Fransoisig ha Pierig

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Fransoisig ha Pierig (Duhamel).

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 16-18)



FRANSOISIG HA PIERIG
________


I


  Disul ar beure, beure-mad,
Pierig ma mignon !
Disul ar beure, beure-mad,
Me eaz d’ar prison war ma zroad.

  — Lâret-c’hui d’in-me, plac’h iaouank,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Lâret-c’hui d’in-me, plac’h iaouank,
Da bini ’nn tri-se hoc’h eûz c’hoant ? —

  — Hennes ’zo ’n houarn-braz war-n-han,
Pierig ma mignon !
Hennes ’zo ’n houarn-braz war-n-han
Eo ’nn hini ’garan ar muian.

  — Choazet un’-all ’vô d’ho souhet,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Choazet un’-all ’vô d’ho souhet,
Rag hennes a vô dibennet.

  — Mar dle hennes mont d’ar maro,
Pierig, ma mignon !
Mar dle hennes mont d’ar maro
Me na chomminn ken war ho tro.

   Me na chomminn bars ho ti ken,
Pierig, ma mignon !
Me na chomminn bars ho ti ken.
Me ’aï d’ar maro koulz hag hen.

   Pa oe êt ann holl da gousket,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Pa oe êt ann holl da gousket,
Ann alc’houeo e deûz laeret.

   — Deuet, prim, er-meaz ar prizon,
Pierig, ma mignon !
Deuet, prim, er-meaz ar prizon,
Eman ’r perzier en abandon !


  — Er-meaz ar prizon me n’inn ket,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Er-meaz ar prizon me n’inn ket,
Ken ’vô ma froses achuet.

  Azeet ama war benn ma glinn,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Azeet ama war benn ma glinn,
Da gaozeal ha da c’hoarzinn.

  — N’azeïnn ket war benn ho klinn,
Pierig, ma mignon !
N’azeïnn ket war benn ho klinn,
Da gaozeal ha da c’hoarzinn.

  — Lemet ma gwalenn diwar ma biz,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Lemet ma gwalenn diwar ma biz,
Ha choazet un’ all ’n ho tiviz.

  — Na leminn gwalenn diwar ho piz,
Pierig, ma mignon !
Na leminn gwalenn diwar ho piz,
N’ choazinn ket un’ all d’am diviz.


II


  N’oa ket he gir peurlavaret,
Fransoisig, ma Fransoisig !
N’oa ket he gir peurlavaret,
Ar bourrew ’r prizon ’zo antreet.

  Bea defoa ’r pennad bleo-melenn,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Bea defoa ’r pennad bleo-melenn,
’Tenne dornado euz he penn !

  He boutou-lezr ’oa rubanet,
Fransoisig, ma Fransoisig !
He boutou-lezr ’oa rubanet,
Hag holl ho deûz-hi diroget !…


Kanet gant Marc’harit Fulup.


__________