Yan an Inkin hag an aotrou Furzod

Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1910  (p. 87-100)



Yan an Inkin hag an aotrou Furzod


————


Etre Goayen ha Beg-ar-Raz e oa gwechall-goz kalz a vaneriou, hag hizio c’hoaz e c’heller gwelet o mogeriou hag o zouriou hanter-razet, debret gant ar gwall-amzer, goloet gant an ilio. Maneriou paour, c’hoarvezet a zo ganto ar pez a c’hoarvez gant an dud koz-se a weler a-wechou krommet o izili, daoubleget o c’horf dindan samm an oad ha pouez ar vuez.

Mad ! setu aman trubuilhou eun aotrou hag a oa chomm en unan eus ar maneriou-ze ; trubuilhou hag a zo bet displeget d’in, eur pennadig a zo, gant va amezeg Herri ar Marichal.

An aotrou-ze oa leshanvet Furzod, abalamour ma ne veze morse na fur na sod awalc’h hepken ; o chomm edo e maner ar C’hastel-C’hwistel, elec’h ma oa eur wezen gleuz oc’h ober siminal, evel ma lavare an teodou-fall ; mes an dud fur hag honest eveldomp-ni n’eo ket c’hoaz debret kement-se ganto. Ar pez a zo gwir-bater koulskoude eo e rede brud fall diwarbenn aotrou hag itron ar C’hastel-C’hwistel, betek ma lavared e veze alies, alies (piou ’oa ped gwech bemdez ?) e veze komzou trenk ha c’hwero, toliou-dorn, krabisadennou ha sachadeg-vleo etre an aotrou Furzod hag an itron Furzodez, e wreg.

Tostik da Gastell-C’hwistel e oa o chomm Yan an Inkin. Yan ne oa anezan nemet eur c’hreiz-denig, na bras, na teo, na ledan ouz an a-drenv ; na bihan, na moan kennebeut. Mes Yan n’oa ket hirr e ziouskouarn ; finoc’h e oa eget Alanig al Louarn, hag e zac’h a veze dalc’hmad leun-tenn. Kent-se, n’eo ket eur souez, tamm ebet, ma lavare ar C’haperien eus Yan : « Heman a zo eun ebeul anezan ! »



Ti Yan a oa great e vogeriou gant koataj hag e doen gant plouz keit ; eul lochennig n’edo ken, mes frank aleiz evit e berc’hen hag e wreg. Da vihana ne oa ket eur gwennegad dle war e c’horre, ha gouzout a rit holl :

« Gwelloc’h eo hep dle bara heiz
Eget e prest bara gwiniz. »

Yan ’ta ne oa ket pinvidig-mor ; koulskoude, goude diskonta e di ha Katellig Fri-Minaoued e vaouez, e chomme c’hoaz gantan e vioc’h Moumoutik. Mes war douar Yan ne oa ket kalz a bastur, treut e oa ar peuri gantan ; elec’h e park an aotrou Furzod, e amezeg, e oa melchon gwenn, tener, eur brao o gwelet. Pa veze o tiwall he bioc’h, Katellig a veze gwelloc’h ganti distaga eur pennadig kousket, hag, epad an amzer-ze, Moumoutik a zizonje a-wechou betek mont da ober eun droïg etouez melchon gwenn an aotrou Furzod. Heman, kerkent ma anavezas laeronsiou ar vioc’h, a redas prim da gaout he ferc’hen :

« Te oar, Yan, diwall mad da vioc’h, emezan ; rak, mar pakan anezi c’hoaz war va zraou, ne vo ket kosoc’h, ha diwar an taol-ze, e c’helli kas anezi da farda sklipou ! » Hag hen kwit, ar Furzod, rok an tamm anezan, tudou !

Antronoz, Katellig Fri-Minaoued ne gouskas ket en eur ziwall ar vioc’h, rak katekiz ha sarmon he doa bet piz digant Yan. Mes siouaz ! Petra ’ faot d’eoc’h ? Gouzout a rit, eur voazamant fall a vezo ato trec’h abred pe ziwezad. An daou pe dri devez goude-ze Katellig a zizonjas ket da vont buhan da danva melchon gwenn ar maner. Hag ar pez a oe gwasoc’h c’hoaz, an aotrou Furzod a zigouezas war an taol, e fuzul gantan, hag a gasas bioc’h Katellig d’ar bed all. Katellig, en eur lenva evel eur vadalen, a ziredas d’ar gear da gas ar c’helou glac’harus-ze da Yan.

« Foei ! eme heman, ar pez zo c’hoarvezet a zo digouezet ha n’eman ket mui da zont. Elec’h chomm aman da ouela kaon d’am bioc’h, pe elec’h  koll va amzer, Katellig, da uza ar gorden war da gein pe da dorri trojen ar valaen war da zargreiz, eo gwelloc’h ganin mont da gerc’hat Kontelvraz, kiger ar Pont, evit diskroc’henna Moumoutik. »

Antronoz vintin, Kontelvraz a zigouezas, e gontel hag e stalikerez kiger gantan, ha Moumoutik ne oe ket seiz-daletoc’h evit beza diskroc’hennet. Pa oa echu ar stal, epad m’edo Katellig o ouela d’he loan paour :

— « Breman, kiger, eme Yan, me n’am eus ket arc’hant peadra da baea ac’hanout. Kent-se ’ta rannomp ar vioc’h etrezomp hon daou : ar c’hig a vo d’it, rak me ne faot ket d’in dibri Moumoutik, va loanig paour ; ar c’hroc’hen  a zalc’han ganin hepken. Kenavo, kiger. »

Ar c’higer, e c’hellit kredi, a zammas ar c’hig en e garr hag a lavaras « ya » etrezeg ar Pont, laouen an tamm anezan.



Deomp breman da welet petra raio Yan an Inkin gant kroc’hen Moumoutik. — Kerkent ma oa troet e gein gant Kontelvraz, epad ma oa Katellig en dizesper o yudal a bouez penn : « Emaomp rinivet, rak maro eo Moumoutik ! » Yan a lakeas e voutou ler-goad en e dreid (pe e dreid en e voutou ler-goad,) a wiskas e dok zul, a ziskennas e benn-baz diwar e arbel, a zammas ar c’hroc’hen bioc’h war e ziouskoaz… E oa o vont er-meaz an ti pa c’houlennas e wreg outan, en eur zifronka :

— « Yan, da belec’h emaout o vont ? »

— « Da belec’h ? eme Yan, d’an ifern da ginnig chupen Moumoutik da Bôlig, evit gwelet ha ker e preno anezi diganin ! »

Koulskoude n’eo ket hent an ifern a gemeras Yan, hent Pont ’n Abad an hini eo, rag antronoz e oa foar vras e kear-benn ar Vigoudenned. Eur pennadig brao a hent oa da vuzula ; ha pa zigouezas an noz war ar c’horre, Yan en em gavas en eur c’hoad doun, e-harz eur wezen uhel. Ah ! pa lavaran eur wezen, va zud, hounnez a oa unan ! Brankou he doa da ziheolia ouspen eun devezarat douar en-dro d’ezi. He blenchen a oa uheloc’h eget daou dour Sant-Korantin bern war vern ; he gar a oa teo, teo, mes kleuz en diabarz.

Hogen ar wezen gleuz-ze a oa brudell fall dre ar vro, rag en he c’hleuzen, ma oa red kredi ar pez a lavared, e teu bemnoz laeron da farda o zouben ha da loja Yan en doa anaoudegez a gement-se, mes evel ne oa ket den da sponta rag e skeud, e reas e zonj da dremen an nozvez e kleuzen al laeron. Ha setu hen mont e kreiz ar wezen, renka kroc’hen e vioc’h en dro d’ezan gwella ma c’hellas, ha gourvez en eur c’hornig-tro, goude beza dibunet eun tammig pater. Yan, skuiz maro e zivesker outan, ne zaleas ket da gousket eberz kroc’hen Moumoutik. War-dro an hanter-noz, eun trouz iskis a gasas ar c’housket diwarnan, hag ar paour kez den, hep kredi flach an distera, a zavas en e goanze da zellet : e oa al laeron o tont d’ar gear. Da genta, oa eur pikol den, eur zac’had aour gantan ; hag en e c’houde, eur mell chalopen, eur zac’had arc’hant war e gein ; ha war o lerc’h, eun tanfoeltr hini tri laer-ze, e tigouezas eur pevare, ha gantan eun hanter ejen hag eur podhouarn henvel awalc’h ouz eur bailh-kouez.

Epad ma oa al laer keginour oc’h aoza ar zouben, an tri all a ziskoulmas an amarou war o zier evit diskouez pe ar mouniz, pe an arc’hant, pe an aour o doa laeret en o nozvez. Ouz o gwelet, Yan an Inkin a c’haloupe meur a zonj en e spered :

« Ché ! emezan, ma teufen abenn da veza mestr war an traou-ze !… »

Eur wech debret koan ganto hag evet meur a bicherad jistr, meur a flipaden gwin-arc’hant, (rak jistr ha gwin-ardant a oa kuzet er wezen gleuz), al laeron a yeas skanv o zeod en dro en o beg. Unan adreist ar re all, distagellet gwelloc’h emichans, a gonte penôz e oa deut a benn da laerez e zac’had mouniz : en eun iliz e oa bet o furcha kefiou ar zent, ha kef bras ar sakristiri en doa bruzunet. Tost oa bet d’ezan beza paket koulskoude, rag ar c’hloc’her a oa digouezet warnan p’edo o tigori kef sant Alar, mestr ar c’hezeg.

« Ha n’ez peus ket bet aon ? a c’houlennas ar re all ; ni ne gredomp ket c'hoaz ober gaou ouz Doue hag e zent. »

— « Aon ! eme egile ! Oh ! tamm ebet ! N’oun ket bet seizdaletoc’h evit liamma e zaouarn d’ar c’hloc’her adrenv e gein, hag evit e vouta en eur gador-govez elec’h em eus prennet an nor war e c’horre. Oh ! me n’eo ket aonik an tamm ac’hanoun ! Me ne spontfen nemet rag an diaoul, mes p’eo gwir n’eus diaoul ebet !… »

Ken buhan Yan a deuas eur zonj en e benn ; sponta al laeron. En eun taol e savas, hag e lammas e kreiz ar pevar lakepod, kroc’hen ar vioc’h endro d’ezan ato ha kerniel Moumoutik savet pik war e benn !… Ar c’hurun, o koueza war ar wezen n’en defe ket great ker bras aon d’al laeron. — « An diaoul ! » eme laer ar zent. — « An diaoul ! Kerniel en deus ! » eme unan all. — « An diaoul ! Sell e lost hirr o ruza an douar ! » a lavaras an trede.

Pôtred paour ! Int a droc’has kuit diouz ar wezen gleuz ! Ar pevare a oa eun tammig kamm d’an tu kleiz ! Ma Doue ! Hen a choue e vuez, hag a c’houlenne sikour, hag a lavare d’ar re all gortoz anezan. Siouaz ! den n’her seloue, ha me gred e torras e benn o steki ouz eur wezen bennak. Ar pez a zo sur, hini ebet eus al laeron ne zistroas d’ar wezen gleuz hag evelse arc’hant o laeronsiou a jommas gant Yan.

Tri pe bevar devez a lakeas Yan da gas sac’hadou al laeron d’ar gear, mes gant amzer ha patianted e reer meur a dra, hag evelse eo e teuas Yan a benn eus e daol ha da gas zoken da Gatellig eun tanva eus kig souben al laeron.



Mes n’edo ket peadra kaout arc’hant kemend all, red e oa c’hoaz muzula an tenzor. Setu ma tiwanas eur zonj e penn Yan : hag hen, antronoz vintin, lavaret d’e vaouez : « Breman, Katellig, kerz da vaner ar C’hastel C’hwistel da gaout an aotrou Furzod, ha goulen digantan eur gastel da vuzula an aour am eus bet evit kroc’hen Moumoutik. » Hag ar wreg en hent dioc’htu. Mes er maner an aotrou a respontas d’he goulenn penôz Yan n’edo ket fur awalc’h pa lavare traou er c’hiz-se.

— « Eo avad, eme Gatellig, eman e benn gant va hini koz, ha bez’ ez eus duman, e toull ar geuneudeg, eur berniad mat a draou. A bep sort peziou a zo eno, lod brasoc’h, lod bihanoc’h ; unan a zo melen, brao, lugernus ; heman a zo gwenn, konchet e ganten ; egile a zo tenvaloc’h eun tammig, egiz pa vefe bet mogedet e groc’hen. Da genta, Yan oa e sonj konta anezo, mes kement a zo diouto, m’eo red o muzula gant ar gastel. »

Setu ma roas an aotro da Gatellig eur gastel, toaz ouz he c’hantennou, rag o kas toaz d’an tiforn e oa-hi bet. Ya Yan a c’hellas muzula e gavaden. Tud paour, nao gastellad hanter a oa diouti ! Hag ar gastel a oe kaset en dro d’ar gear, peziou melen, peziou gwenn chommet stag ouz an toaz, er stad hag e kostez ; ne oa ket red sellet ken piz-ze hiziviken.

Koulskoude an aotrou Furzod a oa souezet bras, ha setu hen da gaout Yan.

— « Asa, Yan, emezan, penôz an diaoul ez peus bet kemend-all eus kroc’hen da vioc’h ? »

— « Penôz ? eme Yan, ar re-all o deus bet ive hag o deus gwerzet keit ha me, rag eur souez e oa gwelet pegen ker ez ae ar c’hrec’hen e Pont ’n Abad. »

— « Pegement ’ta ? »

— « Kant skoed ar vleven, na muioc’h na nebeutoc’h. Kenavo, aotrou ! »

— « Mad, a zonjas an aotrou Furzod en eur vont kuit, mad, Yan, te zo deut pinvidik gant kroc’hen da vioc’h ; mes pinvidikoc’h e vin-me c’hoaz. Me ’m eus eiz bioc’h ha daou-ugent, ha warc’hoaz genta e kasin kelou da holl gigerien ar c'hostezman da zont d’o laza ; ar c’hig a vo d’ezo, ar c’hrec’hen d’in me. »

Hag, evit gwir, antronoz vintin e oe lezet gwad da zaoud ar maner. Nag ar gigerien a oa laouen an tamm anezo ! Hag an aotrou Furzod da Bont ’n Abad gant eur c’harrad krec’hen, bec’h daou loan kezeg. Pa zigouezas er marc’had :

« Pegementan tamm eus ar c’hrec’hen ? » a c’houlennas eur marc’hadour digantan.

— « Kant skoed ar vleven adarre, egiz an devez all, » eme an aotrou. Ar marc’hadour a reas eun hej d’e ziouskoas, a droas e gein en eur lavaret : « Heman a zo zod. » — An aotrou a glevas hag a respontas kerkent : « Fazia ’ rit ; me n’oun ket zod, Furzod an hini ez oun. » Mes kaer en doa gortoz, ne gave ket gwerz d’e varc’hadourez.

Abarz fin, e tigouezas gantan Noun, gouzout a rit, Noun Pibenn, marc’hadour saout ar Pont. — « Pegement ar c’hroc’hen ? » eme Noun, e gorn butun berr o vogedi e fri d’ezan. — « Kant skoed ar vleven adarre, egiz an devez all. » a respontas an aotrou. — « Ah ! Paour kez aotrou Furzod, fazia ho peus great ! Kant skoed ! Pe, petra ? Boulc’hurun ! Ar zod a rez ac’hanoun, va fôtr ? eme Noun-Dal ; pak ha kerz da gousket d’an heol ! »

Ha Pibenn, disvanta eur vodennad gant an aotrou ken ma ’z eas da gornigellat seiz kammed ac’hano. An aotrou paour ne c’houlennas ket e rest, hag a zistroas d’ar gear gant e c’hrec’hen, mezek ha trist e glipen, m’hen asur d’eoc’h !

Pa zigouezas er C’hastel-C’hwistel, an aotrou Furzod a lavaras d’e itron ; « Ché ! Plac’h paour, Yan en deus rivinet ac’hanomp. Ar c’hrec’hen a yee hepken daou skoed pe seiz lur an tamm anezo, ha n’eo ket kant skoed ar vleven an hini eo ! » An itron a yeas drouk enni. Koulskoude, n’ouzon ket penôz, n’eo ket war he aotrou, mes war Yan eo e tiskargas he c’horfad maliz. Ha setu ma oe kaset kelou da Yan, dindan boan da veza krouget, da zont d’ar maner, en doare-man : nag en noaz na gant dilhad, na divoutou na gant e voutou, na dre er meaz an hent na penn-da-benn gant an hent, na war droad na war varc’h.

Pa glevas kement-se Katellig a oe darbet d’ezi sempla. Mes Yan ne reas ket kalz a van : « Ma n’eus nemet an dra-ze da ober, emezan, n’eo ket c’hoaz en dro-man e vezin krouget. » Ha setu hen d’en em gempenn evit mont d’ar maner.

— « Nag en noaz na gant dilhad, emezan. Mad, aze ez eus eur roued, me ya da droï anezan en dro d’in ! Na divoutou na gant va boutou ; n’eo ket tenn, me lezo eur voutez er gear hag a gaso eben ganin ; na war droad na war varc’h ?… Just d’ar c’houls-ze azen an aotro oa o pasturi e park ar melchon, tost d’al lochen ; Katellig a yeas d’e gerc’hat, ha Yan a lammas warnan ; ha « ia » etrezeg ar maner war ar blevek diouskouarn hirr…

An aotrou Furzod, pa deuas Yan an Inkin dirazan en doare merket, a welas en doa kavet finoc’h egetan.

— « Ha foei ! Yan, emezan, me a oa o sonj laza ac’hanout, rak, gouzout a rez, gaou bras ec’h eus gret ouzin oc’h ober d’in diskroc’henna va zaoud ; ha krouget e vijes bet dioc’htu zoken ; mes p’eo gwir out deut d’am c’haout egiz em oa c’hoant, e lezan ganit betek warc’hoaz, mar gellez arok neuze klask d’in kreiz ar bed. »

— « Kreiz ar bed, aotrou ? Aman eman. Ha ma n’am c’hredit ket, klaskit eur gorden hir awalc’h evit-se. Me o jommo aman da zerc’hel eur penn, ha c’houi a yelo gant ar penn all da ober tro ar bed, hag evel se c’houi ’welo ha n’eo ket aman eman ar c’hreiz.»

An aotrou ne c’houie ken penôz respont. — « Ah ! emezan, elec’h an dra-ze, poueza an douar eo e vezo red d’it ober. »

— « N’eo ket tennoc’h, eme Yan, mes da genta e vo red d’eoc’h diveina an douar, rag an douar hepken, n’eo ket ar vein, eo a lavarit d’in poueza. »

An aotrou paour a oe stanket e veg d’ezan adarre. « Kerz d’ar gear, emezan neuze da Yan ; abenn wrac’hoaz me yelo di d’az laza. » Ha Yan a zistroas d’e lochen, difoutre-kaer evel diagent.



Antronoz, wardro ar c’hreiste, Yan a oa o c’hortoz an aotrou Furzod, hag en doa renket peadra da zoueza anezan. Dirag e lochen, e oa o farda e zouben ; tan a oa gantan dindan e bodhouarn, mes kuzet en eun toull en douar, eun tammig tan glaou-koad hep an distera moged. Pa welas an aotrou o tont, Yan a bakas peg en eur c’hoz skourjez hag a grogas da zistaga taoliou gantan war e bodhouarn, ker buhan ha ker pounner ma kinnige bep gwech diskar anezan hag e zouben

— « Asa, Yan, deut oun da ober evidout, eme an aotrou ; mes petra ? War a welan eo kollet da dammig skiant vat ganit, p’eo gwir e skourjezez da bodhouarn en doare-ze ? »

— « Oh ! Tra ! Tra ! eme Yan, va fenn a zo mad ; mes gouzout a rit, me n’am eus ket kement a geuneud ha c’houi ; hag ez eo eurus d’in kaout, da boaza pe da domma va zamm boued, eur skourjez egiz heman. Gant eur c’hant taolig bennak gantan, e lakan an dour da vervi ; gwelit kentoc’h, aotrou. »

Ha Yan, dirag an aotrou Furzod souezet, a zic’holoas ar podhouarn elec’h m’edo ar zouben, tiz warni, o redek hag o kantren.

— « Mâ ! Kalz koll az peus plantet warnoun, te oar mad, Yan, eme an aotrou. Koulskoude m’am eus lavaret d’it e oan deut aman d’az laza, me n’oun ket da veza tamallet ; va itron an hini a zo troet war an tu ze. N’eus forz, gwerz d’in da skourjez hag e lezin da vuez ganit. »

— « Tomm oun d’am skourjez a respontas Yan ; koulskoude tommoc’h oun c’hoaz d’am buez ; ha setu gwerza awalc’h a rafen va skourjez burzudus. »

— « Ha pegementad eo ? »

— « Kant skoed, ar ger diweza, na muioc’h na nebeutoc’h. »

Hag evelse Yan an Inkin a bakas tri c’hant lur evit e skourjez, eun c’hoz tamm skourjez porc’h, mat da netra.

Hag an aotrou Furzod ? Mont a reas d’ar gear, laouen. Wardro an abardaez e teuas da zonj d’ezan e oa tud gantan o terri terien. Ebarz ar gegin, ar plac’hezed oa ganto ar podou bras war an oaled, dour kig, legumachou ebarz ; ne oa mui da ober nemet enaoui an tan dindan. An aotrou a gasas ar merc’hed kuit diwar e dro : « Gant va skourjez, emezan, me respont da domma souben d’am zud. »

Hag hen, war gorf e roched, an dour warnan, da vazata e bodhouarn gant e skourjez porc’h, eur brao gwelet anezan, me ’gav d’in.

Deut e oa c’hwec’h eur, hag ar zouben ne oa ket c’hoaz sonj bervi ganti ; mont a reas an heol da gousket, ar c’hig n’edo ket c’hoaz digriet, kennebeud nag an dour klouaret. Ha foei ! an aotrou deut hir e deod war ar roched, a zavas bec’h war e chupen, a-dreist-oll pa deuas ar plac’hezed hag ar bôtred yaouank da ober gwap d’ezan dindan e fri…

Me oe red enaoui an tan neuze. Koan diwezat a oe, mes ne oe aet netra da goll.

Mez ennan ken ma flerie, an aotrou a damalle e skourjez : « N’ouzon ket petra ’c’hoarvez gantan, emezan ; mes n’eman ket mad ganti sur awalc’h…

Meur a hini a zonjas e oa kollet e benn gant aotrou maner ar C’hastell-C’hwistel…



E-pad an nozvez-ze, an aotrou Furzod a glevas e bater gant e itron. A bep seurt a glevas diganti : « Diod ! Leue geod ! Beg magn ! » ha me oar me petra me oe ket lavaret d’ar paour ket aotrou ! — Setu, antronoz vintin, ma reas heman e zonj adarre da vont da gas Yan an Inkin d’ar bed-all. Mes Yan ive a oa o c’hortoz an aotrou da zont war e dro ; karget en doa gwin ruz leun eur zoroc’hel gras ha laket anezi goude-ze e krubuilh Katellig.

Pa zigouezas en ti, an aotrou a lavaras : « Yan, diwar an taol-man, ne vezi ket kosoc’h ; mont a ran da ober da stal d’it ! » — « Gwir ! eme Yan. Red eo d’in neuze laza va gwreg da genta, rak ne dalvez ket kalz ar boan d’in lezel Katellig baour war va lerc’h da zizec’ha war he zreid gant an dienez. N’em befe ket ar galon-ze » !

Hag hen, ker buhan, mont ha sanka e gontel ebarz krubuilh Katellig. Houman en em lezas da goueza ; ar zoroc’hel a oa toullet, er gwin a rede a bep tu.

An aotrou a spontas. — « Petra ’z peus great, Yan ? emezan. Sell da wreg aze astennet war al leur-zi, ha beuzet en he gwad. Gwell a ze n’eo ken evidoun, rag ar « Justis » a deuio d’az kerc’hat hep dale. Muntrer, lazet ez peus da vaouez, mes da dro a deuio ha te vo dibennet, dic’houget… » — « Teut, teut, teut ! C’houi gav d’eoc’h an dra-ze ? eme Yan. Katellig, gwir eo, he deus kollet he gwad, mes me ’m eus aze e kornig va arbel eur c’hwitel daou wenneg bet d’am moereb, hag a zo goest da lakat buez da zont en dro em gwreg. » Hag hen ker buhan ober teir c’hwitaden gant c’hwitel ar voereb koz, ha ker buhan ive Katellig ’oa en he zav.

An aotrou Furzod a jommas sebezet, souezet-maro. — « Yan, emezan, gwerz d’in hounnez, ar c’hwitel-ze, ha dizonjomp ar pez zo bet etrezomp. » — Ne oent ket pell evit beza mignoned adarre hag evit ober ar marc’had : ar c’hwitel, evelse, oe gwerzet kant skoed.

An dro-ze, an aotrou Furzod a zistroas d’ar gear laouen-bras. « Sell aze ! emezan outan e-unan, pebeuz taol am eus-me graet ! Beteg hizio, pa vouze va itronig ouzin, e veze red mad d’in selaou anezi ha klevout diganti eur randonnennad hir a draou, pe mont kuit diouti. Hiziviken, mar fell d’ezi c’hoaz klask trabaz ouzin-me, e sankin va c’hontel en e c’hreiz, hag e lezin anezi evel maro ; ha pa blijo d’in, e rin teir c’hwitelladen, ha buez adarre ebarz va itronig. Hounnez he deus ezomm da veza kelennet, dreset, ar vaouezig-ze. Ni ’welo ! »

Digouezout a reas er maner, ha setu an itron dioustu o tont d’e gaout. « Ac’hanta, emezi, krouget eo Yan ganit, emichanz ? » — « N’eo ket », a respontas an aotrou. — « Petra, lorgnez ? N’ec’h eus ket krouget anezan, amprevan ? » — « Ah ! evelse emout ganin, pikez, eme an aotrou ; gortoz eun tammig ac’hanoun, gortoz ! »

Hag hen mont ha tenna e gontel, ha skoï eun taolig pe zaou gant e itron. « Va buez ! Va buez ! » grias an itron o koueza a stok-korf d’an douar.

Ouz he c’hlevet, diou blac’h ha tri pe bevar mevel a ziredas wardro o mestrez. — « Lezit hounnez, eme an aotrou d’ezo, me ha zavo alese pa blijo ganin. » — « Ha penôz ? » emezo, sabatuet. — « Gant ar c’hwitel-man », a respontas an aotrou ; hag hen distaga teir c’hwitelladen gant e c’hwitel daou wenneg ; mes netra, an itron ne flache ket an disterra. Ober a reas c’hoaz eun taol c’hwitel, daou daol, tri daol… netra, ha netra morse : an itron a oa maro mat !…

An aotrou a jommas mantret, ha seul-vui ma ouie ne oa ket ar justis tener ouz ar vuntrerien, zoken evit ar vuntrerien furzod.

Ha klask kuzat ne dalveze ket : re a dud o doa gwelet, hag abred pe ziwezat, hini pe hini a ziskuilhfe.

Setu ’ta ma teuas archerien da chadenn an aotrou kez, hag eiz de da c’houde e oe krouget, evel ma oa ar c’hiz en amzer-ze.

…Eun niz d’ezan a deuas neuze da vestr d’ar C’hastel-C’hwistel, (entent a rit breman perak e oe roet an hano-man d’ar maner). Dioc’h-tu e poanias da welc’hi e hano eur ar vrud fall en doa chachet warnan e yontr ; ha ne oe ket dies d’ezan, o veza ma oa ker madelezus ha m’edo egile drouk ha diboell.



Eus e du, Yan an Inkin ne ankounac’haas morse e tle ar gwir binvidik beza aluzenner an Aotrou Doue ; beva ’reas koz-koz gant Katellig etouez eun tiad bugale, karet gant an holl dre ar C’hap. — Ha d’e eur diweza, sant Per a zigoras, sur awalc’h, frank dor ar Baradoz d’e ene.

Ra ’z imp holl d’e gaout du-ze, pep hini d’e dro !