Buez Jeann d’Arc/Kentel 10



DEKVED KENTEL


Jeann a ra d’he soudardet beza kristen. Kas a ra eul lizer d’ar Zaosoun. Diblas a ra euz a Vlois.


Jeann a zentaz dioc’htu, mall ganthi mont en hent. He marc’hek a ioa Ian d’Aulon, furra den a ioa neuze er Frans, dioc’h ma lavare an dud ; he beleg a ioa eur manac’h, an Tad Paskerel, euz urz Sant-Aogustin ; he daou vreur kosa, Ian ha Per, gant an daou zijentil a ioa deut ganthi euz a Vaucouleurs, a ioa karget gant ar roue da veilla atao varnhi evit he difenn en emgannou.

Mes, m’e doa Jeann kristenien vad da dosta d’ezhi, eo red anzao e oa ar zoudardet a dlie ren tud eb feiz na lezen, oll pe gasi oll. Eur c’halz anezho a ioa divroidi, rederien hent, traou didalvez, o veza ma ne resevent aliez pae ebet e laerent pa c’hellent hen ober ; pa ne c’hellent ket laerez ar Zaozon, e vevent divar goust ar Fransizien ; ne zonjent nemeur e Doue, nemet evit blasphemi he hano santel. Luc’hach ha leoudouet a goueze stank euz ho ginou. Ha Jeann, ar verc’h a feiz krenv, Jeann ar verc’hez pur, kenteliet gant eun arc’heal ha diou zantez ; Jeann a zouge var he fanniel hanoiou sakr Jesus ha Mari, penaoz e defe gouzanvet ren tud henvel aoualc’h ouz diaoulou an ifern ? Mont a rea d’an emgann en hano Doue, gant galloud Doue ; ne felle d’ezhi kaout evel soudardet nemet tud sentuz ouz Doue.

Setu perak, kerkent ha ma oue en em gavet e Blois, o velet pegen digernez, pegen dizakr oa ar zoudardet, ar plac’h iaouank a c’halvaz buan he beleg : « Tad, emezhi, red eo ma teufe hon tud da jench buez. Klaskit dioc’htu eur banniel vraz gant Hor Zalver e kroaz varnhi, ar Verc’hez gloriuz Vari ha sant Ian en he gichen ; livirit neuze d’ar veleien all en em voda ganeoc’h en dro d’ar banniel-ze. »

Pa oue digaset ar banniel, pa oue bodet ar veleien en dro d’ezhi, Jeann a ieaz en ho zouez ; sevel a reaz neuze he mouez, komz a reaz gant an oll galloud e doa hi, kenta mestrez an oll zoudardet, hag e lavaraz : « Me fell d’in kaout kristenien, ha kristenien ebken dindanon ; rak-se, kement hini en deuz c’hoant da vont ganeomp d’ar Zaozon, a dle, da genta, ober eur gonfession vad. Ar veleien a zo ama, brema, a zelaouo ar re o deuz c’hoant da dostât ouz ar zakramanchou. » Ha Doue a gennerzaz komzou ar verc’hez iaouank, ha kalz euz ar zoudardet a deuaz da gaout ar veleien, da reseo an absolven.

Kement tra a c’helle dougen d’ar pec’hed a veze difennet stard gant Jeann. Hag ar zoudardet-se a deuaz da veza tud dishenvel euz ar pez oant araok ; dont a rejont kalz anezo da veza kristenien vad, leun a fizianz e Doue, laouen o senti oc’h an ursiou roet dezo, laouen o vont da ober gant Jeann eul labour zantel meurbed, da gas ar Zaozoun er meaz euz ar Frans.

Epad ma renke an traou en arme evit brasa mad ar vro en eur rei ar peoc’h d’ar c’houstiansou, Jeann a zonje er Zaozon, hag a gase d’ezho eul lizer bet skrivet var he urz e Poitiers, d’an 22 a viz meurz. Setu ama al lizer-ze, evel ma oa bet great :

« Jesus, Maria,

« Roue Bro-Zaoz, ha c’houi, duk a Vedfort, oc’h euz c’hoant da ren ar Frans en hano ho roue ; c’houi, Guillou Pole, komt Sulford ; c’houi, Ian, marc’hek Talbot ; c’houi, Thomas, marchek Escales, a lavar ho tri e renit ar vro dindan Bedfort ha gant he c’halloud, selaouit mouez roue an env. Restaolit d’ar verc’hez iaouank, a zo deut a berz Doue, roue an env, alc’houeziou an oll geariou oc’h euz kemeret ha goasket er Frans. Deut eo ama, a berz Doue, evit goulenn ar guiriou a zo dleet da c’hoad ar rouaned. Hi a roio gant levenez ar peoc’h d’eoc’h oll, mar kirit tec’het euz ar Frans, hag hon digoll euz an oll mizou on deuz bet ganeoc’h. Ha c’houi oll, goaregerien ha soudardet a zo paet gant ar Zaozon evit kelc’ha Orleans, it d’ar gear, Doue eo her gourc’hemen d’eoc’h ; ma ne zentit, guezit a berz mad o pezo dizale euz va c’helou evit ho prasa drouk.

« Ma ne zentit ket, Roue Bro-Zaoz, ententit mad e rin brezel er Frans d’ho tud ; ho c’has a rin kuit, mad mar plij d’eoc’h, mad ma ne ra ket ; ar re ne ’z aint ket kuit a vezo lazet. Rak me zo deut a berz Doue, roue an env, d’ho skei ha d’ho lakât er meaz euz a oll douar Frans ; mar plegont d’in, me a vezo truezuz en ho c’henver. Hag arabat d’eoc’h kredi e choumoc’h ken er vro, rak n’eo ket d’eoc’h-hu eo e roio Doue, roue an env, mab ar Verc’hez gloriuz Vari, rouantelez Frans. Charles, ar guir heritour, eo en devezo ar rouantelez-se ; setu eno bolontez Doue. Diskleriet eo bet ar volontez-se gant guerc’hez Domremy da roue Frans, hag ar roue a vezo great digemer d’ezhan e Paris gant tud an noblans, ha mistri ar zoudardet. Ma ne fell ket d’eoc’h kredi ar c’homzou a gasan d’eoc’h a berz Doue, e tisklerian d’eoc’h e skoimp varnoc’h n’euz fors e pe leac’h e viot, hag e raimp eun dismantr ker braz ma n’euz ket guelet kement all mil bloaz so er Frans. Roue an env a roio kement a nerz da verc’hez Domremy, ma ne c’helloc’h ober drouk ebet d’ezhi, na c’houi, nag ho tud ; an dud lazet a verko e pe du e ma ar guir, pe gant roue an env pe ganeoc’h-hu. Guerc’hez Domremy ho ped, c’houi, duk a Vedfort, da vont kuit euz ar Frans gant aon ne vefac’h lazet. Mar plegit d’ezhi, deuit en he c’hompagnunez, hag e veloc’h kaera viktor a zo bet gounezet morse gant kristenien. Livirit ha c’hoant oc’h euz da ober ar peoc’h, e kear Orleans, el leac’h ma vezimp dizale ; anez, bezit sonj mad e kouezo goall zrouk varnoc’h.

« Skrivet d’ar meurz euz ar zizun zantel :

« Dre urz ar verc’hez[1] Iouank. »

+


Pa resevaz ar Zaozon al lizer-ze, ez eaz kement a gounnar ennho m’o doa c’hoant da laza ar zoudard her c’hasaz d’ezho. Ar paour keaz den, Guyenn he hano, a oue prizouniet en despet d’al lezen miret etre an dud savet mad, lezen hag a zifenn ne rafet drouk ebet morse d’eun den hag a gas eul lizer euz eur rum enebourien d’egile.

D’ar merc’her, 7 a viz ebrel, an arme a ioa savet evit sikour Orleans, hag an oll girri ; leun a vevans evit ar gear kelc’het, a ziblasaz euz a Vlois. En dro da Jeann e velet kalz euz ar re vrasa etouez kabitened soudardet Frans : de Boussac, de Culan, Lahir, Xaintraill, de Rais. Er penn araok e touget banniel Jeann ; pa oue eat an oll er meaz euz kear, ar veleien a ganaz ar Veni, Creator ; an oferen a oue lavaret da c’houde, ha Jeann a resevaz ar Gommunion zantel.

Penoaz n’en devije ket Doue skuillet he vennoz var an dud a ziblase gant kement a zevozion evit digeri brezel eneb laeroun ar vro ?

Goude m’oa bet lakeat e pen ar zoudarded, Jeann a oue guelloc’h c’hoaz da bedi an Aotrou Doue. Kovez a rea bemdez pe var dro ; dioc’h an noz e zea da bedi epad eun hanter-heur en eun iliz ; kommunia a rea diou veich ar zizun. Ne zeat ket en amzer-ze aliesoc’h eget diou veich ar zizun da gommunia. Er pen kenta euz amzer an Iliz, ar gristenien a gommunie beb guech ma klevent an oferen, hag Hon Tad santel ar Pab Pie X en deuz aliet ivez ar gristenien da gommunia aliez : an aliesa ar gwella ; bemdez zoken m’ar geller.

  1. Evel m’eo bet diskleriet, er gentel genta, Jeann ne oa ket bet er skol ; setu perak e rea eur groaz e traon al lizeri skrivet en he hano.