Ar magiarekaat en Hungaria

Gwalarn, n° 76, 1935-1936  (p. 78-86)


XVII. AR MAGIAREKAAT EN HUNGARIA


Gant ar Vagiared — pe Hungared, pe Hungariz, evel ma oar kustumoc’h d’o envel — hon eus d’ober, neket ouz koueriaded sioul ha di-istor evel Roumaniz, hogen ouz eur bobl finnougriek a varc’heien hag a vrezelourien hollvrudet, deuet eus ar geotegi ec’hon a ra an tremen etre Azia hag Europa, en hanternoz d’ar mor Du, d’ar mor Kaspian ha da lenn-veur Aral. E-pad tost d’eur c’hantved (eus 862 da 955) o deus ar Vagiared braouac’het Europa dre ar marc’hekadegou brezeli ha preizata a raent a-dreuz d’an Alamagn, da Vro-C’hall, da Okitania, da Italia, ha da ledenez ar Balkaniou, hep kavout nepred war o hent pobl na roue a vije bet gouest da herzel outo [1]. Goude spourona Europa er c’hiz-se, trei a reont ouz ar feiz kristen hag e teuont da veza, a-gevret gant Poloniz, kaloneka ha gwella difennerien hon douar-bras ouz an Durked.

N’edo ket didud ar vrôad-kompezennou ma tiazezas enni ar Vagiared e kreiz Europa. Piaouet e oa, abaoe meur a gantved, gant slavegerien, da lavarout eo gant tud a ziskenne eus ar Slaved enbrôet enni e derou ar Grenn-amzer, ha gant diskennidi slavekaet an Illirianed (Pannoniz), an Dhraked (Daked), ar Gelted hag ar C’hermaned a veve eno e dibenn an Hen-amzer. Bez’ edo ouspenn, amañ hag ahont, e-touez ar slavegerien-se, enezennadou-alamanegerien, darn anezo o tiskenn marteze eus annezadou germanek an Hen-amzer, an darn-vuia, avat, o tont eus Alamagniz (Bavariz, Souabed, Franked, Hessiz, Hen-Saozon), bet galvet gant ar gloer hag an uhelidi o doa savet ilizou, manatiou ha kestell dre ar vro goude diskaridigez impalaerded an Avared. Diwezatoc’h, pa voe kristenet ar Vagiared, e teuas er vro germanegerien-all, Izel-Alamagniz, Flamanked, Hen-Saozon, galvet gant ar roueed hungariat o-unan evit kreski poblañs ar vro, digeri ar breinarou, hag ober gwardoniez war an harzou.

Digant ar slaveg da genta, ha, goude-se, digant an alamaneg, o deus ar Vagiared amprestet eleiz a c’heriou a sevenadurez [2]. Kement eo bet avat nerz ha dalc’husted o emskiant vrôadel, al lorc’h bras-direiz a zo bet enno a-holl-viskoaz gant o yez hag o brôadelez, ha, da heul, o galloud teogi ha bevezi an danveziou-gouenna diwar ar poblou-all, ma ’z eo bet magiarekaet holl gwitibunan ar Slaved a veve er gompezenn da vare donedigez Arpad hag e genvrezelidi [3]. An Alamaned, int-i ivez, en despet d’an dreistelez a roje d’ezo (gouez da Hitleriz-vremañ) o arianegez a ouenn (?) hag a yez, a zo bet magiarekaet, pe gentoc’h, a zo en em vagiarekaet anezo o-unan dre gantmiliadou. En eun niver a gêriadennou tudet gwechall gant alamanegerien nemetken, n’eus ken o veva hizio nemet magiaregerien. Aet eo alïes an dud, er c’hêriadennou-se, betek trei e magiareg o anoiou-tiegez alamanek evit en em goll aesoc’h a se e-touez engroez ar vagiaregerien a ouenn rik. Unan eus an traou a rôas lusk d’an emvagiarekaat-se eus an Alamaned eo bet moarvat an dismegañs ruz o deus ar Vagiared ouz Alamagniz. Evel ma lavaront : Eb a Nemet kutya nebkul « Lec’h e vez eun Alaman, eno e vez eur c’hi » [4].

Kentelius-dreist eo istor Hungariz, kelc’hiet a-beptu a enebourien evel m’en em gavent, ha ganto, e-kreiz o bro, enezennadou Slaved, Alamaned ha Roumaned. Da stourm hep ehan o deus bet evit difenn o yez hag o brôadelez, o leda, ha klask kuzumi an estrenien a veve en o metou. N’oun ket amañ evit danevelli dre ar munud istor ar stourm-se [5]. Setu amañ eun nebeut darvoudou hepken a zo mat da anaout.

Abred a-walc’h e voe Hungariz hoalet gant an deskadurez. En XIIIvet kantved, e tarempredont a-vern Skoliou-meur Pariz ha Bologna. Dont a ra al latin da veza en o zouez, evel e-touez Kornog-Europiz, yez an deskadurez uhel hag an darempredou-gouizieien etrevrôadel. Naouez, pell diouz dastum mezegez diwar orin emaez-europek o brôad, e stagont gant lorc’h ouz o istor koun Skuthed an Hen-amzer, danevell-veur Attila ha brud rouantelez an Avared [6]. E mare emsao Hussiz e Bohemia, e trôas daou zen eus ar ranngredenn-se ar Vibl e magiareg « d’ezi da vont da c’hoell evit spered Hungariz ». An Dizivoud-Veur a voe briataet gant fo gant kalz a Vagiared. Enderc’hel a rejont Ferdinand Aostria (1556-1564), pa savas war e dron, da zouja o yez hag o brôadelez. Ker bras e oa an disfiziañs o devoa ar Vagiared ouz kement den pe dra a zeue eus an Alamagn, ma tegemerjont an Dizivoud diwar eneberez ouz kredenn-Stad Impalaerded Aostria (a oa ar gatoligiez), hag ar galviniez dre gasoni ouz al lutheriadegez. Leun eo ar XVIvet hag ar XVIIvet kantved a stourmadegou evit difenn an hungariadelez ouz Aostria. Emsavadeg ar Vagiared hugunodek, a stourme evit o feiz nevez, a voe mouget eus ar c’hrisa gant ar soudarded alaman a laboure, hervez youl an arc’heskob Kolonicz, « da ober eus Hungaria eur vrôad korkerien da genta, eur vrôad katoliked da c’houde, eur vrôad Alamaned da ziweza ».

Re hir e vefe menegi amañ kement stourm o deus bet ar Vagiared da zougen e-pad an XVIIIvet kantved. E 1791, an Dieta a dizas ma vije savet, en holl gelenndiou Hungaria, kenteliou diwar-benn ar yez hag al lennegez vagiarek, ha ma vije hiviziken ar magiareg yez ar marc’hadou. E Dieta 1796, e voe divizet e vije hiviziken aozet danevell-skrid an dalc’hiou, neket e latin hepken evel araok, hogen e magiareg ivez, « eur mennad, hennez, a drivlias gant eur barr-levenez engroez an dalc’hidi ». E 1805, e voe aotreet darn eus ar merereziou-bro da ober gant ar magiareg kerkouls ha gant al latin.

An XIXvet kantved — nemet gwaskadenn 1849-1859 — a welas trec’h an hungariadegez, a-drugarez da wanidigez Impalaerded Aostria. E Dietaou 1830-1840, e voe savet lezennou o tiazeza dreistelez ar Vagiared war ar gouennou-all a veve en Hungaria. Hiviziken e tlee tremen evel gwiriek ar stumm-skrivadur hungarek hepken eus al lezennou, ha neket ar skrivadur latin anezo. Digoret e veze ar c’hargou d’ar vagiaregerien nemetken. Nikun n’oa evit mont da vreutaour hep gouzout ar magiareg. Gour n’oa evit mont da veleg, e ne vern pe gredenn, pe gatolik, pe hugunot, pe yuzev an hini e vefe, hep gouzout ar magiareg. Ar magiareg a ranke dont da yez ar Parlamant, al leziou-barn, ar skoliou hag an ilizou. Lezennou 1848 a rôe da Hungaria hec’h emrenerez hag an doare-gouarn parlamantel ; ar magiareg a oa diskleriet yez ar c’hannadoureziou da ziavaez ha lezvarniou ar vro ; n’oa ket evit dont da gannad er Parlamant an neb na ouie ket ar magiareg. Ar magiareg hepken a dlee beza boazet er merereziou-bro, er c'henwerz h. a.

Gant Lezennadur 1868 diwar-benn ar brôadeleziou n’eo anzavet nemet eur vrôad en Hungaria : hini ar Vagiared. Kenijinet eo pep tra el Lezennadur-se evit kreizenni ar vro ha redia tamm-ha-tamm ar brôadeleziou-all da zegemer ar magiarekaat. Lezenn ar 5vet a viz mae 1891 a redi ar gerent n’int ket evit evezia e-pad an deiz o bugale etre 3 ha 6 vloaz, d’o c’has d’ar saliou-herberc’hia-bugale e-lec’h e tesker d’ezo ar magiareg. E 1907-1908, e oa evel-se 2489 skol-vugaligou ma veze trôet enno ar vugale war ar magiareg. Ar brôadeleziou-all n’oa ganto, evit stourm ouz ar skoliou-magiarekaat, nemet 153 skol : 86 skol gant an Alamaned, 29 skol gant ar Serbed, 27 skol gant ar Roumaned, 11 skol gant ar Slovaked.

E miz here 1897, Kambr ar Gannaded, bodet e Pest, a vote ar magiarega eus kement ano-lec’h a Hungaria n’oa ket magiarek.

Brasa nerz ar magiarega, e derou an XXvet kantved, a zeue eus al lusk a oa gant ar Vagiared d’en em voda mui-ouz-mui er c’hêriou e-lec’h ma teue da goueza etre o daouarn an holl vicheriou uhel : meradurez-vro, kelennadurez, liziri-kaer, arzou, skiantou. Bez’ edo anezo an diou drederenn eus kêriz ar vro. An Alamaned, bet gwechall mistri war ar c’hêriou, o devoa kollet ar vestroni-se. Disheñvel er c’heñver-se diouz ar Vagiared, an darn-vuia eus an dud o tenna d’ar brôadeleziou nann-magiarek a Hungaria a veve a-skign war ar maez, hag aesoc’h a se e teuent da breiz d’ar magiarekaat [7].

Ar Vagiared n’o deus ket bet hepken, e-pad an XIXvet kantved, brôadelerien c’hredus, gouestlet ganto o buhez da zifenn ha da leda o yez dre ar skoliou hag ar c’helenndiou. Bez’ o deus bet ouspenn eun niver tud a zeskadurez hag a studi o deus digoret d’an hungareg an holl dachennou a vez pleustret en Europa hag en Amerika gant ar yezou meur a sevenadurez : lennegez-diduella uhel, lennegez-kelenn, skiantou an Natur hag an Den, istorouriez, yezoniez, h. a. Bourra dreist-holl o deus graet o gouizieien o studia orin o fobl hag o yez, hag ar pobladou, kar d’ezo dre ar yez a gomzont, a zo o veva e Reter Europa hag en Azia. E-keit ha m’emañ Kelted hon Amzer (e gwall, dreist-holl, da doc’horidigez an emskiant vrôadel en o zouez) dleour eus ar pep brasa hag eus ar pep gwella el labouriou a-zivout Kelted an Hen-amzer hag ar Grenn-amzer da ouizieien estrenyezek a vaez-bro, Alamaned, Gallaoued, Saozon, h. a., gant Hungariz hag en hungareg ez eo bet embannet (diwar 1860 peurgetket) ar pep talvoudusa eus al levriou a zo da studia evit anaout poblou ha yezou finnougriek Europa hag Azia [8].

Bez’ ez eus e magiareg kelc’hgelaouennou a lizeregouriez hag a yezoniez : Nyelvtudomanyi Közlemenyek (savet e 1862), Magyar Nyelvör (savet e 1872) ; kelc’hgelaouennou a hendraouriez : Archaeologiai Ertesitö ; Numizmatikai Közlony, h. a., a naturouriez, h. a., ma c’hall ar ouizieien vagiarek embanna enno frouez o imbourc’hiou hag o studiou. N’eo ket dibaot kavout, war ar c’helc’hgelaouennou gouestlet da hendraezou ar vro, pennadou gouiziek diwar-benn ar roudou o deus lezet enni Kelted an Henamzer [9].

En eur bobl vrogar evel ar Vagiared, an istor brôadel a zo bet pleustret warnañ gant gred : A Magyar nemzet lortenete « Istor ar vrôad vagiar », embannet dindan renadur an istorour A. Szilagyi (Buda-Pest, 1896) ; A Magyar nemzet tortenete az Arpadhazi kiralyok alatt « Istor ar vrôad vagiar dindan ar rummad-roueed arpadat » gant G. Pauler ; A Magyar nemzet tortenete Szent Istvanig « Istor ar vrôad vagiar betek Sant Stevan », gant an hevelep istorour (Buda-Pest, 1900). H. a.

Akademia hungarat ar Skiantou, diouz he zu, he deus embannet eul laolevr yezoniez hungarek (Magyar Nyelvtudomanyi Kezikonyve) m’eo gouestlet ar genta kevrenn anezañ da « Hen-istor magiarek Hungariz hag o c’hosa sevenadur, kent o enbroïdigez en Hungaria » (A magyarsag ostortenete muveltsege a honfoglalasig), Buda-Pest, 1923. Gant ar c’hont E. Zichy eo bet savet ar gevrenn-se eus al levr [10].

  1. Diwar-benn marc’hekadegou Hungariz dre Europa, lenn L. Halphen, Les Barbares, des grandes invasions aux conquêtes turques du XIe siècle, eil mouladur, 1930, pp. 321-30.
  2. Diwar-benn an amprestadennou indezeuropek graet gant ar magiareg hag ar yezou finnougriek-all, lenn A. Meillet ha M. Cohen, Les langues du Monde, 192-4, pp. 153-83.
  3. Arpad eo ar rener a vlenie ar Vagiared pa dreuzjont aradennad ar menez Karpat evit dont da ober o annez er vro a voe anvet Hungaria diouz o ano.
  4. E. Reclus, Europe centrale. pp. 335-6, 344. Keal a zo ganen amañ, en danevell, eus Alamaned dizesk eus ar bobl. Hogen an Alamaned desket diwar ar renkadou-etre, a-wechou zoken Alamaned an noblañs, n’o deus ket gwelloc’h egeto harzet ouz ar magiarekaat. Ar skrivagnerien kempred gant an darvoudou o deus taolennet d’eomp ar rummad-Alamaned-se a leze o mourennou da greski diouz giz an Hungared, a laoske a-bouez o fenn youc’hadennou magiarek er bodadegou brôadel, ha, distro d’ar gêr, a selaoue gant levenez leiz o c’halon o bugale o vagiarega war leur o zi. Keñveria B. Auerbac’h Les Races et les Nationalités en Autriche-Hongrie, eil mouladur, 1917, pp. 370-1.
  5. Da lenn : E. Sayous, Histoire générale des Hongrois, kenta mouladur, 1876 ; eil mouladur, 1900 ; L. Léger, Histoire de l’Autriche-Hongrie, 1879 ; E. Csuday, Geschichte Ungarns, Berlin, 1899 ; B. Auerbac’h, op. cit. eil mouladur, 1917. pp. 315-463.
  6. Mat eo lakaat da evesaat amañ e oa iranegerien eus Skuthed an Hen-amzer. Komz a raent eur yez kar d’an hen-berseg komzet war uhelennou an Iran gant ar roue-meur Darios hag e warlerc’hidi. Huned Attila (Vvet kantved goude H.S.) hag an Avared (VIvet-VIIIvet kantved) a oa gwirheñvel, mongolegerien. Etre ar poblou-se ha gourdadou Hungariz n’oa kerentiez ebet, nag e-keñver gouenn, nag e-keñver yez. Eun doare-beva heñvel, avat, a oa bet laket d’ezo-holl dre an anneza e rannved ar geotegi. Bez’ e oa anezo pobladou mesaerien war varc’h o kantren gant o chatal eus an eil peurvan d’egile. A vare da vare e trôe ar vesaerien-se e skraperien ha mac’homerien a spourone dre o marc’hekadegou brezeli ha preizata gounideien-douar ar broiou tudet-stank.
  7. R. Gonnard, La Hongrie au XXe siècle, 1908 ; Scotus Viator (Seton Watson), Racial problems in Hungary, London. 1909 ; B. Auerbac’h, op. cit, pp. 336-7, 345-52.
  8. P. Hunfalvy, A kondai vogul nyelv (yezadur vogoulek), Pest. 1872 ; Az osztiak nyelv (yezadur ostiakek), Pest, 1874 ; Budenz, Rövid finn nyelvtan (yezadur bihan ar finneg), Buda-Pest. 1873 ; Magyar-ugor ôsszehasonlito szotar (geriadur magiarek-ougriek), Buda-Pest, 1872-1875 ; Sved-lapp nyelvmutatvanyok (eun damskeud eus yezadur laponeg Bro-Sued), Buda-Pest. 1874-1875. H.a.
  9. Da skouer : C. de Darnay, Kelta penzverö es ontö-muhely Szalacskan, war Archaeologiai Ertesitö, 1906, pp. 416-33 ; E. Gohl, A szalacskai kelta penzverö, war Numizmalikai Közlony, 1907. pp. 47-64 ; A Biatec-oesportbeli barbar penzek, id. 1909, pp. 39-50, 99-104. Diouz ar peziou-mouneiz keltiek en aour hag en arc’hant kavet e broiou Kreiz Europa, ez eo bet Biatek unan eus roueed ar Gelted annezet er broiou-se er Ia kantved kent H.S.
  10. Berraet ha trôet eo bet e galleg ar gevrenn-se, ha moulet war ar Revue des Etudes hongroises et finno-ougriennes, I, 1923. pp. 5-14. dindan an ano-mañ : L’origine du Peuple hongrois.