs ur breur bêlek a offernio ’wit-hi ;
A offernio ’wit-hi dirag aoter ’r rozer,
Ma vô bolante Doue ma arruo er gêr.
Sevel ’ra euz he wele da vale ar ruio,
Kement-ha-ken-bihan m’arruas er butto :
Hag hen ’klewet ur vouez ’vel o tont euz ann env ;
— Kers da bont Santes Anna, hag eno hi c’havi !
Arruet ’tal ar pont, ’n eûs hi c’havet maro,
’N he c’hichenn al letern, hag en-han ur goulaou :
Hag hen ’komanz da grial, da skoï war he galon :
— Aotro Doue, eme-z-han, Perinaïg ’r Mignon !
Aotro Doue, eme-z-han, Perinaïg ’r Mignon,
Te oa seiz vloaz ’zo em zi, te ’oa ’r plac’h a-feson !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
M’ho suppli, tado, mammo, re a vag bugale,
Iwe mestro, mestrezed, kement d-eûs domestiked,
N’ho lezet ket en noz da vonet da vale,
Da vonet hoc’h unan, ispisial merc’hed [2] !
Kanet gant Marc’harit Fulup,
a barouz Plunet — Aodou ann hanter-noz.
- ↑ VARIANTES : Er bloaves mil pemp kant ha daou-ugent he c’houec’h,
Bars ar gêr a Lanhuon, ’zo maleur c’hoarveet ;
Ur maleur ’zo c’hoarveet er gêr a Lanhuon
Hag a rento glac’haret kalz a dud a-feson.
Na gant ur plac’hig iaouank a oa o serviji
’N ti ur c’homiser gwinn, en un hostaleri.
Homan oa ur plac’h vrao ha galant ’n he bizaj
Kement a gomze out-hi, d’ezhe holl ’rente grad. - ↑ Variante : Kement hen eûs bet gret o vale dre Lanhuon,
Ken ez eo bet arruet bars en ru Kupidon.
Bars en porchet Sant Pezr, ’n eûs hi c’havet maro,
Al letern ’n he hichenn, ha c’hoas bew ar golo :
All letern ’n he hichenn ha c’hoas bew ar golo,
Bag ar gwad indan-hi ’oa sur a boullado.
Bennoz Doue war d’ine, Perinaïg Mignon,
Gwella servijeres oa en kêr Lanhuon !
Kanet gant Loïs Loyer, — Duault.