Buez Jeann d’Arc/Kentel 12
D’ar guener 29 a viz ebrel euz ar bloaz 1429, var dro eiz heur dioc’h ar pardaez, Jeann d’Arc a ziskenne euz ar vagik m’e doa treuzet ar ster ennhi, hag a oue digeremeret e kear Orleans. Savet var gein eur marc’h guenn, eur guiskamant dir en dro d’he oll izili, he fanniel soun dirazhi, ar verc’hez iaouank a ioa kaer da velet, rak an doare anezhi a zisklerie d’an oll e tigase ganthi sikour an env. En he c’hichen e kerze Dunois, guisket kaer dreist ; var he lerc’h e teue Lahir, gant eun toullad marc’heien.
Keariz a ioa diredet oll da velet Jeann, sklerijenna reant an hent dre ma tremene, daoulagad an oll a bare varnhi, daouarn an oll a ioa savet varzu ennhi evit diskleria, guelloc’h eget ar c’homzou, pegen eüruz oant d’he guelet en ho zouez. Ar re a c’helle tostât a boke d’he zreid, d’he dillad ; an oll a skuille daelou a levenez. Ha pa vije diskennet en ho zouez eun eal euz an env, Orleaniz n’o dije ket gellet ober kaeroc’h digemer dezhan. Poan o doa bet, enebi o doa ranket pell amzer ouz ar Zaozon digernez ; mes « brema, emezho, eo dija achu ar boan, ar zilvidigez a zo o tont : ar zilvidigez a zo deut. » Eb an disterra lorc’h, en despet d’an henoriou a rentet d’ezhi, Jeann, seder ha laouen e kreiz kement a dud, a ieaz gant an oll d’an iliz veur da c’houlenn bennoz au Aotrou Doue var he armou, var gear, var ar vro a bez. D’an iliz eo e c’henchaz an dud, rak hed he buez ne ankounac’heaz morse e teue he galloud burzuduz digant Doue, hed he buez he ger a oue : « Doue, hon Aotrou, atao da genta.. » Dre ma ’z ea varzu an iliz, e lavare d’ar bobl : « Ne veulit ket ac’hanoun, me ne doun nemet breac’h Doue, Hen en deuz bet truez ouzoc’h, Hen en deuz va digaset ama da zavetei an dud vad a zo e kear Orleans. »
Pa oue achu ar pedennou en iliz, an oll a ieaz da ambroug Jeann betek he zi ; ha disken a reaz e ti Jakez Boucher, arc’hantaer kear, rak pried Jakez a ioa guella ha furra maouez a anavezet e kear Orleans. O veza ma ne doa debret netra abaoue sav heol, Jeann a gemeraz eun tamik pred ; ne gemeraz nemet eun tam bara soubet en dour-vin. N’eo ket da glask friko e oa eat en eun ti pinvidik, mes da glask urz ha skouer vad. Ar verc’hez iaouank a ieaz da gouskat abred, ober a reaz da Charlott, merc’h kosa an arc’hantaer tremen an noz er memez kampr ganthi. Epad ma oue o vrezelekât, e klaskaz atao kaout eur vaouez en he c’hampr ; pa ne gave hini, ez ea da gouskat eb en em ziviska.
Antronoz vintin Jeann a ziskleriaz da Zunois e tliet mont d’ar Zaozon dioc’htu. Hen ne anaveze ket c’hoaz galloud ar verc’hez iaouank, setu perak, e respountaz d’ezhi : « Ne c’hellomp ket ober netra araok ma vezo deut ama arme ar roue ; re nebeud a dud oump. » Jeann, diez he fenn, a zistroaz da di he hostizez, mall e doa da staga d’al labour, ha setu ma reat dezhi choum da ehana. Ar verc’hez iaouank a skrivaz neuze eun eil lizer d’ar Zaozon evit kemenn d’ezho, a berz Doue, mont kuit, « ma n’o doa ket a c’hoant da veza goall-gaset ; goulenn a rea ma vije rentet d’ezhi ar zoudard Guyenn dalc’het gant ar Zaozon enep peb guir, abaoue m’en doa kaset d’ezho al lizer kenta. » Ar Zaozon a laoskaz en dro-ma paotr al lizer da zont en dro gant eur respount leun a zisprijans evit Jeann, diskleria reant dezhi e vefe devet kerkent ha m’o devije paket anezhi, dalc’her a rejont evelato Guyenn er prizoun.
Dioc’h ar pardaez, ar verc’hez iaouank a skrivaz eul lizer all evit azgoulenn Guyenn, mes, en dro-ma, Dunois a lavaraz ive he c’her : « Renta reoc’h deomp Guyenn, emezhan, anez, ar Zaozon a zo ama prizounerien a zamanto. » Gant aoun n’en defe Dunois goal gaset ar Zaozon a ioa etre he zaouarn, an enebourien a zigoraz dor prizoun Guyenn. »
Jeann, deut a berz Doue, c’hoant d’ezhi da lakat ar peoc’h da ren, ne gave ket d’ezhi e devije great aoualc’h o kas liziri da vistri an enebourien, sevel a reaz he-unan var mogeriou Orleans, da lavaret a bell hag a vouez huel d’ar Zaozon e kouesfe varno ar brasa gualheuriou ma ne ’z afent ket kuit a galon vad. Renevezi a reaz he gourdrouzou antronoz, d’ar zul, kenta devez a viz mae, mes ar Zaozon ne rejont van ebet ouz he c’hlevet, respount a reant o lavaret goasa c’hellent euz ar verc’hez iaouank.
Ma choumaz Jeann, evit tremen dioc’h Dunois, eb sailla var an enebourien, eur c’halz euz ar zoudardet, leun a galon abalamour ma oa ar verc’hez iaouank e kear, a stagaz d’ar Zaozon. Ar re-ma a oue red d’ezho kila da genta ; mes eur vech en ho c’hestell, e ouent e savete. Hag ar Fransizien, en despet d’ho nerz ha d’ho c’halon, ne c’heljont ober taol kaer ebet : Jeann ne oa ket gantho, Jeann na c’houie netra.
Dunois, gant he vall da gaout sikour eneb ar Zaozon, a ieaz he-unan da glask arme ar roue varzu Blois. Tremen a reaz eta etre ar c’hestell saoz, mes Jeann a ioa var evez : soun var he marc’h brezel e dianveaz mogeriou kear, soudardet en dro d’ezhi, ne c’houlenne nemet mont d’an enebourien m’o defe taget Dunois. Gant aon razhi, ne oue ket klasket ober an disterra drouk da gabiten ar zoudardet.
Pa oue eat Dunois a guz, ar verc’hez iaouank a zistroaz e kear, ha pa ’z eo guir Orleaniz ne ehanent da zont d’he guelet e ti he hostizez, hi a ieaz dre gear, d’en em ziskouez d’an oll. Eun dudi oa he guelet o vont hag o tont dre ar ruiou, kalonou an oll a dride gant al levenez hag ar fizians, rak hi ne baoueze da lavaret : « Doue en deuz va digaset da zavetei kristenien vad Orleans. » Hag epad ma roe kalon d’an oll o vont dre gear, e selle piz ouz ar mogeriou, e vele ar c’hestell Saoz gant ar zoudardet ho difenne hag e klaske an tu da zont a benn anezho.
Gant an dra-ze ne ankounac’hea ket Doue, goulenn a rea he zikour ; he fedennou a ioa birvidik, skuill a rea daelou en ilizou, hag an dud a lenve ganthi. D’ar meurz 3 a viz mae, Jeann, evit tenna muioc’h c’hoaz bennoz an Aotrou Doue var he armou, a heuliaz ar brosesion vraz a veze great e kear evit henori gouel ar Groaz Kavet ; mistri kear koulz ha mistri ar zoudardet a ieaz d’ar brosesion-se.
Eun den a iliz euz ar re vrudeta a c’houlennaz da c’houde digant ar verc’hez iaouank : « Ha kredi a rit-hu e vezo digelc’het Orleans ? — En han’ Doue, ia, her c’hredi a ran, eme Jeann. — Goulskoude, ho c’hestell a zo krenv, ha diez braz e vezo ho banna er meaz. — « N’euz netra dreist galloud Doue, emezhi. »
Antronoz, arme ar roue en em gavaz abred e kichen kear ; Dunois en doa gellet, var bouez poania stard, ober d’ar vrezellerien dont varzu Orleans ; an offiserien o doa c’hoant da zistrei gantho da Chinon. Ar zellerien, divar an touriou huela, o doa he guelet a bell ; ha Jeann, gant pemp kant den ebken, a ieaz d’he diambroug en tu all d’ar c’hestell Saoz. N’e oue klasket ober drouk ebet na d’ezhi, na d’an arme a deue var he lerc’h pa zistroaz e kear ; ar Zaozon a ioa evel seizet. Jeann a ioa en dro d’ezhi beleien o kana hymnou ha pedennou an iliz, he faniel savel huel a zisklerie e pe leac’h edo, mes an enebourien ne finvjont ket. Karradou bevans a deue gant an arme, mes ar Zaozon ne rejont van evit ho guelet : skoet oant gant Doue.
Pa oue an oll e kear, Dunois a deuaz da gaout Jeann : « Eur c’helou fall a zo, emezhan, Falstoff, kabiten Saoz, a deu gant eun arme da zikour hon enebourien, e ma demdost da Orleans. — Komt, eme Jeann en eur vousc’hoarzin, pa deui Falstoft ama, c’houi hel lavaro d’in ; ma teu aze eb ma c’houfen, e rin trouc’ha ho penn d’eoc’h. » Var gement-se, ar verc’hez iaouank a ieaz d’ar gear : skuiz oa.
Hogen ar vistri braz a ioa en em glevet etrezho evit skei var ar Zaozon en devez-se, araok ma vije deut Falstoff da sikour ar re-ma. N’o devoa lavaret netra da Jeann, kaout a rea d’ezho ar verc’h-se ne c’houie netra divar benn renka eun arme, ha ren eur stourmad. Fall e sonjent, rak an desketa tud a vrezel o deuz studiet histor Jeann d’Arc o deuz oll anzavet ne c’heller ket ren eur brezel guelloc’h eget m’e deuz great, guiziekoc’h e oa var an traou-ze eget den all ebet en amzer-ze. Ha piou a gavo souezuz kement-se, pa zonjo e oa renet Jeann gant elez Doue, gant sant Mikeal dreist oll ; Sant Mikeal, rener braz an emgannou !