AR IOUEN
Setu var ann daol
Souben, kig ha kaol,
Jaketa ;
Ar Iouen gand he koutell fall
A troc’h aman ha kig-sal.
Setu var ann daol,
Jaketa ;
Souben, kig ha kaol.
Pa ia Iouen d’ar foar
Ez eo eunn den dispar,
Jaketa ;
Evid ober he vourc’hiz
E pren eur bara gwiniz.
Pa ia Iouen d’ar foar...
Hen dibri a rei
Var-dro ar c’hreiz-dei,
Jaketa ;
Hag a viro ann anter
Da kas d’he vugale d’ar ger ;
Hen dibri a rei...
Erru e Iouen
Gand he femelen,
Jaketa,
Bronduet gat taolion dorn,
Peur dizantet, kasi born ;
Erru e Iouen...
Ho daou ’maint er fos
Betek fin ann noz,
Jaketa,
Kuit da uza tan, goulou,
Ha da saotri liseriou ;
Ha daou ’maint er fos...
Pa kler ar c’horn-bout
O voudel d’ar iout,
Jaketa,
Anter maro gad ann naon
E kers evel d’eunn anaon
Pa kler ar c’horn-bout...
Ar iout zo chomet
A vo astomet,
Jaketa,
Ha pasket gant glaour ha kranch
D’ar paotr bihan leun he vanch ;
Ar iout zo chomet...
|
Chantée au diner celtique de Paris, par M. Caurant.
AR IOUEN
————