Buez Jeann d’Arc/Kentel 01




KENTEL GENTA


Ar Frans guechall-goz. Roum. Clovis. Charles-Martel. Ar venac’h.


Poblou a zo karet gant Doue muioc’h eget ar boblou all, karget ganthan da ober traou brasoc’h : ar re vrudetta en ho zouez a zo an Israelited hag ar Fransizien.

Ar c’haera grasou, araok ginivelez Hor Zalver, a zo bet roet da bobl Israel. Moyzez ha kalz propheted, sklerijennet gant Doue, a gelennaz an Israelited var ar pez a ioa mad ha santel, var ar pez a ioa hervez lezen Doue : epad ma oa ar broiou all a bez azezet e tenvalijen ar maro, dallet gant ar falz kredennou, kollet gant an techou goasa ; er c’hornik douar-ze, hanvet ar Judee, ar virionez a ioa anavezet. Ha pa c’houlaouaz an deiz evit Mab Doue da ziskenn var an douar evit savetei ar bed, Jesus a zibabaz he vam euz a douez ar Juzevien, en ho zouez eo e c’hanaz, eno eo e tremenaz he vuez oll. Etouez ar Juzevien eo e kemeraz he ziskibien : ho c’has a reaz dre ar bed da brezeg he Aviel.

Ar Juzevien, ar pep brasa anezho da viana, n’o deuz ket anavezet Jesus-Christ evit mab Doue, evit ar Messias. Setu perak int bet dilezet ganthan, mogeriou Jerusalem a zo bet freuzet ha diskaret, ar vro dismantret ; hag int-hi, naontek kant vloaz a vezo bremaik, a zo abaoue skuillet dre ar bed oll.

Pa gasaz Jesus-Christ he ziskibien da brezeg an Aviel, e oa en he za eur rouantelez, braz ha gallouduz meurbed, rouantelez Roum ; ar pep brasa euz ar bed a ioa dindan he galloud. An ebestel a ieaz dre ar rouantelez-se, an henchou a gase he soudardet a gasaz ive kannadet Salver ar bed, ha kant vloaz goude maro Jesus-Christ, e kavet eleiz a gristenien e kement bro a ioa dindan galloud Roum.

Ar baianed, drouk ennho o velet ho zemplou hag ho zakrifisou dilezet, a c’houezaz tan ar gasouni e kalon an impalaered, hag a re-ma a gasaz ar gristenien d’ar maro. Mes, evel ma lavar Tertullien, divar goad ar verzerien e save kristenien nevez. An impalaered a zo maro, ar paleziou pinvidik savet gantho a zo kouezet pell zo en ho foull, n’int mui nemet eur bern atrejou ; an Iliz avad, harpet var Jesus-Christ, var ar mean diazez ha ne vezo biken loc’het, a joum atao en he zav.

Rouantelez Roum, evithi da veza bet ker braz, ker gallouduz, a zo bet dismantret, rannet e meur a loden. Ar Frans a zo unan euz al lodennou-ze, rak epad pevar pe bemp kant vloaz, azalek ar bloaz 81 araok Jesus-Christ betek ar bloaz 450 pe var dro, ar Frans, hanvet neuze Bro-C’hall, a oue gouarnet gant Roum ; Roum eo a lakeaz an urz vad da ren er beg douar-ma.

Ar relijion gristen a oue ive skignet abred er Frans, ha pa deuaz ar Fransizien euz ar Germanie, euz an tu all da ster ar Rhin, hor bro a bez a ioa gounezet d’ar feiz kristen, an eskibien o doa c’houezet e peb leac’h tan karantez Jesus-Christ.

Ar Fransizien a ioa tud gouez ; mes krenv, kalonek oant, ha prestik e teujont da veza mistri er vro. Ar Roumened a oue trec’het gantho hag a oue red d’ezho mont var ho c’hiz. Clovis, unan euz rouaned kenta ar Fransizien, a ioa dimezet d’eur brinsez kristen, santel kenan, he hano Clotild. Houma a boanie var Clovis evit gounit anezhan d’ar relijion gristen, mes ar roue a rea skouarn vouzar. Hogen, epad ar brezel braz a reaz d’an Alamanted, en eur c’hrogad e kichen Tolbiac, soudardet Clovis a iea var ho c’hiz. Neuze hema, savet aon ganthan, a lavaraz : « Doue Clotild, ma roez d’in ar gounid, m’en em c’hraio kristen. » Kerkent ar Fransizien, evel kennerzet, a zaill gant kounnar var an enebourien, hag abenn eur pennad, an Alamanted a oue trec’het.

Clovis a zalc’haz d’he c’her, en em rei a reaz da zeski al lezen gristen ; an eskop Sant Remi her badezaz e kear Reims epad goueliou Nedelek (497). An iliz a ioa fichet kaer ; ar mogeriou a ioa goloet a ballennou pinvidik ; e pep leac’h ne velet nemet bleuniou, bokedou ; goulaou eleiz a lugerne, ha Clovis estlammet o velet kement-se a c’houlennaz digant Sant Remi : « Daoust hag er baradoz emaomp ama ? — Nan, eme Sant Remi ; hent an env, avad, eo a zo ama. »

P’en em gavaz e kichen ar mean-fount, an aotrou ’n eskop a lavaraz d’ezhan : « Pleg da benn, Sikambr kalonek, ador ar pez ac’h euz devet, ha dev kement ac’h euz adoret. » Tri mil euz a zoudardet Clovis a oue badezet er memez devez gantha. Gant an amzer, ar vrasa loden euz a Vro-C’hall a droaz gant Clovis, abalamour ma oa kristen. Ar pab Anastas a roaz d’ezhan an hano a vab hena an iliz, hag a ziskleriaz e vefe dalc’het an hano-ze var ar rouaned all var he lerc’h.

Bugale Clovis ne ouent ket ker krenv hag ho zad. Sevel a reaz etrezho brezeliou a reaz d’ezho mont var zemplât, ar vro a oue rivinet. Epad an amzer-ze, an iliz a rea vad d’an dud, a brezege lezen Doue, a boanie da lakât bleun ar vertuziou kristen da zigeri var douar Frans. An iliz eo a skolie ar vugale ; ken aliez a iliz, ken aliez a skol. D’ar mare-ze eo e oue savet ive kenta tiez ar venac’h en hor bro, ennho e tirede ar re a glaske ar sklerijen hag ar peoc’h evit an ene.

E tiez ar venac’h e kavet ive deskadurez, rak diskouez a reant d’an dud labourat an douar, an houarn, ar c’hoatach hag an traou all. E pep manac’hti e kavet ive skoliou, evit ar vugale koulz hag evit an dud iaouank desket ; eno eo e kavet an dud gouiziek, ha paneved ar skoliou-ze, an traou kaer skrivet guechall gant ar brasa sperejou a vije eat da goll.

Epad ma teue ar vuez kristen da grenvât a nebeudou en hor bro, e tigoraz ar bloaz 732. Er bloaveziou araok, an Arabed, diskibien Mahomet ar fals prophet, a deuaz er Spagn goude beza lakeat ar spount, ar brezel, ar gernez hag ar maro da ren er broiou huela euz an Afrik. Eur vech mistri er Spagn, an Arabed a bignaz dreist meneziou Pyrenee, hag er bloaz 732 e oant var douar Frans. Mar gellont rei lam d’ar Fransizien, e ma diskaret ar relijion gatholik, rak ne vezo ket diez d’ezho da c’houde beza treac’h d’an Itali ha d’ar broiou all a zo kristenien ennho.

An Iliz ne c’hell ket mervel.

Charles Martel, ministr kenta roue Frans, a ia d’an Arabed gant eun arme vraz, hag a ra varnho eur gounit euz ar re gaera ; ar Mahometaned a oue pladet ganthan, evel ma vez pladet an houarn ruz dindan ar morzol ; ar re ne ouent ket lazet a zistroaz d’ar Spagn buanna ma c’heljont. Ar gounit a ioa d’ar religion gristen, religion Mahomet ne c’hello ket grizienna en hor bro.

Mab Charles Martel, Pepin ar Berr (Pépin le Bref) a deuaz da veza roue Frans hag a ieaz da Roum da zifenn ar Pab oc’h he enebourien, o doa c’hoant lamet diganthan he rouantelez vian. Pepin a starteaz galloud ar Pab var he rouantelez, hag ar Pab a c’hellaz evelse beza libr evit gouarn an Iliz.

Mab Pepin, ar roue braz Charlemagn, a ielo ive da zifenn ar Pab d’he dro ; mont a raio da ober brezel d’an Arabed er Spagn, evit biannât ho galloud muia ma c’hello, ober aoun dezho, ha miret na deufent mui da glask trabas ouz ar Frans.

Mes ar Mahometaned, trec’het dioc’h eun tu, a zo deut da veza mistri var broiou ar Zao-Heol, ar Palestin hag an douarou tro var dro. Bez santel Hor Zalver a zo dindan galloud an Turked, ar Mahometaned. Ar belerined a ia da bardouna da Jerusalem a zo goall gaset, riskluz eo zoken mont betek eno. Neuze kristenien kalounek, euz ar Frans dreist oll, ar groaz gantho var ho skoaz pe var ho feultrin, a ia, meur a vech dioc’h tu, da ober brezel d’an Turket, d’ho c’has kuit euz Jerusalem. Sant Lois, roue Frans, a ieaz diou vech he-unan e penn he armeou. D’an eil guech e varvaz, taget gant ar vosen e kear Tunis.

Abalamour d’ar pez e deuz great ar Frans evit an Iliz, ez euz bet gellet lavaret ar ger kaer-ma : « Gesta Dei per Francos. » « Oberou Doue great gant ar Fransizien. »

Epad ma’z ea armeou Frans da zifenn ar guir, ar relijion, an dud paour ha dister, a re a ioa er boan, an Iliz a gendalc’he da ober vad en hor bro. Eleiz a hospitaliou, kouenchou, skoliou a veze savet var douar Frans. Skoliou braz Paris a deue d’ezho ar sperejou kaera euz ar Frans hag euz ar rouanteleziou all, hag er skoliou-ze e veze desket an oll skianchou ha dreist oll ar relijion. Sant Thomas Akin, an doktor braz, ginidik euz an Itali, hag eur maread re all, zo bet o studia e skoliou Paris.

Epad ma skrive an doktored evit difenn ar feiz, e velomp labourerien o sevel hon ilizou koant ha pinvidik. An ilizou katedral ha re all c’hoaz gant ho mein dantelezed a zo al labourou kaera a zo bet great en hor bro. En hon eskopti, petra zo koantoc’h ha pinvidikoc’h eget iliz Kemper, iliz Kastel, tour Kreisker, iliz ar Folgoat ha meur a hini all c’hoaz savet gant feiz hon tadou koz ?

Piou a lavaro breman pegement a zantelez a zo bet kuzet er c’houenchou ken niveruz savet e peb leac’h ? pegement a bedennou a zo pignet ac’hano varzu an env ? Piou a lavaro labourou ar relijiuzed, ho frezegennou, ho skueriou santel, ar boan o deuz kemeret da skigna relijion Jesus-Christ er Frans da genta, er broiou all da c’houde ; rak ar Frans eo e deuz atao dioueret ar muia vugale evit ho c’has da brezeg ar feiz er broiou pell ; hirio c’hoaz, en despet d’ar brezel kounnaret a zo great d’ar relijion en hon touez, hi eo a joum er penn araok, hi eo a gas ar muia tud hag ar muia arc’hant da sklerijenna an dud divadez.

Abalamour da ze, Doue ne c’helle ket chom eb kaout truez ouz ar Frans, eb skuill he vennoz varnhi. Diskouezet en deuz meur a vech e kar hor bro. Hen diskouez en deuz great dreist oll o tigas d’eomp Jeann d’Arc.



Eul loden euz ar guiskamant dir.