Dazorc’hidigez Polonia


XVIII. DAZORC’HIDIGEZ POLONIA


Ha d’ezo beza Slaved dre o yez, e tellez Poloniz beza meneget a-gevret pe raktal goude Hungariz en abeg d’an heñvelderiou a zo e roll istorek hag e temz-spered lorc’hus ha brezelgar an diou bobl-se. Evel Hungariz, Poloniz a zo bet kaloneka ha starta difennerien Europa ouz argadadegou drastus an Aziaded : Turked ha Mongoled [1]. Heñvel ouz Hungariz, e savont dreist d’ar poblou europat-all dre an emskiant doun ha birvidik o deus eus o brôadelez, ha dre al lorc’h, bras-direiz e gwirionez, a vag enno an emskiant vrôadel-se end-eeun ha kounennou klodveurek o istor.

Polska nierzadem stoi « Polonia en em zalc’h dre an dibenniez ». Evel m’her gweler dre ar c’hrennlavar lorc’hus-mañ, e kare Poloniz ar giziou end-eeun a vage an dizunvaniez hag an dizurz en o zouez. Eun dihued d’o spered brezelgar e oa o stourmadegoubarz. Gwall-ger o deus paeet an dihued-se. Mar deo bet flastret kel lïes gwech, en eur ober eun nebeut kantvedou hepken, douar Polonia, gant tud a vaez-bro, Alamaned, Suediz, Prusianed [2], Lituaniz, Rusianed, Kozaked Ukrenia, Turked, Mongoled, ma tegouezas diwezatoc’h d’ar vro beza rannet etre Rusia, Aostria hag Alamania, e kiriegez Poloniz hag o dizunvaniezou eo e tleer lakaat an holl reuziou bras-se.

Daoust d’ar rannidigez anezi, hag eviti da veza bet rasket hec’h ano a-ziwar kartenn ar Stadou, e padas Polonia da veva diouz buhez ar spered dre ne deas biskoaz da get enni gouenn ar frammataerien hag ar sternataerien boblañs, gouenn ar vrôadelerien desket, emskiantek ha gredus, a gendalc’has da gomz ha da skriva e poloneg. Meur a wech, war Groas ar Vretoned gwechall, o deus kenskrivagnerien d’ar gelaouenn-se keñveriet stad Vreiz ouz stad ar Bologn. Hogen, evel ma skrivis neuze d’am mignon F. Vallée, nemet o sujedigez d’an estren, n’oa heñvelidigez-all ebet etrezo. Breiz a zo bet dibennet gant ar galleg. Ar gloer uhel, an noblañs hag ar vourc’hizien anezi, a dleje beza gwella difennerien ha stuzierien ar yez, dre ma vez ganto an arc’hant, an deskadurez hag al levezon, a zo trôet holl gwitibunan war ar galleg abaoe meur a gantved [3]. Bez ’ ez eus anezo, evit gwir, Gallaoued, estrenien en o bro, ha neket Brezoned. Yez ar Vro, brezoneg unvan ar Grenn-amzer, bet dilezet ganto, a zo aet war baouraat, war drefoedi ha war en em ranna en eilyezou disheñveloc’h-disheñvela bemdeiz an eil diouz eben.

E Polonia, ne zegouezas netra heñvel. Biskoaz n’eo bet dilezet ar poloneg gant renkadou uhel ha desket ar vrôad. Mar deus bet taoliou-trubarderez, taoliou-reneadegez e-touez Poloniz, mar deo en em gavet en o metou tud evit mont da Rusianed, da Alamaned ha da Aostrianed, a-berz hiniennou nemetken e voe ar pukadennou-se : renkadou eus ar Gevredigez en o fez n’o deus ket en em estrenaet diouz o brôadelez evel m’o deus graet amañ, e Breiz. Polonia, ha hi sujet, ha hi rannet, ha hi gwasket e pep giz, he deus dalc’het da bleustri en he yez an tachennou uhela a vez ergerzet gant spered ha meiz mab-den. Dalc’het he deus da gaout barzed awenet, romantourien ampart, gouizieien kelaouet-spis hag uhelgredenneien a-steiou [4]. Brasa barz Polonia, anezañ ivez, marteze, brasa barz Europa en XIXvet kantved , Adam Mickiewicz, en deus bevet er mare end-eeun m’edo Polonia sujet ha rannet [5]. Er mare-se ivez, hogen diwezatoc’h eget Miskiewicz, e savas unan eus brudeta romantourien Polonia, Herri Sienkiewicz, e oberennou [6].

Pleustret eo bet an holl skiantou gant polonegerien ouiziek bodet kenetrezo dre gevredadou-studia a-seurd gant Kevredad poloniat an naturourien « Kopernik » hag Akademia polonek ar Skiantou hag al Liziri. Dedennet eo bet en eun doare dreist imbourc’herez Poloniz gant Azia hag he foblou, dreist-holl gant ar poblou turkek-ha-mongolek m’he deus bet Polonia kement da c’houzañv eus o ferz. Hogen, gant ar skiantou o tiskouez beza estrenela d’o bro ha d’hec’h istor, an amerikanouriez da skouer [7], ez int bet hoalet ivez. E-touez ar ouizieien boloniat ma ra al labouriou anezo enor d’o yez ha d’o bro, ez anvin, dre ma tenn o imbourc’hadennou d’ar skiantou a bleustran-me va-unan, an denoniourien J. Kopernioki, J. Majer, Adam Zakrzewski, W. Olechnowicz, J. Talko-Hryncewicz, J. Czekanowski, St. Klimek, Kazimir Stolyhwo [8], hag an hendraour Wladimir Antoniewicz. Savet en deus hemañ eul levr eus an talvoudusa diwar-benn ragistor ha kentistor Bro-Bologn [9].

Dizanaoudek e vefe ar c’heltiegour ma ’z oun, ma tremenfe hep menegi amañ, e-touez hen-amzerourien Bolonia (ha d’ezañ beza bet re liesyezer), ano Bienkowski, en deus savet ar gwella hag ar c’hloka levriou a gaver diwar-benn ar skeudennou-Kelted (delouennou, izel-vosou, h. a.) deuet d’eomp diwar dourn Hen-amzeriz : De simulacris Barbarorum apud Romanos, Krakovia, 1900 ; Die Darstellungen der Gallier in der Hellenistischen Kunst, Wien, 1908 ; Les Celtes dans les arts mineurs gréco-romains, avec des recherches iconographiques sur quelques autres peuples barbares, Krakovia, 1924 [10].

E-pad ar sujedigez, edo e Krakovia hag e Leopol (Lwow e poloneg) kreizennou lennegel ha gouiziegezel Polonia, er gevrenn anezi sujet da Aostria, dre ma oa muioc’h a frankiz er gevrenn-se, e dalc’h gouarnamant Wienn, eget er c’hevrennou bazyeoet gant Rusia hag an Alamagn [11].

Pa zegouezas da Bolonia, e 1918, pred benniget an dieubidigez, e oa manet ganti an holl rummadou-tud a zo ret d’eur vrôad, pe vras pe vihan, a vremañ, evit derc’hel eul lec’h dereat e renk ar Stadou sevenet.

Bez ’ ez eus, abaoe an XIIIvet kantved peurgetket, alamanegerien o veva a-enezennadou e-touez Poloniz, bet peurliesa o andon en Alamaned deuet diwar galv roueed pe noblañs ar vro. Bez ’ ez eus anezo gounideien-douar, tavarnourien, marc’hadourien war ar maez, micherourien, kenwerzerien ha mistri-labouradeg er c’hêriou. Paotoc’h kalz ez int bet gwechall eget m’emaint bremañ. En em bolonekaat a reont aes a-walc’h [12], betek mont da bolonekaat o ano, pe dre e drei e poloneg, pe dre gemer eun ano polonek, pe dre skriva o ano alamanek diouz an doare-skriva polonek (evel-se, Schmit a va ganto da Szmyt). Ar re dueta anezo war ar polonekaat eo ar gatoliked, dre n’eus etrezo ha Poloniz disheñvelidigez ebet a gredenn. Dimezi a reont alïes ouz Poloniadezed, ha polonegerien rik a vez eus o bugale. An hugunoded, dreist-holl lutheriz ar C’hevredad avielek, a zalc’h kalz startoc’h d’o yez ha d’o brôadelez, harpet ma ’z int gant Breuriez alamanek ar Skoliou e Wien, gant ar C’hevredad Gustav-Adolf, ha gant Unvaniez Alamaned kristen Galisia [13].

  1. Monumenta Poloniae historica, embannet gant A. Bielowski ha W. Kentrzynski, Leopol ha Krakovia, 1864-1893 ; W. R. Morfill, Poland, London, 1900 ; H. Grappin,Histoire de la Pologne, des origines à 1922, 1923.
  2. Ar Brusianed meneget amañ n’int ket Prusianed c’hermaneget hon Amzer, hogen Prusianed ar Grenn-amzer Uhela, nes-kerent da Lituaniz dre ar yez a gomzent. Diweza broad-paganed bet en Europa e voe ar Brusianed-se. Ar Babed a fizias e marc’heien an Urz teutonek o zrei war ar gristeniez. Hag ar varc’heien neuze ha laza an hanter anezo, ober sklaved eus an hanter-all, ha gervel kenvroïz eus an Alamagn evit lakaat dindan gounid ar vro damziboblet ganto. Hennez eo bet derou rouantelez Prusia. Delezek eus eur welloc’h planedenn e oa marteze ar Brusianed a ouenn goz, mar deo gwir ar pez en deus lavaret diwar o fenn Adam a Vremen : Homines humanissimi… Multa possent dici ex illis populis laudabilia in moribus.
  3. Re e lavaran pa lavaran « holl gwitibunan ». E-touez ar gloer uhel, anoiou an eskibien Graveran ha David (eur Gall e oa hemañ), ano ar chaloni Aleksandr, a vano enoret ha karet da virviken gant ar vrezonegerien. E-touez an noblañs, en XIXvet kantved, en deus Kermarker kounaet (en e gentskrid da Varvailhou Gwrac’h-koz G. Milin) ano eun tiegez a-bez n’oa nemet brezonegerien ennañ : tiegez an ao. de Goesbriand. Anavezet-mat gant an holl vrezonegerien eo anoiou an ao. T. de Pompéry hag an itron a Vaezmeur a skrivas, en hevelep kantved, levriou brezonek a-zivout al labour-douar hag istor Breiz, hag, er c’hantved-mañ, anoiou an ao. de Carné ha Zavier de Langlais, barzed ha saverien peziou-c’hoari. E-touez ar vourc’hizien. ano F. Vallée a vano brudet da virviken. Hogen, n’eo ket digeneil hemañ e-touez e genderezidi. En 1903, em eus klevet e Lanuon bourc’hizien diouz an dibab a gomze etrezo, hep mez ebet, ar brezoneg, hag hizio c’hoaz, n’eo ket gwall-zibaot kavout, e-mesk ar re a ra war vicheritou uhel e Breiz (breutaourien, medisined, h. a.) tud a oar hag a gar ar brezoneg. Re nebeut a zo anezo, avat, re abaf ha re davedek ez int, re lezirek da skriva, ha, dreist-holl (brasa si a zo ganto !) ne legadont ket peurliesa d’o bugale an anaoudegez o deus eus ar yez hag ar garantez a zougont d’ezi.
  4. Dre uhelgredenneien e vennan lavarout skrivagnerien gatolik a-seurd m’eo bet e galleg Bossitet, Fénélon, Montalembert, h.a., tud enno a-gevret uhelder ar menoziou, dounder ar meiz, braster an deskadurez, peurreizder ar yez hag ampartiz ar skrivagner. Polonia he deus bet uhelgredenneien par d’ar re-se. Breiz n’he deus ket bet, ha beza en he lennegez betek-hen oberennou a zeoliez oc’h ober an naontek ha pevar-ugent dre gant eus al levriou moulet en he yez. D’ar rummou nevez a gloer vrezonegerien da drei penn d’ar vaz war ar poent-se ! Ne vern pe zen n’oufe mont da goveza ouz eur Bossuet pe ouz eur Montalembert evit an ampartiz-skriva hag an ijin-spered. Kalz a dud avat a c’hellfe dre ar studi en em wellaat, reiza ha pinvidikaat o yez, ha, dre lakaat aked, sevel oberou a bouez da veza lennet gant plijadur gant an dud desket.
  5. Pennadou dudius diwar-benn Adam Mickiewicz a g-aver e Russes et Slaves gant L. Léger, II, 1896 ; III, 1899.
  6. Penna oberenn Sienkiewicz eo an tri romant bras m’en deus lakaet da adveva enno stourmadou Poloniz ouz Kozaked Ukrenia, Suediz, ar vongoled hag an Durked. Embannet e poloneg e 1884, 1886, 1888, ez int bet trôet e galleg gant kenvroïdi d’ar romantour (Wodzinski ha Kozakiewicz) dindan an anoiou-mañ : Par le fer et par le Feu, 1901 ; Le Déluge, 1902 ; Messire Woloaowski, 1902. Savet en deus Sienkiewicz eur romant-all diwar-benn ar stourmadou etre Poloniz ha marc’heien an Urz teutonek. Trôet eo bet ivez e galleg gant Moris R. Skalski : Les Chevaliers de la Croix, 1901.
  7. Kalz a Boloniz a zo aet da veva er Stadou-Unanet. E Brazil, ez eus anezo kêriadennadou a-bez. Diwar-benn ar re-mañ, lenn Per Denis, Le Brésil au XXe siècle, pevare mouladur, 1911. pp. 214-7. 219-31.
  8. J. Talko-Hryncewicz, Szlachta ukrainska, studjum antropologiezne (Noblañs Ukrenia, studiadenn a zenoniez), 1897 ; St. Klimek, Przyczynek do Kranjologji Indjan Amerykanskich (Degasadennou da Glopennouriez Amerindiz), war Kosmos, kelaouenn embannet gant Kevredad poloniat an naturounen « Kopernik », levrenn 53, Lwow, 1928 ; Dalsze Studja nad Kranjologja Azji (Studiadennou nevez diwar-benn Klopennouriez Azia), id. ; J. Czekanowski, Zarys antropologji polski (Eun damskeud eus an denoniez poloniat), Lwovv, 1930 (eil levrenn eus an dastumad Lwowska Bibljoteka slawistyczna). Bez’ ez eus rentaou-kont diwar grenna eus al labouriou-se war L’Anthropologie, 1931. A-zivout ar studiou diwar-benn an denoniez e Polonia, lenn pennad Zaborowski, war Anthr. 1921, pp. 361-5.
  9. Archeologja Polski, zarys czasow przedhistorycznych ziem Polski (Hendraouriez Polonia, eun damskeud eus an oadveziou ragistorek e Bro-Bologn), Varsovia, 1928 (renta-kont dre ar munud war L’Anthropol. 1930, pp. 131-5).
  10. Boulc’het e oa bet imbourc’hiou diwar-benn an hen-skeudennou Kelted gant Salaun Reinac’h, war ar Rev. archéol. 1888 ha 1889 : Les Gaulois dans l’Art antique et le sarcophage de la vigne Ammendola. Da studia ouspenn en hevelep kelaouenn : Statuette de femme gauloise au musée britannique, 1888, I, pp. 1922 ; Le Gaulois de Délos, 1909, II pp. 465-6 ; Les frises de l’arc d’Orange, 1912, I, pp. 337-42 ; Le Barbare de Pola, 1913, 1, pp. 107-9 ; Une image de Gaulois, 1913, I, pp. 227-31 ; Jeune fille galate du Fayoum, 1915, II, p. 35. Skeudennou-all war Monuments Piot, passim, ha war Recueil général des bas-reliefs, statues et bustes de la Gaule romaine gant E. Esperandieu. N’heller ket tremen hep levriou Schumacher : Verzeichnis der Abgüsse und Wichtigeren Photographien mit Gallier-Darstellungen, Mainz, 1911, ...von Germanen Darstellungen, 1910.
  11. A-zivout stad Poloniz sujet da Aostria, lenn B. Auerbac’h, op. cit., pp. 217-60.
  12. Dre heg ez eer outo pa na blegont ket dre gaer, rak, evel Hungariz n’o deus alies Poloniz nemet kasoni ha dispriz ouz an Alamaned. Auerbac’h, o heulia Pokorny, Das Deutschtum in Galizien, 1913, a ra meneg eus eun Alaman katolik a oa bet kondaonet da veur a zervez bac’h, diwar flatradenn ar person end-eeun eus e barrez, dre m’en doa mennet kana en iliz eun himn en alamaneg, e-lec’h eun himn polonek, Auerbac’h, op. cit. p. 257, n. 3.
  13. Auerbac’h, pp. 252-7.