Buez Jeann d’Arc/Kentel 15
An deiz o c’houlaoui a velaz an Tad Paskerel oc’h an aoter, ha Jeann o selaou he oferen gant devosion. Distrei a reaz buan en he zi da c’houde, en em viska a reaz evit ar stourmad. Pa zave var he marc’h guen, ar Boucher a lavaraz d’ezhi : « Choumit ta eur pennad, Jeann, e maer o paouez digas d’in eur pesk euz ar re vella, choumit hag o pezo eun tam. — Nan, bennoz Doue d’eoc’h emezhi, mirit o pesk betek ar pardaez-ma, eur Zaozik a deuio ganen, distrei a rin ganthan dre bount Sant-Anton. » An arc’hantaer a oue souezet-braz ; eur volz euz ar pount-se a ioa freuzet pell a ioa, evit mirout ouz ar Zaozon da zont dreizhan e kear, hag hi a lavare : « Treuzi a rin var ar pount. »
Kerkent ha ma oue guelet Jeann var ar ru, ar vrezellerien a ziredaz, al levenez o para var o zal : « Emgann adarre, emezho. » Mont a rejont oll da glask an or a sko var Zao heol, dor Bourgogn, ha dre ma z’eant, niver ar vrezellerien a iea var gresk. Mes e toull an or e kavjont gouarner kear, ar c’hont de Gaucourt ; ar c’habitened all o doa lavaret d’ezhan : « Miret a reoc’h ouz an dud da vont er meaz. » Hed an noz n’en doa great difenn ebet, setu perak Orleaniz a c’hellaz mont ha dont, evel m’eo bet diskleriet ; mes kerkent ha ma tarzaz an deiz, e teuaz da ober serra an or. Ha kaer o doa an dud grosmol, an or ne zigore ket, rak de Gaucourt a ioa eur penn kalet a zen.
Pa velaz Jeann e viret ouz an dud da vont er meaz, ne joumaz ket var var, mont a reaz var eün betek ar gouarner, hag en eur ober d’an oll rei peoc’h, e lavaraz a vouez huel : « C’houi a zo eun den fallakr, mes ar zoudardet a ielo er meaz, mad mar plij deoc’h, mad ma ne ra ket. Ar gounid a vezo deomp, hirio koulz ha deac’h. » Meuze e troaz varzu ar zoudardet a zioualle an or, hag e lavaraz d’ezho seac’h ha krenn evel ma komz an hini a zo mestr var an oll vistri all : « Digorit, me eo her gourc’hemen. » De Gaucourt a blegaz he benn, ne c’helle ket dislavaret an hini e doa bet ar galloud huella digant ar roue he-unan.
An or a oue kerkent digoret, hag an douar a grenaz dindan ar varc’heien hag ar zoudardet o vont gant hast d'an emgann. Pa velaz ar vistri braz, e iea an oll vrezellerien varlerc’h Jeann, int-hi a ieaz ive buanna ma c’heljont, Dunois ha Lahir er penn araok, rak hi o doa muioc’h a fizians eget ar re all er verc’hez iaouank. Divarlec’h e teuaz Xaintraill, Culan, de Rais, Gamach ; de Gaucourt zoken a deuaz ive.
An oll en em vodaz dirak mogeriou ar c’hastell, ha kerkent ha seiz eur e oue staget d’an emgann. An douveziou leun a zour a oue karget gant keunet, ar skeuliou huel a oue savet, ar Fransizien a bignaz ennho, mes er penn kenta euz an devez, ar gounid ne oue ket d’ezho. Guech fircher hir ar Zaozon a bellea beg ar skeuliou hag a rea d’ezho koueza, tud hag all ; guech ar skeul a veze brevet dre he c’hreiz gant eur roc’h pounner ruillet divar ar mogeriou ; guech all ar c’henta savet a vezet lazet a daoliou bouc’hal, hag a ziskare he vignouned o koueza varnho. A veac’h e veze piket eur rum, ma velet Fransizien all, ker kounnaret hag hi, o sevel en ho flas evit beza diskaret d’ho zro.
Ar verc’hez iaouank, sounn he banniel ganthi var an dorgen azioc’h an douvez, eb aon rak birou na kanoliou, a roe kalon d’he zud : « Fizians emezhi, ar c’hastell a zo d’eomp ! » Hag ar stourmad a gendalc’haz kounnaret, euz a zeiz heur betek eun heur goude kreisdeiz : an dour a ioa ruziet gant ar goad. Pa vel ar verc’hez iaouank e ma he zud o skuiza, e krog he-unan en eur skeul hag e tiskenn en douvez. Sevel a ra he skeul oc’h ar voger, mes ar Zaozon, a zo ho daoulagad o para varnhi, a c’hell he zizout gant eur bir etre he skoaz hag he gouzoug. He skoaz a oue treuzet hag e koezaz en douvez.
Kerkent ha ma oue kouezet Jeann, ar Zaozon a laoskaz eur iouc’haden, kement a levenez o doa ; epad ma tec’h eur c’halz euz ar Fransizien spountet ; int-hi a ziskenn dre ar skeul evit peurlaza ar verc’hez iaouank. Jeann a zo kollet ; gellet e deuz sevel, gant poan evelato, nebeut a dud a joum var he zro evit he difenn. Epad mac’h en em gannet var dro Jeann, setu eur marc’hek kalonek o tont a benn err d’he savetei, an douar a zoun dindan treid he varc’h pounner. Goal skei a ra var ar Zaozon a gleiz hag a zeou gant he vouc’hal brezel, diskar a ra anezho, e ma en eul lam d’an traon evit rei he varc’h da Jeann : « Kemerit, emezhan. Fallakr oun bet evidoc’h deac’h gant ar gabitened all, mes kalon oc’h euz. It kuit var va marc’h.— Bennoz Doue d’eoc’h, eme Jeann, biskoaz ne veliz marc’hek guelloc’h savet. » Hag hi kuit, difennet gant ar marc’hek, de Gamach he hano, ha gant eun nebeut euz he mignounet.
Pa oue tec’het Jeann divar an dachen, e tiskennaz divar he marc’h hag e c’hourvezaz var al letoun ; ar bir
en doa treuzet neat ar skoaz pa ’z eo guir e velet ar beg anezhan eun hanter troatad er meaz dioc’h an tu all. Goad ar verc’hez iaouank a rede euz ar gouli ; hi, pa velaz kement-se, a vouelaz, kaloun eur vaouez a ioa en he c’hreiz. An tad Paskerel, Dunois hag ar re all a ioa en he c’hichen, tenval ho fenn.
Goude m’e devoue skuillet eun nebeut daelou, Jeann a zav he daoulagad, guelet a ra he sentezed dirazhi : ho diou e roont kalon d’ezhi. Hi neuze, treac’h d’he foan, a dennaz he-unan ar bir euz ar gouli. Hiniennou euz ar re a ioa eno, troet var ar superstisionou, a lavaraz e c’hellet parea ar gouli gant eun nebeut komzou sorserez, mes Jeann a respountaz dichek : « Kentoc’h mervel eget ober netra eneb bolontez Doue ! » Neuze e oue lakeat eur berad eol benag var ar gouli ; da c’houde, ar plac’h iaouank a goveseaz.
Hogen ar vistri braz, kollet pep fizians gantho o velet ar zoudardet o tec’het kerkent ha ma oue gouliet Jeann, a ziskleriaz d’ezhi ne c’hellet ket kemeret kastell an Touriou en devez-se. « Divezatoc’h, emezho, p’on devezo bet sikour digant ar roue, ni a renevezo an emgann. — Nan, emezhi, n’eo ket divezatoc’h eo, hirio eo e c’hounezimp. » En despet d’he c’homzou, Dunois en doa lavaret dija d’an drompillou : « Sounit an ehan, » pa zavaz Jeann en he za sounn. Mont a reaz var ger Dunois, o c’hourc’hemen d’an drompillou choum eb soun, hag e lavaraz gant mouez eur prophet : « En han’ Doue, an Touriou a vezo d’eoc’h dizale ; bezit fizians. Pa veloc’h va banniel e kichen ar mogeriou, it var ar c’hastell, d’eoc’h e vezo. Brema, dibrit, hag evit ; red eo d’eoc’h en em gennerza. » Trec’het gant mouez ar verc’hez iaouank, gant ar fizians a bare skeduz var he zal, ar c’habitened a zentaz ; an ehan ne oue ket souned, dibri hag eva rejont.
Neuze evit diskouez e teu ar gounid digant Doue, Jeann en em dennaz en eur vinien da bedi, goude e savaz var he marc’h, e krogaz en he banniel hag e lavaraz d’eur marc’hek « sellit mad ouz lost va fanniel : pa ’z ai da steki ouz ar mogeriou, ar c’hastell a vezo d’eoc’h. » Ha Jeann a ieaz etouez an nebeut brezellerien a ioa choumet er stourmad, hag a zavaz he banniel huel. Prestik goude ar marc’hek a lavaraz : « Jeann ! ema stok ouz ar mogeriou. » Hi a griaz neuze : « Ar c’hastell a zo d’eoc’h ; it ebarz. »
P’o doa guelet Jeann o tistrei d’an emgann, ar vrezellerien a ioa diredet euz a bep leac’h ; ar re o doa kendalc’het da stourm, hanter-gousket betek neuze, a zaillaz gant eun nerz nevez var ar Zaozon. Oll a-unan e kargjont buan an douveziou, ha pa lavaraz Jeann : « Ar c’hastell a zo d’eoch, » ar c’hri-fors, ar c’hannerez, al lazerez a zirollaz. Ar Zaozon a zelle strafillet ouz ar Fransizien-ze a deue varnho goasoc’h eget biskoaz, mantret oant o velet Jeann er penn araok euz ar zoudardet : Jeann beo-buezeg, pa zonje d’ezho goulskoude o doa he lazet. Hag ar Zaozon ne c’heljont ket en em zifenn kalz, evel sounnet oa ho izili : ar c’hastell a oue kemeret.
Hogen, en em ganna a reat gant kounnar e daou leac’h : var mogeriou ar c’hastell ha var enn dorgenn huel pe dour bian distag dioc’h ar mogeriou : eur pount koat a rea hent euz an dorgen d’ar c’hastell dreist dour doun eun douvez ledan. Pa velaz Saozon an dorgen e oant kollet, ez ejont buan var ar pount evit en em zavetei er c’hastell ; mes Orleaniz o doa digaset dindan ar pount diou vag karget a geuneud, a bek, a roussin ; lakeat o doa an tan ennho. Pa deuaz eta ar zoudardet Saoz var ar pount, hema a ioa dija hanter-zevet ; terri a reaz, hag ar Zaozon geiz a oue beuzet pe zevet.
Etouez ar Zaozon-ze e oa eur c’habiten brudet, hanvet Glasdal ; en eur gomz ouz ar verc’hez iaouank en doa great anezhi : « Plac’h kollet » ha Jeann e doa lavaret d’ezhan araok an emgann : « Ar Zaozon a dec’ho euz a zirak Orleans, mes ne veloc’h ket ho tud o vont kuit ; » he c’homz a deuaz da vir : Glasdal a oue beuzet.
Epad ma teve lod euz Orleaniz pount bian ar c’hastell, eun nebeut o doa staget gant eul labour ken diez all : peurachui a reant pount braz Sant-Anton a dreuz ster al Loire en he hed. Evel m’eo bet lavaret, eur volz benag euz ar pount-se a ioa bet freuzet evit miret ouz ar Zaozon da zont dreizhan e kear, p’o doa kemeret kastell an Touriou ; brema, pa ’z-eo guir Fransizien a zaille var ar c’hastell dioc’h enn tu, Orleaniz a zigore hent evit mont ennan dioc’h eun tu all.
Lakat a rejont eun astenn d’ar pount, koatach an astenn ne oa nag hir na krenv, n’euz forz ! hiniennou, eur marc’hek er penn araok a ia varnhan en eur grena, re all a ia da c’houde ; ar pount a zo starteat, hag epad ma save Jeann hag he soudardet er c’hastell dioc’h eun tu, Orleaniz a zave ennan dioc’h an tu all. Ar Zaozon a oue oll lazet pe brizouniet.
Jeann a joumaz eur pennad er c’hastell gant aon ne vije deut di soudardet all ar Zaozon, mes finvjont ket. Goude e treuzaz ar pount evit mont e kear da gana an Te Deum gant an oll geariz. Eno e oue skuillet daelou puill, daelou a levenez.