Buez Jeann d’Arc/Kentel 16





C’HOUEZEKVED KENTEL


Ar Zaozon a dec’h divar dro Orleans. Keariz a gan an Te Deum gant Jeann. Eur marc’hek speredek. An den santel Gerson a lavar e ma Doue gant Jeann d’Arc. Komsou guerc’hez Orléans : « Ne badin nemeur ouspenn bloaz, greomp labour vad. »


En nosvez-se, Talbot a vodaz en dro d’ezhan an oll gabitened saoz evit en em glevet gantho. Mantret oll oant o velet peger buan e doa eur verc’h dizesk freuzet ho labour var dro Orleans. Seiz miz araok o doa savet ar mail kenta euz ar jaden kestell a gelc’he Orleans ; epad ar seiz miz-se, en despet da galon ar Fransizien, o doa starteat bemdez ar jaden var dro kear ; daou ugent mil lur benag a zispigne bep miz roue Bro-Zaoz evit paea he dud, ha setu en eur zizun kaset an oll gounidou-ze da netra. Setu ma c’houlennaz Talbot digant he offiserien : « Petra raimp ? »

Ar vistri brezel a blegaz ho fenn : « Kila rankomp, emezho. Ar zorserez-se a vir ouz hor zoudardet d’en em zifenn, ne c’hellont mui herzel ouz ar Fransizien. Oll kestell eun tu euz ar ster a zo kollet ha devet ; ha chom a c’hellomp er c’hestell a zo en tu-man ? Ne c’hellimp ket enebi, kastell ebet en tu-ma n’eo krenvoc’h eget kastell an Touriou. Peur e c’hello hor roue sikour ac’hanomp ? ne c’houzomp het. » Setu ma lavaraz Talbot : « Guir eo, hor zoudardet a zo eat dinerz abaoue m’eo deut ar verc’h-se, deomp kuit. Arabad eo evelato e c’helfe ar Fransizien-ze lavaret on euz aon razho, mont a raimp kuit dispount, urz vad en hon touez ; renka reoc’h mad ho soudardet. »

Antronoz eta an oll Zaozon a deuaz var renkou dirak mogeriou kear evel p’o dije bet c’hoant da vont d’an emgann. Kerkent ha ma tispakaz ar re genta, kleier kear a c’halvaz ar zoudardet, hag ar vrezellerien a ziredaz evit sailla var an enebourien. Laouen ha dispount, rak Jeann a ioa gantho, ez ejont er meaz euz ar mogeriou ; ar Fransizien en em rannaz e daou rum evel ar Zaozon.

Jeann hag ar vistri all a zikouraz ar zoudardet d’en em renka, hag o veza ma oa ar zul, ar verc’hez iaouank a reaz lavaret diou oferen asamblez, evit tenna bennoz an env var he zud, ha miret lezennou Doue. Epad ma renaz an oferennou, den ebet na finvaz ; pa ouent achu, ar zoudardet a c’hoantea skei var an enebourien. Mes Jeann a c’houlennaz : « Pe var zu eo troet ar Zaozon ? — Varzu kear Meung, eme ar c’habitened. — Ma ! neuze, eme Jeann, p’o deuz troet ho c’hein da Orleans, laoskit-hi da vont kuit, Doue n’ho ro ket d’eoc’h hirio, divezatoch ne lavaran ket. Deomp da drugarekât Doue. »

E guirionez, an enebourien a dec’haz eb klask stourm, na skei an disterra taol. Hag epad ma pelleant, Jeann a zistroe e kear gant Orleaniz da gana bennoz ha meuleudi d’an Oll-C’halloudek, Oh ! nag ar c’halonou a dride epad an Te Deum ! Nag a anaoudegez vad o doa ar vourc’hizien kalonek-se evit Doue da genta, hag evit Jeann he zervicherez ! evit Jeann e doa ho saveteat en eiz dez !

Lavaret a reant d’ezhi : « C’houi a zo hor zilvidigez ! » Hag hi a respounte eb an disterra lorc’h : « Trugarekait an Aotrou Doue, Hen eo en deuz ho saveteat. » Hag evit diskouez sklear anaoudegez vad an oll da Zoue, Jeann a reaz ober eur brosesion vraz e kear d’al lun 9 a viz mae. An oll a deuaz d’ar brosesion-ze dre respet, dre anaoudegez vad ; daoust ma ’zeuz tost da bemp kant vloaz abaoue, Orleaniz a renevez bep bloaz ar brosesion-ze, d’an eiz a viz mae, deiz silvidigez ho c’hear.

Er zulvez-se, 8 a viz mae 1429, oll gestell ar Zaozon a oue freuzet ; hag ar bevans, ar c’hanoliou, an armou a ioa chomet a zilerc’h an enebourien, kement a hast o doa da vont kuit, a oue digaset e kear ha gorroet mad. Da c’houde evit kloza al labour, e oue lakeat an tan er pez a joume euz ar c’hestell, oll e ouent puluc’het.

Evit c’hoarzin eun nebeut, an dud a gomze divar benn an taol fin en doa tennet eur marc’hek hanvet du Bar d’ar Zaozon. Paket gant Talbot d’an 11 a viz c’houevreur, du Bar en doa great tri miz prizoun etouez ar Zaozon, p’en em gavaz Jeann dirak Orleans ; sonj o doa an enebourien da gaout arc’hant braz evithan, araok terri he jadennou. Evit miret na deufe ho den da dec’het, ar Zaozon o doa staget eur poez pounner oc’h pep troad d’ezhan.

Pa dec’haz an arme euz a zirak Orleans, ar brizounerien a oue lakeat e kreiz, great e oue d’ezho heuil ar re all ; eur manac’h saoz a oue karget da ziouall du Bar. Hema gant he jadennou pounner, ne c’helle ket bale buan ; choum a rea divarlec’h a nebeudou, en eur ober an neuz da boania kalz. Pa velaz ar marc’hek e tec’he ar Zaozon da vad hag e oant dija pell araok, e troaz varzu he vanac’h, hag e krogaz ennhan : « Va mignoun, emezhan, feaz oun o tougen va chaden, en han’ Doue, pleg eun tamik ma savin var da gein. » Kerkent ha m’en devoue ar manac’h sammet he zen, du Bar a lavaraz dezhan : « Ha brema, va mignoun ker, te am c’haso, n’eo ket da Vro-Zaoz eo, re hir e ma ac’han ha re skuiz e vefez, mes da Orleans. » Ar manac’h a c’hinaz, mes ar marc’hek a ioa eun denn krenv, kaled he veud, ober a reaz d’ar paour keaz manac’h he gas betek Orleans. Eno e tirollaz ar c’hoarz pa oue guelet an daou zen oc’h en em gaout, an eil var diouskoaz egile.

Eur vech m’o devoue tec’het ar Zaozon, Jeann e doa roet ar merk kenta e teue a berz Doue : torret e doa ar c’helc’h a vouge Orleans. An eil labour a oa hencha ar roue da Reims evit beza kurunet. E leac’h chom da ehana en Orleans evit reseo meuleudiou an dud, Jeann, d’an dek a viz Mae a ioa en hent evit mont da gaout Charles VII : mall e doa da labourat. Orleaniz a lenve dourek o lavaret kenavezo : kement a leac’h o doa d’he zrugarekât ma n’eo guest den d’hen lavaret. Ma oa eleiz euz an offiserien huela a eneb Jeann, an dud santella a ioa a du ganthi. Guizieka den a ioa neuze er Frans, Gerson, rener an doktored, a skrivaz, en amzer-ze, eul levr evit diskleria d’an oll ar virionez var Jeann d’Arc. « Kredi a c’heller, emezhan, e teu e guirionez Jeann, guerc’hez Orleans, a berz Doue, abalamour m’e deuz bet an treac’h var he enebourien, hag abalamour m’eo eün al labour a ra o renta he rouantelez d’ar roue guirion. Furnez ha devosion ar verc’h iaouank a rent testeni d’ezhi. Dougen a ra, guir eo, dillad goaz. Er c’hiz-se e c’hell beva en eun doare deread etouez soudardet, stourm guelloc’h a ze en emgannou, difenn he c’henvroiz, diarbenn an enebourien, ha diskouez e c’hell Doue, pa gar, diskar ar galloudussa mistri brezel dre zourn eur plac’h iaouank. » Al levr-se a sklerijennaz meur a hini o doa beac’h o kredi e c’helle Doue ober traou ker burzuduz dre zourn eur verc’h, hag a roaz muioc’h a fizians c’hoaz d’ar guir gristenien.

Ar roue a grede muioc’h eget biskoaz e teue Jeann a berz Doue. Pa glevaz lavaret e oa guerc’hez Orleans en hent evit mont d’he gaout, e tiblasaz euz he gastell e Chinon evit mont d’he diambroug. Jeann a gavaz eta ar roue iaouank e Tours. Ar roue a reaz eun digemer karantezuz d’ezhi. C’hoant en doa da lakat anezhi, divar neuze, e renk an dud a noblans huel. Mes Jeann n’edo ket o klask henoriou : c’hoant ober labour Doue eo e doa. Lavaret a reaz eta da Charles VII : « Grit buan ar pez a c’houlenn Doue diganeoc’h, it da Reims evit reseo ho kurunen a roue, rak, emezhi, eur bloaz e padin, mes ne joumin nemeur ouspenn. Red eo d’eoc’h ober labour vad epad ar bloaz-se. » Ar roue ne c’houlenne ket guell, rak lavaret a rea en eul lizer skrivet da vourc’hizien Tournay d’an 22 a viz mae : « Evit peurgas hon enebourien e fiziomp var hor zoudardet ha var zikour Doue, Jeann d’Arc eo e deuz renet betek-hen hor brezellerien ha fizianz or beuz e kaso he labour da benn. »

Ar roue iaouank a skrive kement-se, mes ne oa ket mestr awalc’h.