Buez Jeann d’Arc/Kentel 02





EIL KENTEL


Stad ar Frans pa deuaz Jeann d’Arc. Frans ha Bro-Zaoz e brezel. Charles V. Charles VI. Orléans kelc’het.


Eur brezel braz, hanvet ar brezel a Gant vloaz, abalamour ma padaz ouspenn kant vloaz etre ar Frans ha Bro-Zaoz, e doa rivinet hor bro. Roue Bro-Zaoz, Edouard III, en doa dre heritach eul loden vraz euz douarou ar Frans, rak mab bian oa d’ar roue Philipp IV. Tri mab Philipp IV a varvaz eb lezel var ho lerc’h mab ebed ; neuze noblans Frans, evit miret oc’h eur vaouez da ren, a reaz eul lezen hanvet al lezen salik a verke e vije atao e penn ar Frans eur roue, ha nan eur rouanez. Dre al lezen-ze, kurunen Frans a oue roet da eur mab da vreur Philipp IV a gemeraz an hano a Philipp VI Valois. Mes roue Bro-Zaoz, mab bian da Philipp IV dre he vam, a c’hoantea kaout rouantelez Frans, hag a ieaz drouk ennhan o klevet oa lakeat da roue eun niz d’he dad-koz. Dont a reaz gant he armeou da ober brezel d’ar Frans. Hor bro a oue epad ar brezel-ze varnez beza gounezet a bez gant Bro-Zaoz. Trec’het e oue hon armeou e Crecy (1346), e Poitiers (1336), en Azincourt (1413), ha n’ouzon ket e ped leac’h all c’hoaz. Goulskoude ar Fransizien o doa en em gannet mad, nerz kalon o doa diskouezet e kement krogad o doa bet ; mes evelato ne c’houient mui ober brezel evel kentoc’h. Ho flijadur oa c’hoari gant ar c’hleze, mont var araok atao, n’euz fors peur na penaoz ; n’oant ket evit gedal pa veze red. Re a lorc’h a ioa ennho peurliessa ; pephini a rea dioc’h he benn he-unan. Abalamour da ze e ouent trec’het gant ar Zaozon a ioa d’ar poent-se guelloc’h desket var vicher ar brezel, ar zoudardet var droad dreist oll. Ar Frans e doa re a dud var varc’h, re nebeud var droad. Soudardet Bro-Zaoz ne reant ket dioc’h ho fenn ho-unan, gouzout a reant senti, ober evel a lavare ar vistri. Anez an urz vad, eun arme ne dal netra, en despet d’an nerz kalon a ziskouez ar zoudardet.

Ar Fransizien n’en em glevent ket aoualc’h etrezho, mont a reant e brezel an eil oc’h egile, lod anezho zoken a droaz gant Bro-Zaoz. En hor bro Breiz, n’oa ket c’hoaz stag oc’h ar Frans, Ian de Montfort a ioa a du gant ar Zaozon, Charles de Blois gant ar Fransizien. Salaün ar Foll a lavaraz da zoudardet en em gavaz ganthan vardro Lesneven : « Me ne doun nag euz tu Blois, nag euz tu Montfort ; me zo servicher an Itroun-Varia. »

Pegen truezuz n’oa ket doare ar Frans, epad an amzer-ze ! Ar spount, an enkrez a rene e peb leac’h ; ar gernez, al laeronsi a gase ar vro da netra ; e kalz lec’hiou zoken ar guella douarou gounid a droe e lanneier gouez. Petra dalveze labourat an douar, p’e guir pa zounjet nebeuta, e teue soudardet Bro-Zaoz pe laeroun all da zevi, da goll, pe da gas gantho ar pez a veze en douar ? Eur goall dra all en em gavaz c’hoaz en amzer-ze : ar vosen zu a skubaz tud dioc’h an druill vardro ar bloaz 1348. An drederen euz an dud, var a leverer, a varvaz en Europ gant ar c’hlenved-se.

Evelato, epad eur pennadik, ez eaz guelloc’h an traou e Frans. Ar roue Charles V, leshanvet ar roue Fur (le Sage), a c’houarnaz mad ar vro ; urz a lakeaz e peb tra, dreist oll en dispignou ; an dispignou foll eo o doa kollet ar Frans betek neuze. Charles V n’oa ket guiziek he-unan da ober brezel, mes kaout a reaz eur Breizad, Bertrand Duguesclin, guest da zouara, var dachen an emgann, oll enebourien ar Frans. Duguesclin a skoaz goall daoliou var ar Zaozon hag a ziframaz digantho an douarou o doa gounezet ; ne joume dindan ho galloud, pa varvaz, nemet keariou Calais, Bourdel, Brest, Cherbourg.

Da c’houde Charles V e teuaz Charles VI. Hema, siouaz ! a deuaz da goll he skiant vad. He eontred a renaz en e leac’h, hag a gollaz ar vro dre ar festou, an dispignou foll. O velet kement-se, ar Zaozon a deuaz adarre gant ho armeou er Frans, hag a glaskaz an tu d’ober ho mistri er vro. Ar Bourgignouned a droaz gant ar Zaozon, hag ar rouanez Isabeau de Bavière, pried Charles VI, a zinaz gant ar re-ma, e Troyes (1420), eun emgleo mezuz. Rei a reaz he merc’h da roue Bro-Zaoz, ha diskleria rea er memez amzer e vije lakeat kurunen aour rouaned Frans koulz ha kurunen Bro-Zaoz var benn ar c’henta krouadur o defe an daou bried iaouank. Charles VI en doa goulskoude eur mab, Charles VII ; hag ar guir Fransizien a oue mantret o velet he vam, an hini a dlie beza da genta oc’h he zifenn, o nac’h he vir ouz ar prins iaouank. Pa varvaz Charles VI, eun nebeudik Fransizien, eun toulladik ebken, a anavezaz he vab, Charles VII, evit guir roue Frans. Ar Bourgogn hag an Hanternoz euz ar Frans a droaz a bez gant ar Zaozon koulz hag ar Guyenn, ar Gascogn hag oll Frans ar C’hreisdeiz. E Paris an dud a ioa e penn ar skoliou brasa a ioa ive troet kalz anezho gant ar Zaozon : ar re-ma, c’houezet gant an ourgouill, a rea goap euz roue Frans, hag a hanve anezhan roue Bourj (eur gear dister).

Naontek vloaz en doa ar roue iaouank ; aounik oa, beac’h en doa o tougen guiskamant dir an dud a vrezel, n’en doa ket kalz a nerz kalon, kaout a rea d’ezhan en doa kollet evit mad he rouantelez. En dro d’ezhan e oa pennou skanv ne reant ket nemeur a forz penaoz ez afe an traou, gant ma c’helfent c’hoari, kemeret ho flijadur, redet an ebatou. Ar Zaozon o velet pegen dister oa ar roue iaouank, a deuaz da glask kemeret kear Orleans a zalc’he mad da Charles VII, roue Frans. Lavaret a reant : « Mar gellomp kaout ar gear-ze, e vezo digor dirazomp an hent braz da vont e kalon ar Frans, ha dizale ar vro a bez a vezo d’eomp. » Kelc’het e oue eta kear Orleans gant armeou Bro-Zaoz, renet gant offiserien euz an dibab. Kear a harpaz mad. Ne oa ennhi nemed pemp kant soudard, mes soudardet koz euz ar re vella.

Ho c’habiten, an aotrou de Gaucourt, a ioa kounnaret oc’h ar Zaozon, rak dalc’het oa bet gantho er prizoun epad trizek vloaz. Tud kear a zikouraz ive ar zoudardet, hag euz ar c’heariou tro var dro e teue tud d’en em ginnig d’ober brezel oc’h ar Zaozon.

D’an 12 a viz here 1428 eo o teuaz an enebourien en dro da gear Orleans, ha kerkent ec’h en em lakejont da zevel en dro d’ezhi touriou koat evit gellout tizout kear. Ar c’hanoliou (ne oa anezho nemed eur pennadik a ioa), a rea kalz trouz hag a venne diskar mogeriou ha tiez, mes ne reant ket nemeur a freuz, rak ar Zaozon a denne fall gantho. Soudardet Orleans, er c’hountrol, a denne eün, hag a ziskare ar Zaozon ; ho bouliji a rea kalz drouk d’ezho. Unan anezho, dreist oll Ian Montescler, leshanvet Ian Lorreen (Lorraine), a ioa eun tenner ha n’en doa ket he bar. Avechou, p’o deze ar Zaozon tennet varnan, e rea an neuz da veza bet tizet, hag e koueze. An enebourien a veze laouen o velet kement-se, rak kaout a rea dezho oa lazet. Mes prest goude, e veze guelet en eul leac’h all oc’h ober aoun d’ar Zaozon gant he ganol bian, savet var eur c’harrik, ha kaset ha digaset ganthan he-unan, ganthan ebken.

Eürusa taol a oue great evelato epad m’oa kelc’het Orleans, a oue taol kaer eur c’hrouadur. Da vare mern e oa eur paotr euz ar skol var mogeriou kear, pa velaz eur c’hanol karget ; n’oa mui netra da ober nemet lakât an tan er vouchen. Ar paotr, sot gant ar c’hoariou evel an oll vugale, a entanaz ar vouchen evit gellout lavaret da c’houde d’ar baotred all : « M’em euz tennet gant ar c’hanol. » An tenn a ieaz er meaz, hag ar paotr d’ar red pell ac’hano, gant aoun ne vije bet great eur chach var he ziouskouarn gant unan benag. Hogen ar voul-ganol a skoaz e kreiz he benn jeneral kenta ar Zaozon, Salisbury, epad m’edo unan euz he offiserien o lavaret d’ezhan : « Aotrou, kear Orleans a zo deoc’h. » Ar jeneral ne respountaz ger, tizet oa bet, mervel a reaz dizale.

Ar Zaozon, evelato, ne fall-galounent ket. Meur a viz a ioa abaoue m’edont en dro da Orleans, hag, evel ma c’heller kredi, ar bevans a ioa berr e kear. Red oa klask digas boued d’he difennourien, ha miret oc’h ar Zaozon da gaout bevans digant ho c’henvroiz. Ar Fransizien, an duk a Glermont en ho fenn, a zaillaz var eun arme vian a Zaozon a ioa o vleina eur maread a girri leun a voued evit ar re a gelc’he Orleans. Mes ar gounid, er stourmad-se, a joumaz gant ar Zaozon ; koll a rejont kalz tonellou leun a besket sall, ha netra ken : ar pesket-se a c’holoaz an dachen emgann. Ar Fransizien, en taol-ma adarre, o doa kollet dre ho faot. Re vuan oant eat var ar Zaozon, hag ar re-ma, kuzet adrenv ho c’hirri, a c’hellaz harpa mad ; kalz nebeutoc’h e oa anezho goulskoude eget euz ar Fransizien. O klevet ar pez a ioa en em gavet, tud Orleans a oue glac’haret kenan, ha pa deuaz miz mae 1429, o doa kollet koulz lavaret peb esperans. N’oant ket evit dalc’her pelloc’h ; dizale e rankfent en em rei d’ar Zaozon. Neuze eo e teuaz Jeann d’Arc.