Ar c’hentan mister truezus
Ti René Prud’homme, 1924 (p. 46-47)
N° 36. — Ar pemb Mister a Chlac’har.
War don : O Kalon Zakr, N° 24.
1. Ar c’hentan mister truezus
A ziskoe d’imp glac’har Jezus
Beuet en eur houezen a voad
Ha stouet o pedi e Dad.
Diskan :
O Kalon Zakr eus ma Jezus,
Kalon meurbet karantezus,
Plijet resev, me ho suppli,
An dezir am euz d’ho meuli.
2. D’an eil mister e oe freuzet
E gorf zantel a doliou fouet.
Evit hon pec’hejou mezus
Ec’h andur eur boan ken euzus.
3.Eur gurunen spern war eben,
Etre e zaouarn eur gorzen,
Eur gos vantel endro dezan,
En drede mister a welan.
4. Jezus, er bevaret mister,
A douge Groaz dre ruiou ker,
Hag a gouez teir gwej d’an douar
O vont etrezeg ar C’halvar.
5. Er bempet mister, Mab Doue
A ro evidomp e vue :
Piou a vezo c’hoaz ken ingrad
Da offansi Jezus ken mad !