Buez Jeann d’Arc/Kentel 18





TRIVAC’HVED KENTEL


Beaugency kemeret. De Richemont gant he Vreiziz. Falstoff a deu da zikour Talbot. Ar Zaozon Goude beza dilezet Meung, a zo trec’het e Patay.


Beaugency a ioa difennet gant Talbot, brasa mestr brezel o doa ar Zaozon en amzer-ze : kalz Saozon en doa dindanhan. Talbot ne gredaz ket e c’helfe difenn kear a bez, karga reaz tri c’hant soudard euz an dibab da ziouall ar c’hastell krenv hag ar pount, hag he-unan gant he zoudardet all, ec’h en em dennaz kuit da c’hortoz ma teuffe sikour d’ezhan.

Eur vech e kear Jeann hag he zud a reaz d’ar c’hanoliou tenna eb ehan var ar c’hastell hag ar pount, d’ar iaou dioc’h ar pardaez. — An noz a oue roet d’ar c’housket. Pa dosteaz an deiz, e teuaz daou gelou braz betek mistri ar Fransizien. Da genta, eun arme Saoz a dostea da zikour Beaugency… D’an eil, ar c’homt de Richemont, eur Breizad bet mestr brezel epad meur a vloaz var oll soudardet Frans a dostea gant eun arme all. Ar c’homt-se, kaseat gant mignoun ar roue, ar c’homt de la Tremouill, a ioa difenn a berz ar roue d’he reseo etouez ar Fransizien, setu perak pennou ar vistri a ioa tenval.

Jeann, eal a beoc’h deut evit diskar ar Zaozon ha sevel ar Fransizien, Jeann eo a zirouestlaz ar guden. Lavaret a reaz d’an duk a Alanson, da Zunois ha d’ar re all : « Pa zeo guir de Richemont a deu evit hor zikour, a berz Doue e teu ; roomp digemer d’ezhan, rak panefe-ze e c’helfemp koll gant ar Zaozon. Hon enebourien a c’hoar choum unanet, perak ne rafemp-ni ket eveldo ? Ober a raimp da Richemont toui var he le e servicho Charles VII gant lealdet, ha me ro va ger d’eoc’h e vezo kavet mad kement-se gant ar roue he-unan. » Ar vistri all a blegaz, de Richemont a reaz le da zervicha Charles, hag he Vreiziz, daouzek kant anezho, a oue digemeret etouez ar Fransizien.

Jeann a oue laouen pa velaz Breiziz o labourat, goall daoliou a skoent var ar Zaozon. An arme a deue da gennerza ar Zaozon a ioa renet gant ar c’habiten Falstoff, den fur ha brudet braz ; pemp mil den a ioa ganthan. Pa oue unanet he dud gant soudardet Talbot, e oue kuzul braz etre ar vistri Saoz. Falstoff a lavare : « Eur pennad a zo, hon armeou ne reont nemet koll atao, ha setu perak hor zoudardet a zo hirio digalon. E leac’h en em ganna, gortozomp ; roomp amzer da roue Bro-Zaoz da zigas d’eomp soudardet all evit ma c’hellimp kaout an treac’h evel guechall. » Talbot a respountaz : « Skuiz omp o koll atao, ma tec’homp hirio dirak ar Fransizien eb en em ganna, ar rema o devezo muioc’h a hardizegez, muioc’h a orgouill hag hor zoudardet d’eomp-ni ne gredint mui sevel ho fenn gant ar vez. Kalz omp, en em gannomp ; ma c’hounezomp hirio, e ma goalc’het



an oll dizhenor a zo kouezet varnomp er zizuniou tremenet, hor zoudardet kennerzet a deui da veza dispount evel guechall. » — Falstoff a argilaz c’hoaz : « Mar kollomp, hor galloud a ielo da netra var ribl al Loire ; da c’houde, piou a lavaro da be leac’h n’ez ai ket hon enebourien. » MesTalbot hag ar c’habitened all, krignet ho c’haloun gant ar c’hollou oa doa great, a gendalc’he atao da ziskleria : « En em ganna raimp. » Falstoff a blegaz d’ezho.

Ar zoudardet Saoz en em renkaz eta evit an emgann etre Meung ha Beaugency dirak ar Fransizien, ha pa c’houlennaz ar vistri digant Jeann : « Ha mont a raimp d’ezho ? » ar verc’h iaouank a respountaz : « En em ganna hirio ne raimp ket ; varc’hoaz ne lavaran ket. » Hag e reaz d’he zud choum e peoc’h.

Pa velaz ar Zaozon ne vije emgann ebet dioc’htu, ec’h en em dennjont e kearik Meung, a ioa d’ezho c’hoaz, hag evit ober eul labour benag epad an noz, e tennjont gant ho c’hanoliou var bount kear a ioa Fransizien oc’h he zifenn. Ar Zaozon n’ez ejont ket eta da gouskat, mes Jeann ne ieaz ket ken nebeut. Pa velaz e oa eat an oll Zaozon da Veung e redaz da Veaugency, hag e kelc’haz ar c’hastell krenv. Gouarner Saoz kear en doa guelet var an deiz he genvroïz o tostât, ha laouen oa bet eur pennad ; mes pa velaz ar zoudardet, e leac’h dont betek ennhan, o tec’het varzu Meung, e kredaz o doa ar Zaozon kilet dirak ar Fransizien, hag e oue nec’het. Sonjal a rea : « Re nebeut a zoudardet am euz evit enebi oc’h Jeann hag he brezellerien epad pell amzer ; ar re-ze c’houezet gant an ourgouill abaoue m’o deuz diskaret kestell Orleans, a zaillo var va zud evel bleizi kounnaret. Mac’h enebomp, eleiz euz va zoudardet a vezo glazet pe lazet, ar re all prizouniet. Guella zo, eo sina ar peoc’h gantho. » En em glevet a reaz eta gant Jeann ; an diviz etrezho a badaz betek hanternoz, mes neuze an emgleo a oue great : ar zoudardet saoz a c’helje tec’het euz Beaugency gant ho c’hezek hag ho armou, eb drouk ebet a berz ar Fransizien. Pa c’houlaouaz an deiz ne joume Saoz ebet e kear. E Beaugency koulz hag e Jarjeau, Jeann a lakeaz soudardet da ziouall ar c’hastell, hag a redaz buhan da Veung a ioa diou leo ac’hano.

E Meung, ar Zaozon a rea ho zonj da gemeret dre nerz pount al Loire, pa oue lavaret d’ezho oa trec’het Saozon Beaugency. Neuze e leac’h choum e Meung, ar vistri Saoz a skoaz varzu Paris ; eno, dioc’h ma sonjent, o dije kavet sikour. Eb dastum kement a ioa d’ezho, ar Zaozon oll a zilezaz Meung, hag a dec’haz gant hast, guir eo, mes gant urz evelato, varzu Patay.

P’en em gavaz Jeann hag he zud e Meung, ne gavjont soudard ebet evit enebi outho. Neuze ar c’habitened a joumaz nec’het eur pennad : mistri oant var an oll keariou azezet var ribl ar ster braz al Loire. Gounezet ar c’heariou-ze gantho, e lavarjont : « Petra raimp brema ? ehana pe



labourat c’hoaz ? Mont ouz ar Zaozon, pe ho laoskel da dec’het, pa ’z eo guir ez eant kuit anezho ho-unan. » Hag eur c’halz euz ar vistri a zonje e oa guelloc’h choum eb mont varlerc’h an enebourien, rak krenv ha niveruz oant.

Mes Jeann ne zonje ket evelse. Var urz he sentezed, e komzaz evelhen : « Red eo diskar ar Zaozon hirio, koll a raint. Ia, en han’ Doue, red eo stourm outho. Tec’het a reont, eme c’houi, mes ha pa vefent a istribil oc’h bolz an nenv, ni ho fako, rak kaset omp gant Doue. N’o pezet aon ebet, roue Frans a c’hounezo hirio kaera viktor en deuz bet betekhen. Va Moueziou a lavar d’in ema ar Zaozon d’eomp. » Ha Jeann a gomze gant kement a c’halloud, he zal a ioa ker sklerijennet, ma sentaz an oll dioc’htu.

Ar re a ioa pignet var ar guella kezek a redaz d’an daou lam evit klask an enebourien, ar vistri a renkaz ar zoudardet, hag an arme a ieaz en hent, en eur zispenn roudou ar varc’heien. Ar zoudardet a oue red d’ezho ober meur a leo araok paka ar Zaozon. Goude kreisdeiz evelkent a re genta euz ar Fransizien a velaz ar Zaozon a ioa da ziveza. Pa velaz Talbot ha Falstoff oa tost ar Fransizien ec’h en em glevjont : Talbot a dlie choum en eun draonien, etre diou harz, gant pemp kant euz ar guella goaregerien Saoz ; ho birou a dlie ober d’ar Fransizien choum a za, hag herzel a dlient pell aoualc’h evit rei amzer d’an oll zoudardet d’en em renka mad evit an emgann.

Epad an amzer-ze, Jeann a c’houlenne digant he c’habitened : « Kentrou mad oc’h euz ? — Kentrou mad ? emezho souezet, mes tec’het a raimp’ta ? — Nan, emezhi, mes ar Zaozon a dec’ho, hag e vezo red kaout kentrou mad ha kezek skanv evit ho faka. » Neuze e lavaraz da Lahir : « It d’ezho, c’houi, gant ho pemzek kant den, mes it var ho pouezik, ha goude, pa zouno an emgann diroll, ni ho c’harpo hag ho sikouro d’ho feurgas. » Sounn var he varc’h brezel, Lahir a lavaraz d’he zoudardet : « Beac’h d’ezho ? paotred ! » ha kerkent e saillaz a benn err gant he dud var an enebourien.

Ar pemp kant Saoz ne c’heljont ket herzel, a benn eur pennad e ouent oll lazet pe brizouniet ; Talbot he-unan a gouezaz etre daouarn Xaintraill. Ar varc’heien Saoz, choumet divarlerc’h, a redaz buan evit mont d’en em renka e kichen ar zoudardet var droad, mes ar re-ma, pa veljont ar varc’heien o redet, a gredaz e oant kollet neat hag a dec’haz ho-unan buana ma c’heljont. Hiniennou ebken a stourmaz, setu ma c’hounezaz en dervez-ze ar Fransizien eur viktor euz ar re gaera var enebourien ar vro : lod a lavar e oue lazet daou vil Saoz, lod all a lavar e oue lazet pevar mil den ; mes euz a du ar Fransizien ne gouezaz nemet eun nebeudik bian a zoudardet var an dachen.

Goude an emgann Jeann, e leac’h diskuiza, a ieaz dre an dachen vrezel evit rei sikour d’ar zoudardet gouliet ha mac’haniet. O veza kavet eur zoudard Saoz hag en doa bet eur mestaol var he benn, e tiskennaz divar he marc’h, hag e savaz penn ar paour keaz evit he gennerza. O velet e oa toc’hor, Jeann a lavaraz d’ezhan an tenerra komzou evit lakât kontrision en he galon, hag e kemennaz d’eur beleg dont da rei d’ezhan an absolven ziveza. Ar merkou a garantez-se, roet d’eun enebour, a zo kaeroc’h eget ar viktoriou brudetta.

Deiz emgann Patay a oue eun taol pounner evit galloud ar Zaozon. Ar Fransizien pell a ioa, a veze atao trec’het gantho ; ha breman, setu ar Zaozon trec’het d’ho zro. E meur a gear vian, demdost da Batay, e oa soudardet Saoz, tec’het a rejont buan evit en em denna e Paris a ioa d’ezho en amzer-ze. Ha pa zistroaz Jeann da Orleans gant armeou Patay, Orleaniz a dridaz ho c’halonou gant al levenez, Orleaniz a rentaz d’ezhi henor evel ma c’houient hen ober. Ar Zaozon flastret gant Jeann d’Arc tro var dro d’Orleans, ne dlient muit guelet mogeriou ar gear-ze ; nag a dost nag a bell.