Buez Jeann d’Arc/Kentel 13





TRIZEKVED KENTEL


Ar Fransizien a ia d’an emgann eb gouzout dare da Jeann. Koll a reont, mes Jeann a deu hag a ra d’ezho gounit. Kastell Saoz Saint-Loup devet. Ar Iaou-Bask da Zoue. Trede Lizer d’ar Zaozon.


D’ar 4 a viz mae 1429, pemzek kant den, eb gouzout dare da Jeann d’Arc, a ieaz var dro kreisdeiz er meaz euz a Orleans da ziskar kastell Saoz Sant-Loup. Er c’hastell-ze ne oa nemet tri c’hant brezeller Saoz, mes oll oant tud dispount ha kalonek. Difennet gant ho mogeriou, an tri c’hant a reaz kalz a zrouk d’ar Fransizien ; eleiz euz ar re-ma a oue glazet, meur a hini lazet. A nebeudou Orleaniz a oue red d’ezho mont var ho c’hiz.

Jeann, dre he skuisder, a ioa eat d’ober eur c’housk e kreiz an deiz. Krenv oa goulskoude, pa ’z eo guir eo choumet eur vech c’houec’h devez eb en em ziviska ; evel-kent, red e oa d’ezhi ehana avechou koulz hag ar re all. Ha setu, a greiz kouskat, hag hi ha dihuna, o klevet he Moueziou a gemenne d’ezhi mont d’ar Zaozon. Guisket oll oa ; en eul lamm e oue var zav, hag e lavar d’he marc’hek : « Buan, va armou ! va marc’h ! goad Frans a ruill var an dachen. Ah ! perak n’oun ket bet dihunet kentoc’h ? Va armou ! buan ! »

He marc’hek, souezet-maro, a visk d’ezhi he dillad brezel : kear, sioul araok, a zavaz trouz braz ennhi, iouc’hal a reat e voal gaset ar Fransizien. Jeann a ziskenn prim an deleziou hag a gav he floc’hik : « Ah ! paotr kriz, emezhi, ne lavarac’h ket d’in e ma goad Frans o ruzia an douar ! » Sevel a ra var he marc’h guenn, Siouaz ! n’e deuz ket he fanniel. « Buan ! emezhi, roit d’in va fanniel dre ar prenestr, mall eo d’in beza var an dachen. » Ha kerkent ha m’e devoue he fanniel en he dourn, e reaz d’he marc’h mont d’an daou lamm ruz varzu an or dosta d’ar stourmad.

Ne c’houlen digant den nag e pe leac’h ema an emgann, na piou a zo e penn ar zoudardet : mont a ra dre an hent berra, d’an daou lamm atao ; e kichen dor kear e kav ar c’henta brezellerien gouliet a zouget da Orleans. O velet an dud keiz-se goloet a c’hoad, Jeann a zantaz he c’halon o frailla en he c’hreiz : « Biskoaz, emezhi eun devez, biskoaz n’em euz guelet goad Frans o redet eb na sounnfe va bleo var va fenn. » Ne joum na da glemm na da hirvoudi ; goad ar Fransizien a zo o redet, red eo ho zikour d’en em zifenn, da veza treac’h d’ar Zaozon ; hag hi, d’an daou lamm atao, varzu kastell Sant-Loup.

Eun nebeud marc’heien o deuz heuliet anezhi, re all a deu da c’houde, a hiniennou ; ar Fransizien a dec’he a deu en dro, leun a galon brema p’e ma Jeann gantho : en em ganna a reer da vad. Ar verc’h iaouank, kerkent ha ma vel ar stourmad a c’halv Dunois : « Mirit, c’houi, emezhi, na deuffe Saoz ar c’hestell al da zikour ar re-ma. » Dunois, sentuz, a ra dioc’htu kas he urziou da geariz, hag a heuil Jeann var an dachen, e douveziou ar c’hastell. Eno an emgam a zo spountuz : iouc’hal a ra an dud, an armou a zoun p’en em stokont, ar birou a zut, ar c’hanoliou a groz gant eun trouz pounner. Ker kounnaret eo ar zoudardet, abalamour m’e ma Jeann gantho, m’e ma buan ar Zaozon var nez koll, hiniennou euz ar Fransizien a c’hell pignat var ar voger huel.

Talbot, mestr braz ar Zaozon, o velet, divar eur c’hastell all, he dri c’hant e riskl da veza trec’het, a reaz da zoudardet he gastell disken var an dachen da zikour ho breudeur ; mes kerkent Orleaniz, var evez ive, a zounaz e kear kloc’h braz an emgann, ha dioc’htu, c’houec’h kant den, ho armou gantho, a deuaz er meaz, a zispakaz ho bannielou, a eünaz ho renkou, hag a ieaz varzu kastell Talbot. Hema, en despet d’he gounnar, ne gredaz ket mont var araok ; ober a reaz d’he dud dont buan var ho c’hiz, ha serra kloz dor ar c’hastell var ho lerc’h.

Etre daou, ar verc’hez iaouank a rene atao ar vrezellerien dirak Sant-Loup, ha goude teir heur leun, teir heur a boan hag a emgann iud, ar c’hastell a oue peur gemeret, he zifennourien a oue lazet pe baket. Lod euz ar Zaozon, gant aon da veza goalgaset, o doa guisket dillad beleien ; soudardet Jeann o doa c’hoant d’ho laza, mes ar verc’hez iaouank a deuaz buan : « Ne rit drouk ebet d’ezho, emezhi, abalamour d’an dillad a zougont ha pa ne ve ken, va frizounerien int. » Ne oue great drouk ebet d’ezho, mes Saozon all, paket araok ar re-ze, a ioa bet lazet eb truez nag izom, ker kris oa ar vrezellerien en amzer-ze.

Daoust ma oa dispount epad ar stourmad, Jeann a joume evelato tener he c’halon dindan he forpant dir : Skuill a reaz daelou var ar zoudardet lazet. Gant aon ne vije bet offanset Doue epad an emgann, e reaz d’he zud kovez eno var an dachen d’ar veleien a heulie anezhi, hag e koveseaz he-unan da genta. Goudeze, e lakeaz an tan er c’hastell hag e lavaraz d’he soudardet : « Ha brema, va zud, deomp buan d’an iliz da drugarekât Doue evit ar gounit en deuz roet d’eomp. Ia, emezhi c’hoaz, trugarekaomp anezhan ; ma n’on deuz ket a zonj anezhan brema, Hen n’en dezo ket a zonj ac’hanomp ken nebeut pa vezimp en emgann. »

Ilizou Orleans a dregarnaz gant an Te Deum a drugarez, a anaoudegez vad a oue kanet ennho ; epad ma save ar moueziou varzu an env, ar c’halonou a dride gant an esperans : ar gounid kenta eo, a lavare an dud, peur eta on dezo ar gounid diveza ? Mes Orleaniz o doa fizians, rak lavaret e doa Jeann : « Trugarekait Doue, ha grit pinijen ; a benn pemp devez ama, ne vezo mui eur zoudard saoz er c’hestell a gelc’h Orleans. »

Antronoz edo ar Iaou-Bask. Ar verc’hez iaouank e doa c’hoant da ziskar en devez-se kastell krenv Sant-Laurans rak, emezhi, deut eo heur ar Zaozon, diskaret e vezint ; » mes ar c’habitened a lavaraz nan, n’o devoa ket a fizians aoualc’h e Jeann. Hi neuze, pa ’z eo guir ne dliet ket mont var an dachen, a roaz an devez-se d’ar beden.

Klevet a reaz eta an oferen evel ma rea bemdez ; ouspenn-ze, kommunia a reaz, choum a reaz pell hag hir en iliz da astenn he fedennou. Kennerzet gant ar gommunion zantel, iac’heat he ene, Jeann a c’hourc’hemennaz d’he oll soudardet kovez evit mont gant eur galon dinam d’an emgann, hag evit sklerijenna eur vech c’hoaz ar Zaozon, e skrivaz d’ezho he zrede lizer :

« D’eoc’h-hu, tud Bro-Zaoz, n’oc’h euz guir ebet var douar Frans, roue an env a ro urz da zistrei en ho pro. Doue en deuz diskleriet d’in he volontez ha skriva ran d’eoc’h hirio evit an drede ha diveza guech, ne skrivin d’eoc’h mui.

Jesus, Maria

Jeann, ar verc’hez iaouank ».


Gant aon ne vije great drouk d’an den en devije kaset al lizer, rak kounnar ar Zaozon eneb Jeann a dlie beza spountuz abaoue an derc’hent, ar plac’h iaouank a reaz staga he lizer ouz eur bir, eur goareger a vannaz ar bir-ma etouez ar Zaozon. Ar re-ma a respountaz a vouez huel gant komzou divergont d’al lizer-ze, skrivet d’ezho gouls koude evit ho brasa mad, hag ho c’homzou divalo a skoaz eun taol pounner e kalon Jeann. Pedi a reaz Doue en he enkrez, kerkent he Moueziou a gomzaz dezhi, hag a laouenneaz he spered.