Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 92-100)



XVI


Ar biladeg


Hag ar mor, mor ar vuhe gant e wagennigou a gelc’he, a c’holoe an devejou, ar miziou en tiegez Izabel : hini hag hini e koueent goustadik, goustadik en dounder an dienez hag ar baourente.

Ar vamm, evel diagent, ac’h ê diou pe deir gwech war ar sizun, da Lanmeur, da Wimaëc, da Blegat ha da Blistin da werza he boutegad meskl, koukous ha bigorned, tammouigou pesked : moulleged, levneged, pleised, touilhed, morleanezed, prenet ganti pe besketet gant Bilzig hag an tri vugel all.

An devejou all, trawalc’h, re d’ei alïes da ober, e rê eus he zi gwalc’hi a rê, sec’ha, dresa he dilhad ha re he bugale. A-wechou evelkent re skuiz e teue, goude grêt ganti he zroiou war ar mêz, da azea, eur pennadig gant ar gwrage all, en disheol eur weenn dilh, pehini a astenne deliennek he skourrou a-us d’an ôd.

Gwrage ha merc’hed ar bourk a deue eno, brao an amzer anei, war bord ar mor, da vesa o re vras, krennarded, pere a weled o c’hoari du-hont war an trêz : darn anê a rê stamm, darn all a wrie, ha red eo din hen lavaret pa eo gwir, holl e teuent eno da gôzeal, da virbilhat, ive da glufani. Eno, dindan ar weenn-ze, e vijent evurus, ankouaet gante o zrubuilh, o displijadur, alïes o anken. Rak ped anê a oa o gwazed war ar mor, aet pell-pell diouz ar gêr, ha ped all… Met honnez a oa hag a vo o buhe hag a oa bet hini o mammou en o rôk… Ar weenn dilh ’ta he devoa klevet… breman, siouaz !… em bugaleach beo e oa c’hoaz ar weenn, abaoe koz douar, krignet gant an oad, dizec’het war he zroad, diskaret eo bet gant eur barr-avel.

Ar ween dilh !… Ped rummad a Lokiregiz a zo bet o tisheolia o tiskloia dindan he deliou : gwazed, merc’hed, martoloded, pesketerien, maltouterien. Dindan ar weenn, pe harp outi, pa vije divalo an amzer, glao hag avel anei, ar wazed eno a deue suroa pe galabousenn war o fenn, war o c’hein eur porpant eoliet, boutou koad goloet en o zreid, o chik en o ginou hag o daouarn en o godellou. Ac’hane e vesent aketus o bagou bihan ha bras. o bagou boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an tôliou-mor.

Eno ho pije klevet tud fur o prezeg. Ac’han ! Heman an nevoa grêt (ped gwech !) tro ar bed ; hen-hont a oa bet o vrezelli en Indez ; ar glazard-man, leshanvet ar Prizonier, a oa bet, tri blâ, er galeou, gant ar Zaozon, hag an hini tosta d’ean a zo o paouez erruout eus brezel an Amerik.

Tud fur, pa lavaran d’ec’h, tud a skiant vat !

Eun devez bennak, pa n’am mo netra da ober, me a zanevello d’ec’h ar brezegennou kaer, ar c’hôjou fur meurbed a c’hane niverus war o zeod, a zifluke, a nije eus, o ginou, evel gwenan eus o c’hest. Ah ! m’o dije bet ar re-ze diskamant ! Siouaz ! Anez da ze, kap e vijent bet… da betra, a gav d’ec’h ?… A betra ?… ya a betra ?… Daoust ha me ’oar-me? A netra marvad. A netra ?… Nann. Avel, avel, pell ha plouz… pa lavaran d’ec’h… pell ha plouz !

Pa vije brao an amzer, e-pad an hanv, ar besketerien aet d’an ôd, ar merc’hed ’ta bodennet, en o fluch en-dro d’ar weenn, a deue, o stamm gante en o daouarn, pe o beskenn war o biz, eun noade gwriat c’hloan entre o biz-meud hag o biz-yod, daou ha tri re lêrou war o brec’h da zresa, — da glevet an neventiou ; darn anê, klufaned ar re-man, a deue eno da welet, da zelaou. ha dreist-holl, lanchennet mal, da gemer perz er ragach. Eno neuze e vije gwasket, miret, astennet, ledet, kempennet ar c’heloiou, hag ac’hane, divailhuret, dishualet, disparlet, difarleet, kelien dibreder e nijent, a-us d’ar bourk, kent mont da frônal, eus an eil ti d’egile. Seblantout a ra d’in… Ha ne glevit-hu ket anê sardoned frou… frou…

Homan, he-unanik, gwreg aketus, a heuilh a lagad hag a galon Lag he fried, pleget dindan an avel, eman du-hont o ravanelli war al Leo-drêz ; deut eo aman, he bugelig ganti war he brec’h da c’hortoz he gwaz da zont d’ar porz. Gwelet-hi, azeet war eur vilienn, oc’h ober pecherou d’he mabig ; heman, gant e zaouarnigou, a grog en bronn e vamm, a laka he beg en e chinou, en eur c’hoarzin d’ei.

Homan all, kosoc’h he hini, a zo gantan o c’hoari, he dorn aketus a hench e gammajou kenta ; skuiz ar bugelig, hen lakaat a raio en he barlenn da barlochat.

Holl emaint o vesa o c’hrennarded, pôtred ha pôtrezed, pere a welit du-hont, war an drêzenn.

Ya zur, an hini an nevoa hadet pe blantet ar weenn dilh-ze, hep douetans ebet, ac’h aio, ma n’eman, war-eün d’ar Baradoz. Piou biskoaz a oa bet madelezusoc’h en kenver e c’henvroïz ?

An Iliz, an osteleri, leur dro ar weenn dilh : tri lec’h savet, dibabet, dre vennoz an Otrou Doue hag ar Werc’hez, evit laouenedigez hag evurusted Lokiregiz.

An Iliz, ti ar bedenn, hent ar silvidigez ; an iliz gant he Ele he zent hag he zentezed alaouret, lijennet e moged an ezans, sklent dindan zon kroz an ôgrou pe unvaniez dudius ar moueziou ; an iliz, levene an eneou santel liammet gant karante ar Werc’hez Vari, maget gant bennoziou o Salver.

An osteleri, ti ar gwin-ardant, lec’h karet gant ar wazed : dena, suna, eva a rênt en o gwerenn, mesket gant blaz an dour binniget-ze, ankounac’h o devejou dishegar, levene o buhe dister. Ar werennad kenta a domme d’ê o c’halon, a sklerae mammenn o lagad ; siouaz ! an eilved a lakae an tan da ruilha a-dreuz dre o gwazied, en o empenn an alter da vervi.

Ar weenn dilh, gweenn binniget, dindani ped rummad a dud o devoa leusket o sonjou da vale, da gerzat, da redek, da nijal a-dreuz broiou burzudus o c’hoantegez steuet gante war o spered, en o c’halon, evel ar gwiad kefnid war ar bod lann dindan glizenn lugernus eur vintinvez.

Laouenedigez dispar, a-viskoaz, ar bourkiz a oa bet eno en em unanet evit ren eur vuhe all, dishenvel, gweet gant eun neudenn, neudenn arc’hantet an hunvreou, hag an neudenn-ze an holl Vretoned o deus hi kavet er c’havell, en pehini int bet luskellet gant kroz ar mor ha kanaouenn an aveliou.

Pegen uhel e savomp-ni, va Jezuz ! ha me war-lerc’h. Ho ! ho ! pell war-lerc’h ! etrezek petore bro ?… War an douar, pôtr koz, diskenn buan ha buan !…

Ar merc’hed ’ta a oa eno en de-se, brao ral, en disheol, oc’h ober stamm, o wriat, o kôzeal, o vesa o bugale. Izabel a oa chomet er gêr : redek a rê he lijou (liziou) ; he ôtre he devoa roet d’he bugale da vont da c’hoari gant ar re all, ha Bilzig, Madelen, Yannig ha Katellig, o fevar en trêz. Pôtred ha pôtrezed ar bourk holl emaint, war an drêzenn, o labourat, o c’houezi tre ma c’hallont, evit sevel tour pe gastell, sterna lestr pe vag a-rôk ar gourlenn.

Ar vugale eno a-viskoaz o devoa c’hoariet war an drêzenn-ze ; e-lec’h ma welet anê hirio o c’hoari, o zadou, o mammou eno a c’hoarias, hag o bugale war o lerc’h, ha bugale o bugale a heulio o skouer.

En de-se, rust ar mor, mareou bras anei, ar vugale ’ta a oa eno unanet’ a-rôk ar gourlenn, eur pennad mad a-rôk, ha paliou, marriou, pigellou da doulla, ha da sevel, da gempenn, da benta tier, touriou, bagou ha listri. Kalet eno e laboured, ive e ragached.

Sellit oute. Ha gwelet a rit-hu Jojo, ar Pôtr-Ru, Lellig an Touz, Fanch ar Peul, Bilzig hag e vreur, ha kalz a re all hag a anaveet, o palat, o pigellat, o vasonat ; hag ar merc’hed, ken trefuet all, a zikour o breudeur : klask, kavout, kerc’hat, dougen a reont ar vein evit sterna ha krenvaat al listri hag an tourellou.

Ar mor, e-barz ar porz, a sav, a c’houez ; en em astenn, en em leda a ra war an trêz, en-dro d’ei eur c’houriz wenn dantelezet, dantelezet gant ar wagennou pere en em blege, en em zisplege, a frege, a zifarlee, en eur diruilha o c’harlantezennou eonennus.

— Erru ar mor ! erru ar mor !

Hag ar vugale buan ha buan war o zouriou, en o bagou, en o zier. Ha skrijadennou !

— Erru ar mor !…

Ar mor a led e wagennou war an trêz, a astenn e divrec’h en-dro d’ar gerigi, d’ar bili ; kelc’ha a ra al listri, au tôliou-mor a strop o mogeriou, a freg warne, nebeut ha nebeut tamm ha tamm e tispegont an trêz eus ar vein, ar mor a zav, strinka a ra, lammet a ra er bagou, disjuntra a ra an touriou.

Lestr Jojo hag hini ar Pôtr-Ru ac’h a d’ar fons, leun a zour ; tour Lellig an Touz a goue en e boull. Ha kriadeg, youc’hadeg !… Ha kôjou, prezegennou, ive rêzonadeg !

Bilzig, e vreur hag e ziou c’hoar, reut war o zour-tan (re ar re all aet d’ar zol, dismantret, punse grêt gante), a c’hoarze, a wapae, lorc’h enne mar plich, fêa ma oa [1] o zour-tan hepken en e zav.

Jojo hag ar Pôtr-Ru, daou daskanier [2] ma oa, koueet o re en o foull, gwasket o imor, a falveas d’ê tenna Bilzig hag e laz [3] diwar o zron. Strinka a rejont dour gante ; tôliou treid o deus roet d’an tour-tan, kement ha ker bihan o deus c’hoariet o fenn, ken m’o deus freget ha diskaret an bern trêz ; Bilzig hag e vartoloded koueet en dour, karget gante o boutou.

Droug en Bilzig. En piou ne vije ket ? Bilzig, eun êl a zouster ne oa ket, c’houi ’oar. Eno ho pije neuze bet gwelet eur biladeg eus ar starta. Bilzig a grogas en kolier ar Pôtr-Ru, eun tôl dorn d’ean war beg e fri, ha distaget mat, ken mat ken ma strinkas ar gwad war e roched. Hag ar Pôtr-Ru da voac’hal, da vlejal : trec’het ar paour kêz Pôtr-Ru, ha dinerzet. Jojo an nevoa roet lamm da Yannig. Bilzig a deuas, da zikour e vreur, eun tôl dorn hag eur voutadenn, ha setu Jojo stlapet a-hed e gorf war an trêz gleb, eun tôl mor a fregas en e gichen : goloet Jojo a zour hag a eonenn.

Seblantout a eure d’ar vugale all penôs e oa beuet Jojo, tostaat ne gredent ket, met o zeodou a bolee :

— Bilzig ! Zilzig ! bastard !

Savet en e zav, Jojo, gleb-dour-teil, ha da grial ha da youc’hal gant ar re all :

— Bilzig ! Zilzig ! bastard ! Kê da glask da dad beuet en stank ar Vilin-avel !

Bilzig ha Yannig hag o-daou d’ar gêr ; ar bôtred all d’o heul, a ambrouge anê a dôliou-mein :

— Bilzig ! Zilzig !

Ar mammou, gwelet gante ar gabailh, a zavas eus a-zindan o gweenn.

— Petra a zo c’hoarveet ?…

Kavet o deus ar Pôtr-Ru o tiwada, ha Jojo o tivera hag o-daou o vlejal. Trelatet pennou ar gwrage :

— Jezuz ! Mari ! Jozep ! eme mamm ar Pôtr-Ru.

Darbet eo bet d’ei sempla pa he deus bet gwelet he fôtr.

— Piou an neus grêt ze d’it ?

— Bil… Bil… Bilzig ! a hikas ar pôtr.

Ha bec’h war Bilzig… Ar vugale, hep ehani, a grie :

— Bilzig ! Zilzig !

Ar mammou en-dro d’ean :

— Mab gast ! Bastard fall a zo ac’hanout ! amprevan ! ne vefer ket evit da suja ?… ne vefer ket evit dont a-benn eus ar c’hanfard-man ?

Mamm ar Pôtr-Ru a roas d’ean eur skouarnad war eun tu, ha dizamant hini Jojo eur grabanad war an tu all.

Hag evel-se ar vugale hag o mammou, en eur grial, a zo bet aet da ambroug Bilzig ha Yannig betek toull dor Izabel.

Digemer mat a zo bet grêt d’an daou bôtr. Droug (ha ne oa ket hep abeg) er vamm dirak eun hevelep arvest, hag o daou o deus tapet bep a lardadenn !…

Nebeut goude, Madelen ha Katellig a erruas er gêr : an daou vreur o ouela azeet war an oaled.

— Penn-abeg nan int ket bet eus ar biladeg, mamm Izabel.

— Ma, gwaz a ze !… Ma karfent chom er gêr !…

Ne oa ket he c’homz ganti peurachuet, pa antreas en ti he amezeg nesa, Saïg Jelvest ; anaveout a ret anean.

— Ac’hanta ’ta, Izabel, petra a neve ? Daerou, ’m eus aon, a zo en ti ?

— Ya, ya, Saïg ! An daou ganfart-man, pa vent er-mêz, a zo henvel ouz daou diaoul dishualet ; Bilzig, end-eeun, a zo deut da vea eur gwall bôtr.

— Marteze ive, Izabel, ne ve ket atao ar gaou gantan ; me a oar ervad petra a zo bet c’hoarveet en trêz. Mad ec’h anavean an doare, nan on ket evit tamall ar pôtr, nan eo ket da glemm, an daou all lavaran ket : en em difenn an neus grêt ha difennet an neus e vreur… Met n’eo ket ze eo ze : kôzeomp nebeut met kôzeomp mat ha sklêr eeun en e nord !… Ar pôtr-man, red eo d’ean bea aliet, kenteliet, bleinet gant eur gwaz. Erru eo poent d’ean mont da c’honit e vara : krenv eo a gorf, lemm a spered. Eur mous am eus ezomm. Na c’houi, Izabel, a rofe ar pôtr-man d’in ?… Me ’fell d’in dont a-benn eus ar gwaz-man, neketa, pôtr ?

— Oh, ya, sur !… A galon vad, Saïg !

— Ha te, Bilzig, plijout a rafe ganit dont ganen-me ?

— Ya, Saïg ! ya, oh, ya !

— Da hanter lodenn a c’honei, kement-se tapet a vo atao evit ho tiegez, Izabel. Met echu ar piladegou, ha dalc’h an Nord, pôtr ! pe da zac’h dustu en ôd !

— Trugare, Saïg ! Bennoz Doue d’ec’h da rei dorn d’an intanvez ha d’he bugale emzivad !… Bennoz Doue d’ec’h, Saïg !

Saïg ne garie ket kalz ar bennoziou, hag a c’hrozmole en eur vont er-mêz an ti, diwar dreujou an nor :

— Dilun ar beure, pôtr, ec’h ambarki, adieu vat ! ha dreist-holl te ’oar, er vicher arabad koll an nord ! tôl evez d’ar vag vihan… Kenavo, Izabel !

Na pebez laouenedigez en ti Izabel, goude an displijadur ! Hag evurus, pegen evurus Bilzig !

Daoust hag-en a zo eur pôtr ganet ha maget war bord ar mor, ha n’an neus ket gouzanvet eul levene dispar, santet e galon o tridal en e greiz p’an neus tôlet e droad evit ar wech kenta war tiller eur vag pesketa. Ec’h a eta Bilzig da vont war ar mor. War ar mor !… Martolod a vo evel e dad, evel e dud koz, mous en bourz ar Gwennili, gwella ha brava bag a oa er porz. War ar mor !… Gonit a raio e vara, dom a raio d’e vamm evit delc’her he ziegez ha kempenn ar re vihan… Eun devez, marteze, ma ro Doue yec’hed d’ean da ren e vuhe a vartolod, ya, eun devez, Izabel ne ranko ken mont gant he bouteg eus an eil komanant d’eben, da werza he c’hregin.

Goude koan, lavaret ar pedennou, ar vugale a oa aet d’o gwele. Izabel a oa he-unanik, chomet he fenn entre he daouarn, azeet war an oaled.

Sioul, sioul, Bilzig a savas eus e wele, hag a deuas, diarc’hen, en korf e roched, da gaout e vamm. Krigi a eure en he dorn, ha goustadik, goustadik :

— Mamm Izabel ! mamm Izabel !

— Petra, va fôtr ?… petra ?

Ha Bilzig, stouet war e zaoulin, a soublas e benn war he barlenn, dourek ar pôtr a ouele, ha dre e zaerou :

— Mamm Izabel, trugare ! trugare, mamm Izabel !

— Doue d’az pinnigo, va mabig karanteus !… Doue d’az pinnigo !… he dorn war benn he fôtr.

He fôtr ?… Mab he gwad ne oa ket, mab he zristidigez, mab ive he c’harante.

Na gir ken n’o deus rannet.

Bilzig a deuas d’e wele. Disankeniet, ar pôtr a gouskas evurus beteg ar beure. Izabel ne gouskas ket nemeur, evurus evelkent, ar paour kêz plac’h. Biskoâz kemend-all : sklerijennet he holl buhe, gouzanvet ganti gwalc’h he c’halon, levene he oberou, laouenedigez he blâvejou a boan, a zisplijadur hag a zienez. Eur bugelig he devoa maget karanteus hag anaoudek ; ar c’hreunenn hadet en kalon ar pôtr kellidet eo, diwana a raio nerzus (hen goût a ra breman !) ; hi a zavo war he c’horzenn :


Doue da rei d’am gweennig
Avel dous ha glizenn dener,
’Vit ma vleuio va rozennig,
Pell diouti ar gwall-amzer !

Gouestl Izabel a vo hon hini.

Dilezomp aman ar bugelig heuliet ganemp adaleg e c’hinivelez beteg an de a hirio ; bugelig eo c’hoaz Bilzig. Warc’hoaz en bourz ar Gwennili e vo eur c’hrennard, aet er-mêz a vugaleach, aet war ar mor da c’honit e vuhe.


————
  1. Fêa ma oa, de ce que, parce que.
  2. Taskanier, querelleur.
  3. Laz, équipe.