J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 135-246)


AR FILOUTER FIN



Didostaed, tudo iaouank, ha klevfed kanan
Eur chanson divertisant zo gret ’vid ar-blaman,

A zo gret d’eunn den iaouank, eur filoufer fin ;
Ma intented eur farserez, ze rai d’ec’h c’hoarsin.

Arabad vo’ta, tud iaouank, sellet diout-han :
Kalz ha re a filouterien ve dre ar vro-man ;

Hag evit rai zur da intend d’ann oll hostijen,
Na daiont ket da rai reput d’ar filouterien.

Ann den-man oa den pinvidik, eunn den a feson,
A gredan a oa ginidik demeuz a Leon.

O vean e ger re vaget, (meur a hini zo),
’Neva laket’n he fantazi mond da vale bro ;


Laket ’n euz ’n he fantazi mond da boursu he chans ;
Kas ra gant-han aour hag arc’hant ’barz ann abondans.

En Montroulez hag en Gwengamp, en Treger e bet,
’Barz en Dinam, en Sant-Malo hag en Sant-Briek ;

Ac’hane e deu da Bariz ar filouter fin,
Hag ar ialc’h a deu da blada souden alafin.

Ac’hane e deuaz neuze d’ar ger a Raon,
Hag eno e manket d’ehan he brovizion.

C’hoaz en eva efronteri da c’houlenn lojan
Ebarz en eunn hosteleri, n’oa diner gant han.

En em antren ebarz ann ti, en den brao gwisket :
C’hoant em euz, ’me-han, ma hostiz, da vean lojet ;

C’hoant em euz da vean lojet en ti-man fenoz,
Hag eur banac’h gwin da eva ebarz em repoz. —

Ann hostiz prest d’hen dizervijin d’ehan ’n euz laret ;
— Antreed eta, den iaouank, lojet a veed.


Komered kador hag azeed kichen ann tan,
Ma po ’r banac’h gwin da eva da c’hortoz ho koan, —

Pa’n eva debet hag evet hag hen gret he rol,
Hag hen ’laret d’eur plac’h neuze dizervijin ann dol.

— Tenned gan-ac’h ho poulaillo, plajo ha gweren ;
Ma c’hesed d’eur gampr da gousket ’n eur gwele kempen. —

Eno komansaz ar filout kaout nec’hamant,
O chonjal en he beamant, pa na ’n oa arc’hant :

— Ha debet am euz hag evet ha groet am euz cher ; —
Penoz a pein ma skoden, pa n’am euz diner ? —

Ha comprened ar finese demeuz ar potr fin ;
Eunn diou pe der heur ’rog ann de hen ia d’ar jardin ;

Hag hen o komans neuze toullan ann douur,
Hag oc’h interin he vrago en toull-ze raktal.

Pa ’n oa interet he vrago ebarz ann toull-ze,
Deuaz adarre ’n he wele da c’hortoz ann de.


Pa oa ari ann de-mintin hag hen evit sortial ;
Pa na gave ket he vrago, gomansaz da grial :

— Forz, eme-han, ma mignoned, sikour, me ho ped :
Ma oll arc’hant ha ma brago, toud ec’h int laeret. —

Ann hostiz hag ann hostizez e kroec’h ec’h int et :
— Chomed ’n ho repoz, den iaouank : para zo ariet ?

Ha pa pe kollet ho prago, ze na ra netra ;
Arabad e hon dekrian : ni a dai d’ho pea. —

— Nan, n’e ket zur ma brago a ma gra jenet ;
Ma oll arc’hant e oa en-han : toud ec’h int laeret.

Tri-ugent pistol en aour melen hag en arc’hant melen,
Oa en total deuz ma arc’hant, pevar real uspen. —

Ha furchet a oa neuze kement oa en ti,
Bugale, mewel ha matez ha potr marchosi.


Ar filout-man oa ’n he wele, a grie bopred :
— Penoz ec’h in-me d’am c’hartier ? Me zo rouinet.

Ha chilaoued eta, hostiz, ’barz en berr langach :
Ma na rentez d’in ma brago, me rai d’id domach.

Rag ’wit me a gavo testo, pa vankfe kant d’in,
Da laret oann ket divrago oann deut d’ho ti :

Rak me a zo eunn den onest, mar zo em c’hontre.
C’houlennan ket ober d’ac’h koll, pell deuz ac’hane.

Rented d’in eur brago mezer ha tregont pistol :
Pa mo pardonet eunn hanter, na golin ket oll. —

Ann hostiz hag ann hostizez deuz a galon vad
A ro d’ehan tregont pistol ebarz ’n eur ialc’had ;

A ro d’ehan tregont pistol, brago mezer zaoz ;
Neuze oa kontant ar filout, pa oa mad he goz.


C’hoaz en evaz da dijunin, kent ’wit partian,
Pa ’n eva pardonet ann hanter, e oa joa out-han.

En eur sellet endro d’ehan hen zo partiet :
— Kenevo, ’me-han, ma hostiz, ar c’hentan gweled : —

Eunn daou pe dri devez goude ann hostiz o palad he jardin ;
Hag hen hag o haet neuze brago ar potr fin ;

Hag o komans da grial diwar bouez be benn :
— Homan zo d’in tro eur filout ! Me zo eunn azen.

Kement hostiz ’zo er vro-man ’c’hallo zur donet
Na da ober goab ac’hanon : me ’zo rouinet.

Am euz kollet tregont pisrol hag eur brago mezer,
Roet he goan, he dijuni da eur fripon ter.



Chanté par Perrine Hernot, femme Héligoin, de Rospez.


AR FILOUTER FIN
LE FIN FILOU

\score {
\relative c'{
    \clef treble
    \tempo \markup { \italic Allegro}
    \autoBeamOff
    \key bes \major
    \time 2/4 
    \partial 8*1
    f 8 bes bes bes bes | bes f bes c | \break
    d4 bes | c c8 f | f ees d c | \break
    bes f bes c | d4 c | bes4. \bar "|." 
}
\addlyrics {
Di -- dos taed, tu -- do iaou -- ank, ha klew --
fed ka -- nan Eur chan -- son di -- ver -- tis --
sant zo groet wid ar bla -- man.
}
  \layout { 
  indent = #00
  line-width = #123
 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


————