Buez Jeann d’Arc/Kentel 09





NAVED KENTEL


Jeann o respount da c’houlennou doktored Poitiers. Testeni mad. He guiskamant brezel.


Jeann a ioa diskennet e Poitiers e ti eun den a justis, kristen mad koulz hag he c’hreg. Pa velaz ar plac’h iaouank an oll doktored, tud a iliz ha tud a lezen, karget gant ar roue da varn he buez hag he oberou, e tiskleriaz d’ezho : « Guelet a ran oc’h deut d’ober goulennou diganen. Ne c’houzon nag A na B, mes dont a ran a berz roue an env, da zigelc’ha Orleans, ha da ren ar roue iaouank da Reims ; eno e vezo kurunet. Pa zezo sakret, emezhi eun devez all, e rin ar roue anezhan, ar roue ebken, mes betek neuze, ne deo ket evidon roue aoualc’h, ne c’hellan ober anezhan nemet ar roue iaouank (Dauphin). »

Epad ma rea an doktored-se goulennou digant Jeann divar benn he buez hag he Moueziou, ar roue iaouank en doa kaset daou zen da Zomremy d’ober eun enklask divar he fenn, ha karget merc’het fur da daoler evez var oll oberou ha komzou ar plac’h iaouank keit ha ma vije e Poitiers. An doktored, eur pemzek benag a ioa anezho, a reaz d’ar verc’h iaouank dont meur a vech dirazho, an diviz etrezho a badaz en devez kenta tost da ziou heur. Red e oue da Jeann diskleria piz he bugaleach, lavaret ar c’henteliou e doa resevet digant he zud da genta, digant he Moueziou da c’houde ; perak e oa deut da gaout ar roue da Chinon.

Ar verc’h iaouank ne oue nemeur lenteat gant an doktored-se, renet gant Aotrou Arc’heskop Reims ; respount a reaz dinec’h-kaer. « Jeann, eme eun devez eun doktor, goulenn a rit soudardet, ha lavaret a rit e fell da Zoue e tistrofe ar Zaozon d’ar gear. Mes mar fell da Zoue ez afent d’ar gear, n’eo ket red sevel tud a vrezel evit ho c’has kuit, Doue a zo guest aoualc’h da zont he-unan a benn anezho — En han’ Doue, eme Jeann, ar zoudardet a skoio, ha Doue a roio ar gounid. »

Eur spered diez a zen a zavaz neuze he vouez, hag a c’houlennaz : « E pe seurt iez (langach) e komz ho sentezed ? — E guelloc’h iez egedoc’h-hu, eme Jeann (An doktor-ze a gomze trefoed). Ha kredi a rit e Doue ? emezhan, seac’h he c’her. — Guelloc’h evidoc’h-hu, eme ar plac’h iaouank, ken dichek hag hen. — Ma ! eme an doktor, Doue a zifenn ho kredi var ho ker ebken, red eo ma rofac’h eur merk benag e teuit a berz Doue. — En han’ Doue, emezhi, me n’oun ket deut da Boitiers da ober burzudou, mes va c’hasit dirak Orleans hag e tiskouezin evit perak oun digaset d’ar roue. Roit d’in tud, n’euz fors pegen nebeut, hag ez in da Orleans. »



Ar goulennou great d’ar plac’h iaouank a oue renevezet epad meur a zevez. Hi a zonje epad an amzer-ze : « N’eo ket ama e tlefen beza o koll va amzer, gant soudardet eo o skei gant ar Zaozon ; mes bolontez Doue bezet great ! Ah ! emezhi eun devez, en eur skei var skoaz eur marc’hek a ioa deut gant an doktored, goulenn a ran kalz tud a galon evel hema. » Eun devez all e lavare d’an dud a lezen-ze, souezet o velet pegen eün oa he responchou : « Hirroc’h a gaver e levriou Hor Zalver eget en ho re-c’houi ; an aotrou Doue en deuz eul levr, hag an dud desket, n’euz fors peger guiziek int, ne c’hellont ket lenn ennhan. »

Abenn teir zizun e oue evelato klozet an diviz. An dud a ioa bet kaset da c’houlenn petra oa bet amzer genta Jeann d’Arc e Domremv, a ioa deut en distro en eur ziskleria n’o doa klevet lavaret nemet vad anezhi, an itrounezed a renk huel o doa sellet piz ouz Jeann ha studiet ar vuez a rene, a rente testeni e oa eur plac’h fur hag eün. An dud a vrezel a ioa souezet o velet pegen desket oa peger mad e komze pa veze hano euz an emgannou ; an dud a iliz a veule he feiz krenv, he c’harantez birvidik e kenver Doue. Setu ma tiskleriaz arc’heskop Reims d’ar roue, en hano an oll guzulerien : « Meur a dra vurzuduz a lavarer divar benn Jeann d’Arc hag a zo bet kavet guirion ; mes pa ’z eo guir ar plac’h iaouank he-unan a lavar eo dirak Orleans e tiskouezo eo digaset gant Doue, e tleer ober d’ezhi mont betek ar gear-ze. Ar roue a dle eta rei d’ezhi soudardet ha galloud da vont di ; anez, e tizentfe ouz ar Spered Santel, ha ne dlefe ket kaout sikour digant an aotrou Doue. » An Aotrou ’n Arc’heskop a lavare ouspenn, hag he guzulerien ganthan : « Jeann, guir eo, e deuz guisket dillad goaz, mes deread eo kement-se ; rak pa ’z eo guir eo gant goazed eo e rai brezel, eo guelloc’h e vefe guisket, hi ive, e goaz. »

Ma oa choumet pell an eskibien, an doktored da studia lavarou Jeann araok rei ho ger divar he fenn, eur c’halz tud ne ouent ket ker nec’het-se, kredi a rejont dioc’htu e teue Jeann a berz an env. Pa glevaz hano euz ar plac’h iaouank, an duk a Alanson, kar tost d’ar roue, a ziredaz d’he guelet. Ha Jeann a lavaraz laouen : « Seul vui e vezo a dud euz a ouenn rouaned Frans, seul vell a ze. » Ha pa velaz an duk ar plac’h iaouank o kerzet var varc’h, e plijaz d’ezhan kement, ma roaz d’ezhi unan euz ar guella kezek en devoa.

An dud dister a rea evel an duk a Alanson ; trei a reant gant Jeann, ne joument ket pell var-var : diskouez a reant d’ezhi doujans ha karantez. Lod o doa c’hoant zoken da ober re : « Bennigit, emezho, hor c’hroaziou, hor metalennou, presiusoc’h e vezint da c’houde evidomp. » Mes Jeann, izel a galon, ho c’hase buan divar he zro : « Oh ! emezhi, bennigit-hi oc’h-unan, an dra-ze a vezo kerkoulz. »

Choum a rea eta humbl atao ; he baradoz a ioa, n’eo ket reseo reveransou kaer digant an dud eo, mes ober pedennou hir ha birvidik en ilizou ; eno, kennerzet gant an diou zantez en em ziskoueze d’ezhi, e c’houlenne gant daelou ma vije diverret an amzer m’e doa da joum e Poitiers. Mall e doa da ober labour Doue var dro Orleans, hag ar vall-ze a greske bemdez.

Pa ’z eo guir kuzulerien Poitiers o doa diskleriet e tlie ar roue fiziout e Jeann, Charles ne c’helle mui argila. Distrei a reaz ganthi da Chinon ; ac’hano, ar plac’h iaouank a ieaz da gear Tours evit beza guisket. En amzer-ze, evel m’eo bet diskleriet er bederved kentel, eur guiskamant brezel en doa kalz a dalvoudegez, rak an den a veze goloet he gorf oll, izili hag all, gant dir hag houarn tano ha krenv. An den harnezet mad ne veze ket buan tizet gant ar birou ; e leac’h an den n’en deveze na porpant dir na tok houarn, a veze buan treuzet gant eur zeaz pe eul lans : pe c’hoaz faoutet he benn d’ezhan gant an orz brezel.

Epad ma rea ar goff guiskamant Jeann, tud dournet skanv a vrode evithi eur banniel vraz, banniel eur c’habiten brezel. Ar plac’h iaouank, var urz he Moueziou, a reaz liva var eun tu Hor Zalver Jesus-Christ gant ar c’homzou : Jesus, Maria ; var an tu all e reaz merka skoued rouaned Frans etre daou eal.

Gant ar banniel vraz-se, Jeann a reaz ober evithi eur banniel all biannoc’h ; guelet a reat varnhi skeuden an Annonciation ebken : an eal Gabriel o kinning eul lilien d’ar Verc’hez benniget. Neuze e resevaz digant ar roue kezek evithi hag evit an dud dibabet ganthan evit beilla varnhi ha choum atao da dosta d’ezhi, mes ma kemeraz Jeann ar c’hezek, ne gemeraz ket ar c’hleze kinniget d’ezhi gant Charles. Menac’h a ieaz, var he lavarou d’ezhi, da iliz Santez Katell e Fierbois ; eno, adren an aoter vraz, e oue kavet eur c’hleze, pemp kroaz varnhan. He Moueziou o doa lavaret d’ezhi : « Ar c’hleze-ze a zougoc’h, ha n’eo ket eun all eo. » He zougen a reaz e guirionez epad pell amzer, mes ne oue morse ruziet gant goad den ; var dachen an emgann, Jeann, e leac’h dic’houina he c’hleze, ne rea nemet sevel he banniel. Ar banniel-ze a verke d’ar zoudardet e pe leac’h skei evit kaout ar gounid, ha Jeann e deuz diskleriet e kare he fanniel daou-ugent guech muioc’h eget he c’hleze.

Ha pa devoue Jeann d’Arc he marc’h brezel, he guiskamant dir, he fanniel, he zud, ar roue a roaz d’ezhi ar pez a c’houlenne pell a ioa : soudardet da ren, soudardet da hencha d’an emgann ; lavaret a reaz d’ezhi : « E Blois e kavoc’h eun arme ; it, ha ra vezo Doue ganeoc’h da zavetei Orleans. »