En oabl glas an heol a lintre, la la, (ter gwech)
En tour ar c’hleier a gane,
A gane, gant al lapoused,
Eun devez a evurusted ;
Eureud diou galonig dener,
Diou rozen a neve-amzer ;
Diou rozennig karget a c’hliz,
E-kreiz gened o yaouankiz.
Ha koz ha yaouank a gane
Dudi ar priejou neve…
Eur plac’hig naontek vloa hepken
A huanade gant anken ;
Dirak ken dous evurusted,
He bec’h a oa pounner meurbed.
Hag e sonje ’n he deiou kaer,
Karget a hunvreou tener…
An den-ze neve-eureujet
Ganti pell-zo a oa karet.
D’ezi hen a westlas ive,
Hep distro, kalon ha buhe.
Digoumoul e oa o deiou
Ha dibreder o c’halonou.
Siouaz, joa ar bed zo henvel
Ouz eur vogeden en avel.
Ar boan a drubuilhas timad
An diou galon drant eur pennad.
Eur gwall-deodad, ’vel eur c’hleze,
A droc’has liamm o c’harante.
Digar, an estig a dec’has ;
Kalon ar goulmig a frailhas.
An estig ne zistroas ket,
Eun durzunel en doa kavet.
Eun durzunel ’touez ar brankou ;
Skoulmet e oa o c’halonou.
Hag ar plac’hig a hirvoude,
Hag he daerou stank a ruilhe.
« Bue glac’harus ha c’houero,
Dousat e kavfen ar maro !… »
Klemmou ar goulmig glac’haret
Gant Doue a oe chilaouet.
Eur miz goude, ar c’hloc’h klemmus
En tour a zone truezus.
Kanvou eur vleuennig yaouank,
’Rôk ar c’houlz, sec’het war he brank,
Maro gant nec’h ha gant glac’har,
Koulmig dilezet gant he far !
|