N’eus dén tro Breiz gement na oar
An holl burzudou kaer hadet war an douar
Gant Erwan Gêrvarzin, paeron bro Landreger.
Meur hini, ’vat, n’eus klevet gér
Deus an dro ’c’hoarveas gantañ barz ar bed-all,
Réñket eur pennadig e toull an nor gedal.
Pa varvas war dro kreiz an noz,
E ene nijas prim ’trezek ar Baradoz ;
Ha bec’h d’an nor arc’hant : « Piou zo aze ? » ’mê Per,
Poan gantañ o tihun a-greiz eun hunvre kaer.
— « Va hano ’touez an dud oa Erwan Heloury »,
Neuze dre doull ar c’haz e tispakas eur fri :
— « Pe stad ? » — « Pera, zant Pêr, n’anveet ket ’hanon,
« Ha me oa avokad e lez-varn Lannuon ? » —
— « Avokad ! d’an dud-se ’zigorer ket amañ ;
« Kê gantê, pa giri, d’an Ifern da dommân. » —
Kerkent, eur strak a-dôl, fri ’bet ken en toull kaz.
Ar zant paour, ankeniet o tiskenn, a stokas
’N eun ene leanez, marvet e Landreger :
— « Sell ’ta, aotro Erwan, c’houi zo ’tistrei d’ar gêr ? » —
C’houlennas digantañ : — « Fe ’vat, lec’h digeri,
« Sant Pêr ’n eus prennet krenn an nor d’in war va fri,
« War digare, meañ, oan avokad du-hont ».
— « Ha c’houi, ken flour teodet, zo chomet direspont ? »
— « Fe, pa zerras an nor ! — « Deomp da welet hon daou
« Mar ’mañ beteg en néñv an tu kréñv gant ar gaou,
« Pe mar trec’h tro pe dro ar gwir war e c’hourre. » —
Dao, dao ! an nor arc’hant a ziston adarre :
— « Piou zo aze ? » ’mê Per — « Me », ’mê eur vouezig voan
« Leanez en Treger, hag an aotro Erwan,
« Bêleg er memez bro » — « Hennez oa avokad,
« Herve ’mañ e-unan o paouez ’n em lakat. »
— « Ya, vit gwir, avokad da zifenn ar re baour
« Eneb an droug, eneb ar wask, eneb an aour.
« Hogen, bêleg a oa ive ha dén zantel ;
« E vuhe penn-da-benn n’eo bet ’med eur gentel,
« Ha ’touez e vurzudou kaera hini ‘veuler,
« E oa dén a lezenn, ha vel kent oa ket laer ».
— « Ma karjê beañ d’in lavaret se dioustu ! »
Emê Per. — ’To, zant kêz, gwelloc’h ouzon an tu
« Da rei harp d’ar re-all eged d’in va unan ;
« Kenta gwech me oueo komz buhan ha buhan. »
————
Digoret a voe d’ê palez kaer an Drinded,
Hag Erwan, stad ennañ, redet
Da glask enn azezenn war bankou ’r veleien.
Allaz ! lec’h ebet ken : personed, kureien,
Lard, ru, teo, zo startoc’h evit pesked en boest ;
Da ’n em vouta ’tresê foeltr biken ne vo gwestl.
Eur bank all ’wel goullo, hini ’n avokaded,
Ha di war eün : « Amañ — meañ — vin ket pladet » —
Ar zant, azeet wesk ’n eur gador arc’hant plén,
Dol eur zell war bep tra, pep gwaz, pep plac’h zoken,
Hag anve ’n eur c’horn pell du-hont al leanez
Oa bet sturiet ganti, d’he zro en dîenez,
Leuniet war bouez strakal pankou ’l leanezed.
Hen d’ober eur zin biz, ha kerkent, dilezet
Tu ar merc’hed ganti, setu hon daou Breizad
Azeet pep-hini ’n eur gador avokad,
Ha da zrailha kôjou, war boaniou ar bed-mañ.
Tamm ha tamm e teuas penn Erwan da domman ;
E vouez, o sevel kréñv beteg ar volz santel,
Kresket gant an hekleo ha douget pelloc’h-pell,
A stravilhas ar Zent e-kreiz o fedennou.
Ken e krizas Doue an Tad e valvennou :
« Kê », meañ d’an Arc’hael zo archer-braz eno,
« Da gas e-maez an neb zo ken frank e c’heno. »
Hag an Arc’hael dioustu war nij beteg Erwan :
« C’houi réñko mont e-maez » — « Me e-maez ! re a boan »
« ’Meus bet o tont e-barz vit kuitât evelse ;
« Ken vin barnet da goll n’in biken alese,
« Na padfé ar prosez eur c’hantved pe ouspenn ;
« Rak, an dro-mañ, me vo begek da ’n em difenn. »
— « Prosez a vo ; met c’houi skampo kuit da genta. »
— « Pera, va mestr, n’hoc’h eus biskoaz lennet eta
« E leor al lezennou tôl ar « Bosesion » ?
« Barz dilezel me réñk kaout eur « Somasion » ;
« Anez, me chom amañ : da bep-hini e dra. »
— « Terri rit d’in va fenn gant ho komzou netra ;
« N’am eus intentet seurd ennê, ha da c’hortoz
« An drouz hag an drubuilh a gresk er Baradoz.
« Pe dre gaer pe dre heg, kuit e c’hefet dioustu. »
— « Foeltr kammed na fiñvan, entent mad a rit-hu ?
« Na war gomz eun Arc’hael na war urz eun Archer,
« Nemed « sinifiet » a venn gant eun urcher ».
— « Beañ vefet ; me c’ha war eün da glask unan. »
Hag an Arc’hael, dispak e askellou gwenn-kann,
A nij hag a darnij dre an néñv tro-war-dro.
An urcherien, héñvel, n’eo ket honnez o bro :
Kaer ’n eus tol e pep korn e zaoulagad furcher,
An Arc’hael paour na gav neb lec’h roud eus urcher.
Echu gant an dro wenn, oe lavaret d’Erwan
Chom en néñv ken ma teuy santelez da ziwan
E-touez an urcherien ; dale ray eur gwall damm.
Met an Arc’hael deuas gant eur bank neve flamm
Ha voe laket warnañ leanez Breiz-Izel.
Bremañ, zant Landreger na gomz ken ’med dre zell
Pa n’eus dén da selaou e c’hériou lezennek ;
Kemeret eo du-hont evid eur zant pennek,
Hag e c’hoarzer atao gant an eurvad ’n oa bet
Da chom er Baradoz dre na oa urcher ’bet.
|