Ar C’homt Gwillou

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar C’hont Gwilhou.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 6-14)



AR C’HOMT GWILLOU
Kenta Kentel.
________


I


  Me ’wel ar c’homt Gwillou war ann hent ’tont d’ar gêr,
Hag a-rok dirazhan pewar c’hant kavalier ;

  Hag a-rok dirazhan karronz, karriolennou
Ewit mont d’eureuji dimezel ar Poetou....

  Ann itron goz a lâre, un de, d’he merc’h henan ;
— Otro Doue, ma merc’h, glac’har a zo aman !

  Me ’wel ar c’homt Gwillou war ann hent ’tont d’ar gêr,
Hag a-rok dirazhan pewar c’hant kavalier ;

  Hag a-rok dirazhan karronz, karriolennou,
Ewit dont d’hoc’h eureuji, dimezel ar Poetou.

  — Dalet ma mamm, emezhi, dalet ma alc’houeou,
Hag et d’am c’homtouer da choaz braoeriou ;

  Digaset-c’hui ganec’h ma abijo kaera,
Ha laket anezhe d’am c’hoarig iaouanka.


II


  — Arret, pajig bihan, krog en penn ar marc’h-ma,
Ma selaouinn ur vouez a glewan o kana ;

  Ma selaouinn ur vouez a glewan o kana,
Breman a zo seiz vloaz hi c’hlewiz diveza.... [1]

  Kan d’in-me, berjerenn, kan d’in da zon goantan,
Ha pa goustfe arc’hant, hi c’hlewet a renkan. —

  — Oh ! salv-ho-kraz, otro, ’wit arc’hant n’am bô ket ;
Ar zôn-man a zo grêt hag a vezo kanet ;

  Ar zôn-man a zo grêt balamour d’ac’h, otro,
Hag un dimezel iaouank euz ar gêr a Boeto,

  ’Zo seiz bloaz ’zo dimêt, eureujet na eo ket,
Hag ur mabig bihan a lârer a deùz bet ;


  Hi a zo gwillioudet, un daou vloaz pe un tri,
Hag ec’h eo tamalet da botr ar marc’hosi.

  Hag hi a deùz ganet ur mab kaer ’vel ann de,
Ken a lârer ez eo d’ur prinz pe d’ur roue.

  Hag a deûz-han lac’het, siouas d’ehi he-hunan,
Hag a deùz-han lac’het hep kaout ar vadeziant.


III


  Ann itron goz a lâre er gambr d’he merc’h hena :
— Otro Doue, ma merc’h, penoz ’vô grêt brema ?

  — Dalet, ma mamm, emezhi, dalet ma alc’houeou,
Hag et d’am c’homtouer da choaz braoeriou ;

  Digaset-c’hui ganec’h ma abijo kaera,
Ho laket anezhe d’am c’hoarig iaouanka. —

  — Demad d’ac’h, emezhi, otro ’r c’homt ma fried,
Pell amzer braz a zo a-boe n’oamp em welet. —

  — Ha d’ac’h iwe, ’mezhan, dimezel brao gwisket,
N’eo ket c’hui ann hini am boa d’ehi prometet ;

  Penamet respeti ti ho mamm hag ho tad,
Me am bije gwalc’het ma c’hlevez en ho kwad !… [2]

  Ann itron goz a lâre, er gambr, d’he merc’h henan :
— Otro Doue, ma merc’h, glac’har a zo aman ;

  Otro Doue, ma merc’h, glac’har a zo ama,
Refuzet eo gant-han ho c’hoarig iaouanka !

  — Dalet, ma mamm, emezhi, dalet ma alc’houeou,
Hag et d’am c’homtouer da choaz braoeriou ;

  Digaset-c’hui ganec’h ma abit-sei gaeran,
’Wit ma vinn mistr ha moan da vonet dirazhan ;

  Digaset-c’hui ganec’h ma abit drap de ral ?
Rag me a zo siouas ! ’vont d’ar maro raktal…

  — Demad d’ac’h, emezhi, otro ’r c’homt ma fried,
Pell amzer vraz a zo ’boe na oamp em welet.

  — D’ac’h iwe, emezhan ; petra ’zo c’hoarveet ?
Herve ’l liou a zouget, bugale hoc’h euz bet ?


  — Ra vezinn konfontet, ’vel amann war ar plad,
Mar am eùz bet biskoaz ganet na merc’h na mab !

  Ra vezinn konfontet ’vel ann amann rouzet,
Mar am euz-me biskoaz na merc’h na mab ganet !

  — Arsa, ma sonerienn, sonet ar bal breman,
Ma welfomp ar bale euz ann dimezel-man.

  — N’eo ket lâret ’ven kapabl d’ober ar bal breman,
Ann dersienn ’zo ganen, nao miz ’zo hi c’hrenan.

  — Ann dersienn ’zo ganac’h, oh ! ia, kredi a ran,
Ann dersienn ’zo ganac’h, ec’h a daou d’hi c’hrenan !

  Hag hen o skeï un tol neuze war he feutrinn,
Ma eo strinket al leaz war he abit satinn.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  — Arsa ’ta, ma sonerienn, sonet ur bal kanvo,
Intaon eo ar c’homt iaouank euz ar gêr a Boeto !

  Bet’ ann dez a hirie tric’houec’h groeg am eùz bet ;
Tric’houec’h groeg am eùz bet, homan ann naontekvet ;

  Homan ’eo mamzel Jann, homan ann diveza,
Homan a lakao ma c’halon da ranna ! —


Kanet gant Fanchon Flouriot,
mates en Kersont — Berhot — (Aodou ann hanter-noz)
1868.


____________


PRINSES AR GWILLOU
Eil Kentel.
________


I


  — Demad d’ac’h, berjerenn, el lann gant ho tenved,
Da biou eo ar zon vrao-se aze a ganet ?

  — Ar zon-man a zo grêt da brinses ar Gwillou
A zo gwillioudet war-dro un tri de ’zo…


II


  Ar brinses koz a lâre, er gambr, d’he merc’h henan :
— Otro Doue, emezhi, glac’har ’zo en ti-man !

  Me ’wel arru d’ar gêr ar c’homt a Gerwenno,
Breman a zo seiz vloaz na oa ket bet er vro ;

  Arru ’eo d’eureuji prinses kaer ar Gwillo,
Breman a zo seiz vloaz na oa ket bet er vro.

  M’hen gwel, arru ec’h ê duhont war ann hent-braz,
Daou pe dri c’hant kavalier ’zo a-rok dirazhan.[3]

  — Dalet, ma mammig paour, dalet ma alc’houeou
Ha roït d’am c’hoar un darn euz ma braoeriou…

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  — Kerc’het d’in aman, ’mezhi, ma c’houriz ar c’haeran,
’Wit ma vinn mistr ha moan da vonet dirazhan ;

  Kerc’het d’in aman, ’mezhi, ma habit inkarnal,
Ewit ma ’z inn dar zal d’ soufr ar maro raktal…

  — Na demad d’ac’h, berjerenn, gant hoc’h abit inkarual,
Indann ann abit-se c’hui a zouffro glac’har ;

  Hoc’h abit inkarnal, ho tanlelez arc’hant,
Seblantout a ra din ’z oc’h plac’h ur païsant.

  Lâret-c’hui d’in, ma dousig, ha gwir am eûz klewet,
Wardro un tri miz amzer a-boe m’oc’h gwillioudet ?

  — Me ra fonto aman, ’vel amann war ar plad,
Mar am eûz bet biskoaz ganet na merc’h na mab ;

  Me ra fonto aman evel amann rouzet
Mar am eûz me biskoaz na merc’h na mab ganet !


  — En kreiz da zaoulagad, m’hen goar, gaou a lâres ;
Prennet eo da dillad en giz d’ur ’vageres.

  Hag hen ’tapoud he dorn neuze war he feutrinn,
Ken a strinkaz al leaz war he abit satinn…

  — Sonet, ma zonerienn, sonet ur gavotenn,
Ma ’z aï’ ma dous ha me d’hec’h ober d’ann dachenn.

  — Otro Doue, ’mezhi, ganen ’man ann dersienn,
Ha na on ket kapabl d’ober ur gavotenn.

  — Honnes ’zo un dersienn hanvet ann drantina,
Ha kazi peurvuian ec’h a daou d’he c’hrena.

  Ah ! tec’h pell al lec’h-se dirag ma daoulagad,
Pe me ’walc’ho ma lanz brema-sonn bars da wad !

  Hag hen hag o souza daou pe dri bas a-dren,
Hag o planta he lanz ebars en he c’hoste……

  — Sonet, ma zonerienn, sonet ur gavotenn,
Manet eo ma dousig a-hed bars ann dachenn ;

  Manet eo ma dousig da ruillal bars he gwad,
Na ê ket ac’hanon ’oa d’ezhi ober goap !

  Sonet, ma zonerienn, sonet ar glaz-kanvo,
Pa ’z eo intaon ar prinz demeuz a Gerwenno !


Kanet gant Marc’harit Fulup,
eus a Blunet — (Aodou ann hanter-noz).


____________
  1. Ces quatres vers se retrouvent dans le Gwerz, LES DEUX FRÈRES, —(voir tome 1er page 198 — Vers 8 et suivants)
  2. Ces deux vers se trouvent encore dans le gwerz — LES DEUX FRÈRES, 1er vol. page 200 — à la fin de la pièce.
  3. Défaut de rime, par altération sans doute.