Ar c’henta mister truezus

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar c’hentan mister truezus.

A. Prud’homme, 1934  (p. 38-39)



N° XXXIII. — Ar pemp mister a C’hlac’har.
Ton : XX.


  1. Ar c’henta mister truezus
    A Ziskouez d’imp glac’har Jezuz
    Beuzet en eur c’houezenn a wad
    Ha stouet o pedi e dad.

Diskan.
    O Kalon Sakr eus ma Jezuz,
    Kalon meurbet karantezus
    Plijit selaou ar pedennou
    A sav eus kreiz hon c’halonou.

  1. D’an eil mister e voe freuzet
    E gorf santel a daoliou fouet :
    Evit hon pec’hejou mezus
    E c’houzanv eur boan ken euzus.

  2. Eur gurunenn spern war e benn,
    Etre e zaouarn eur gorzenn,
    Eur goz vantell en-dro d’ezan,
    En trede mister a welan.

  3. Jezuz, er pevare mister,
    A zoug e Groaz dre ruiou kêr,
    Hag a gouez teir gwech d’an douar
    O vont etrezek , ar c’halvar.

  4. Er pempet mister, Mab Doue
    A ro evidomp e vuhe(z) :
    Piou a vezo c’hoaz ken dic’hrad
    Da c’hlac’hari Jezuz ken mat.