Bilzig mous e bourz ar Gwennili
Setu Bilzig mous e bourz ar Gwennili, eur vag neve-flamm.
E-pad ar goanv, Saïg Jelvast a rê ar besketerez, a-bed an ôd, gant rouejou stank : drag pe zein. Gant an drag e peskete pleized, lizenned, balbuenned, toulboud, rêed, touilhed a bep liou : touilhed-trêz, touilhed-rouz, touilhed-spin [1]. Bac’ha a rê en e zein pesked-red : broged [2], meilhi.
E-pad an hanv, dilezet an drag hag ar zein, ar Gwennili ac’h ê pell er-mêz en-dro d’ar Velevenn, d’ar Gorjegou, pe war bazennou [3] Treoger da lakaat e gevell, da stigna e gerden higennou hag e rouejou boull [4] evit pesketa siliou, rêed ha retoned [5], mor-c’histi, travanked, legistri, girvi-mor. Arc’hant a c’honeer, met garo ar vicher : er vuhe-man netra evit netra.
E-pad ar goanv, taolet an drag er-mêz, rankout a rafer he chacha eus goueled ar mor, tenna anei er vag. Ha pa ve yen an amzer, gleb an dilhad, kropet an daouarn, an ivin-reo er bizied, m’en assur d’ec’h, n’eo ket ar vicher eun dibab evit eur penn-hêr pinvidik. Ha pa yud, pa skrij an avel en drisou, en obanchou, ne ve ket brao kennebeut bea er vag, dindan ar glao, dindan strinkadennou an tarziou-mor.
Ma ! petra oc’h-c’houi ganet ? Leve hoc’h eus-c’houi ? Marteze den a wad uhel ? Ket. Ma ! red eo neuze d’ec’h gonit ho para gant c’houezenn ha skuizder ho korf : red.
Ar martolod gonit a ra e hini, o ruilhal e gorf dizamant, hep klemm, a-hed an devejou, an nozvejou, dindan an holl amzer, evit tapout pesked da werza d’an neb o faeo. Anez da ze ?… Bara, na kig na krampoez ne vo ket war blankenn e di, hag en tïer an dud a vor peurvuia enne a-leiz a vugale, hir ha lemm o dent. An arc’hant a gompez ar boan, a livirit-hu. Gwir ? gaou ?… Evelkent ar boan a zo eun tamm, eur bastell eus ar vuhe muchet gant skuizder ha grevusted an izili, hag alïes gant enkrez ar galon. Ar gwenneien a roït da Saïg Jelvest evit e besketerez, na petra o deus bet koustet d’ec’h, den pinvidik ? Hag, e-pad ma oc’h en ho kwele, tomm d’ec’h, kousket mat, e riskl e vuhe Bilzig, ar pôtrig a drizek vlâ, a zo dindan ar glao pe ar gwall-amzer o pesketa evidoc’h al legestr, ar c’havr-vor a zebrfet warc’hoaz d’ho lein pe d’ho koan.
Hag abalamour da betra leuskel da nijal ar mennoziou dibreder-ze a-dreuz an oabl bac’h hag arneuek an dud paour ? Gwir eo. Abalamour da betra ? Kontant int eus o stad. Kontant ?… Doujet d’o stad, lavaran ket. Paour eo ar pesketer, ha paour e vezo. Kalet e blanedenn, na piou he zisc’hraio ? piou he zorro ?… C’houi ? me ? heman ? hen-hont ? Arabad eo d’it, paour kêz, lakaat da flans en dud lent [6] ha dishegar, gra da vicher, gone da c’hopr, doug da vec’h hep klemm na trugare.
Ma eo evurus Bilzig, laouen meurbed oc’h ambarki e bourz ar Gwennili, gwall figus e vefe bet ar pôtr, ma na vije ket bet evurus : mall a oa war e blas. Mous e bourz ar Gwennili, gwella bag a oa e-barz ar porz, hag he c’habiten, brudet ar gwella e-touez ar re wella eus ar besketerien hag ar vartoloded !
Saïg Jelvest, ar c’habiten, a oa eur gwaz, ma oa unan : eun den a c’houec’h troatad, ledan e c’houg ; e zaouarn, diou c’hollvaz ; a-blomm war e dreid, e ziou voutez-koad, hep gaou, a oa henvel eus diou laouer doaz ; e benn, rond ha moal evel eur vilienn, a oa garlantezet a vleo, ru gwechall, dislivet breman, ho pije lavaret livet gant dour saon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankou [7] louet ha dru, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket doun gantan en e benn. Stagit eus gronch [8] Saïg eun troc’had baro, louet ive, ledan evel eur bal, rust evel sekrep [9], hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; eur chod d’ean, peurvuia e chod klei, koenvet gant eur chik ken teo hag ho piz-meud, ha, p’am mo lavaret d’ec’h penôs den biskoaz na glevas Saïg Jelvest, memes e-kreiz ar gwasa digouez, o sevel e vouez eur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’hen ar Gwennili kerkouls ha me.
Souezet oc’h breman ma eo bet leshanvet « ar Marv ». Buhanoc’h eviti n’ec’h ê bet, met evelti ec’h errue d’e ampoent. Ha ne oa kabiten war ôchou Bro-C’hall ha Bro-Zaoz, pa deue gant e c’hober da Doull-ar-C’hirri da garga gwiniz pe gerc’h, ha na vije laouen, pa vije fall an amzer anei, o welet penn barvek Saïg Jelvest o leviat e c’hober.
— Arabad eo koll an nord (hennez a oa e c’hir) ! a lavare d’ar c’habiten, en eur eva ar werennad gwin-ardant a vije kinniget d’ean.
Ha Bilzig ?… Bilzig a oa mous e bourz ar Gwennili gant eun hevelep kabiten, lorc’h ennan ; hag abaoe nan ê ken da c’hoari gant ar vugale all. Tra pe dra an nije atao da ober er bagou : teuler dour eus luseo [10] ar vag vras gant ar skop ; lakaat ar goueliou, ar skoujou, an drisou da sec’ha ; larda ar wern, ar stê [11], ar poleou, astenn ar fard war ar bili evit o digwea ; divailha an drag pe ar zein evit o dresa ; koltari, liva ar vag vihan pe an hini vras.
Ha Bilzig atao da heul e batron evel eur c’hi bihan, ha Saïg ive a garie gwelet ar pôtr en e gichen, en-dro d’ean, o tont hag o vont, dever ennan.
— Bilzig, gra an dra-man-dra… Bed e vo ober an dra-ze, pôtr… Ezomm a vo balan-bugel [12], raden… Erru an ampoent d’en em bourvei a wial, a veüt [13] : panerou, boutegou, manikinou, kevell, pôtr, a rankfomp ober e-pad ar goanv…
D’ar zul, goude an ofern-bred, leinet gant ar pôtr, pe war ar pemde, pa n’ ec’h ê ket ar vag d’an ôd, Bilzig a gerze dre al lanneier, hag e teue gantan e vec’h a raden hag a valan-bugel : raden evit klenka, paka ar pesked hag o delc’her fresk, balan-bugel evit ober skubelinier evit skuba ha gwalc’hi an diou vag.
E-pad an hanv, pa vije brao an amzer, an drag er-mêz, Saïg a ziske d’ar pôtr e vicher : ober skoulmou, spisa eur penn oser, eur greling, eur raling [14], ober eur strop, gwriat eur gouel freget pe he zakoni. Saïg an nevoa roet d’ean eun noade gwriat, neud gouel hag eur bomelenn.
Gwevn e izili, Bilzig a grape gant ar Wern beteg he beg ; mont a rê a-c’haoliata war ar c’horn evit staga an anverguriou, sellet eus kreier ar poleou, eus dalc’h ar stê hag hini an obanchou.
Saïg, eur briz reud a avel anei, ar varrenn stur en e zorn dehou, en e zorn klei ar skoud vras troet war an taked, a ziskouee d’ar pôtr penôs dizaveli ar gouel bras, lofi dindan ar rizennadou. Rust an amzer, groz ar mor, pa ranke ar Gwennili loveal en antre ar porz, evit approu ar pôtr, e batron a fie ennan ar varrenn stur.
— Ac’hanta ! Bilzig, d’it da leviat ! Digor da zaoulagad ha frank, pôtr. Krena a ra da zorn.
Ha Bilzig ennan e-unan a lavare :
— Arabad eo koll an nord !
A-rôk an hanter vare, an tarziou-mor a frege war ar Vran a beb a du d’ar Gwennili, enk meurbed ar ganol evit antren er porz, eus a gichen ar Garreg-Kouet betek beg ar Roc’h-Danvad. Hag ar pôtr a zalc’he an nord, herr en e vag ; e lagad lemm, aketus a heuilhe red an tôliou-mor. Paravire ! Hag en ampoent ma ’c’h ê an tôl da zifarlea [15] : adieu vat ! Ar Gwennnili, skanv evel al lapous e baeron, pleget e listenn a-rez an dour, a save en avel war gein ar wagenn, ha, dindan dorn ar pôtr, sentus ar vag a vire a vourz evel eur gornigell. Chanje eo…
Sevel abret eus ar beure, herve ar mare, chom e-nad an de, a-wechou e-pad an noz dindan an amzer : setu doare ar pôtr. Fall an amzer anei, Saïg dre drue :
— Kê da ziskloia en tilher, ha buan, marmouz !
A-nebeudou evelkent Bilzig a bichotas tammouigou dilhad da vont d’an ôd. Saïg a roas d’ean eur borpant lïen gouel eoliet, eur martolod eur bragou ; Izabel a brenas d’ean eur boutou-koad goloet hag a reas d’ean daou re lêrou stamm ha pitouilh ; unan all a roas d’ean eur c’hoz suroa : dreset eo bet, adeoliet, ha setu Bilzig sternet evel eur gwir martolod.
Poent e oa : ar goanv a oa deut, rust ha kalet. Miz du, miz kerdu : glao, avel, tourmant ru [16]. Ar Gwennili koulskoude a ranke mont war an a-rôk, dre war c’houre pe dre zindan. Saïg an nevoa pemp bugel, e vartoloded kemend-all pe vuioc’h, ha Bilzig war e lerc’h a leze e ti Izabel tri a vugale, hag a oa hir o dent ha doun o c’hof.
- ↑ Touilh-trêz, chien de mer qui vit sur le sable et en prend la couleur ; sa chair est plus délicate que celle du touilh-rouz qui fait son habitat sur le rocher, et surtout plus délicate que celle du touilh-spin, à la peau rude et argentée, poisson sauvage et qui vit plus au large.
- ↑ Brog (pl. -ed, bar. Cf. braog, pl. -ed).
- ↑ Pazenn (pl. -ou), basse, plateau rocheux au fond de la mer.
- ↑ Filets aux mailles très larges, par opposition a rouejou stank, filets aux mailles plus serrées.
- ↑ Retoned, mâles de raies (rêed).
- ↑ lent, indifférent ; — lentegez, indifférence.
- ↑ Ambrankou, sourcils.
- ↑ Gronch, menton.
- ↑ Sekrep, herbe rude, dure, qui croît dans les prairies, tout à fait au bord de l’eau, et qui sert à faire des liens.
- ↑ Luseo eur vag, c’est le trou dans le bateau un peu vers 1’arrière où l’eau vient se réunir, et d’où, avec « eur skop » il est facile de la vider.
- ↑ Stê, l’étai. Cordage qui maintient le mât sur l’avant du bateau.
- ↑ Balan-bugel, arbuste à la tige cannelée, souple et forte, aux feuilles rudes, armées d’une épine très dure, qui sert à balayer les bateaux.
- ↑ Beütenn (pl. beüt), chèvre-feuille. Beüta, cueillir du chèvre-feuille.
- ↑ Raling, ralingue : cordage qui sert à border une voile et à laquelle il est cousu.
- ↑ Difarlea, déferler.
- ↑ Tourmant ru, tempête rouge.