Buez Jeann d’Arc/Kentel 19
Setu ama e berr gomzou al lizer a skrivaz en derveziou-ze divar benn Jeann, eun dijentil brudet da c’houarner Milan en Itali : « Anaout a reomp sklear eo burzuduz an traou a c’hoarvez breman en hor bro. Doue a fell d’ezhan hor zavetei dre zorn eur verc’h, dre zorn Jeann d’Arc. Ar verc’h iaouank-se a zo kaer evel ar merc’hed euz an noblans huela, krenv eo evelato. Ne gomz nemeur ; he lavarou hag he aliou a ro sklerijenn ar furnez. He mouez a zo flour evel hini eun eal ; dibri a ra nebeut, eva ra nebeutoc’h c’hoaz : eur veskennad guin en eur verennad zour. Choum var varc’h, dindan an armou, a zo eun dudi evithi. Laouen eo peurliessa, evelato he c’halon a zo tener, rak gouela ra buan ; ne gar an trouz nemet var dachen an emgann. Kalet eo oc’h ar boan, ha ker krenv eo, m’eo choumet noz deiz epad c’houec’h devez eb diviska he dillad houarn. »
Al lizer-ze a verk d’eomp kreden guir Fransizien an amzer-ze ; fizianz o doa e Jeann, guelet a reant edo Doue ganthi. Mes kuzulerien ar roue ne zigorent ket ho daoulagad : Orleaniz o doa pedet ar roue da vont d’ho guelet evit trugarekât Doue gantho, great o doa mizou braz evit he zigemeret evel m’oa dleet ; Charles ne ieaz ket betek ennho.
Pa’z eo guir Jeann hag he soudarded o doa trec’het ar Zaozon, ar roue a grede e oa dleet d’ezho diskuiza : hen a joume disoursi-meur en e vaneriou. Mes guerc’hez Orleans ne joume dibreder nemet nebeuta ma c’helle, ne lavaraz morse : breman on euz great aoualc’h. Eun dra a zo en he fenn : kas ar roue betek Reims. Mont a reaz d’he gaout da gear Sully ; an Aotrou de la Tremouill a ioa eno ganthan, hen eo a guzulie ar roue, hag a droe anezhan evel ma kare. Pa gomzaz euz ar c’homt de Richemont, ar roue ne c’hellaz ket miret da lavaret d’ezhi e doa great eun taol fall ; ne felle ket d’ezhan, a lavaraz, guelet Richemont, ha rei a reaz urz d’ezhan da zistrei da Vreiz Izel. Richemont gant he Vreiziz ne deuaz ket eta da gaout ar roue, mes e leac’h distrei d’ar gear, ez eaz da ober brezel d’ar Zaozon en Normandi ha tro var dro ; hen eo a beurachuaz labour Jeann, hag a daolaz ar Zaozon er meaz euz ar Frans, dre hir amzer.
Ar pez a rea ar muia poan da Jeann, oa guelet pegen lezirek oa ar roue, pegen diez oa he zihuna, he lakât da gaout fizianz, ha da ober eun dra benag. Eur vech e lavaraz da Jeann e kemere re a boan ganthan, hag ec’h aliaz anezhi da ehana eur pennad. Jeann a zirollaz da lenva : « Perak oc’h euz difizianz ? emezhi ; ho rouazntelez a vezo roet d’eoc’h, ha dizale e vezoc’h kurunet. »
Kuzulerien ar roue a zizalie anezhan grons da vont da Reims : « An dra-ze, emezho, a ioa mont e kreiz eur vro a ioa etre daouarn an enebourien, e kreiz ar c’hestell a vrezel, eleiz a Zaozon ennho. »
Guelloc’h oa choum vardro ster al Loire, ha kas kuit ac’hano ar Zaozon a nebeudou. Ar roue n’en doa ket a arc’hant da baea armeou, hag eb arc’hant eo diez braz kaout soudarded. Jeann a leze ar roue da gomz, mes respount a rea bep tro : « Red eo mont da Reims, bolontez Doue eo. »
Goulskoude, euz an eil penn d’egile d’ar Frans an dud a zivorfile, ho c’halonou a domme gant ho c’harantez evit ho mam-bro, skuiz oant gant ar Zaozon ; dont a reaz eleiz a dud, tud pinvidik, tud dister, d’en em ginnig da Charles VII evit enebi ouz ar Zaozon : ne c’houlennent ket eun diner evit ho labour.
Jeann a boanie da lakât karantez ar vro da c’hrizienna dounnoc’h dounna e kalonou ar Fransizien. Kemenn a reaz skriva da dud Tournai, eur gear en hanternoz euz ar Frans ; ar re-ma, evit beza m’oa bet ho bro kasi oll gounezet gant ar Zaozon, a zalc’he mad d’ar guir roue. Jeann a zisplege d’ezho en he lizer pegement a dud, a gezek, a ganoliou, a geariou a bez o doa kollet ar Zaozon ; ho fedi a rea da zont da Reims, da velet sakri ar roue.
Goude eur pennad mad a amzer tremenet o c’hedal, o varc’hata, Charles a zentaz evelato oc’h Jeann, ha setu hi en hent varzu Reims. Meur a gear en em roaz d’ezho dre ma’z eant ; lod all a oue red stourm outho evel Troyes. Jeann a c’houlennaz digant tud ar gear-ze digeri ho dorojou, ha n’en em gavfe drouk ebet gantho, mes taoler a rejont lizer ar verc’hez iaouank en tan, oc’h ober goap anezhi. Digas a rejont d’he c’haout eur manac’h, an Tad Richard, nevez deut d’ho c’hear ; an Tad-se a renke ker brao he gomzou divar benn an amzer da zont ma oa kemeret gant kalz a dud evit eur prophet.
P’en em gavaz e kichen Jeann, an Tad Richard a reaz sin ar groaz, hag a daolaz meur a vech dour benniget outhi, mes ar verc’h a lavaraz en eur vouzc’hoarzin : « Tostait eb aon, ne ’z in ket kuit var nij. » O velet neuze n’e ket a berz an diaoul e teue Jeann, an Tad a gouezaz d’an daoulin dirazhi. Hi a zaoulinaz ive kerkent evit miret oc’h ar manac’h d’hé henori evelse ; izel oa a galon, ha ne felle ket d’ezhi beza kemeret evit eur zantez. Da c’houde ma ouent savet ho daou, Jeann a gaozeaz eur pennadik gant an Tad, hag hema a zistroaz e kear, leun a respet evit Jeann, leun a zoujans evit ar guir roue.
En despet d’an Tad Richard ha d’he lavarou, doriou Troyes a joume klozet mad. Arme roue Frans, pemp pe chouec’h mil den ennhi, a ioa berr ar bevans ganthi ; ar zoudardet evit en em vaga, a zibenne an ed hag ar fa a gavent var ho gar, tro var dro da gear ; kuzulerien ar roue ne baouezent da c’hrosmol eneb Jeann. Lavaret a reant e vijent kollet ganthi, ne c’helfent ket dont a benn euz eur gear difennet ker mad : guella tra ioa d’ober, emezho, oa mont kuit.
P’edont oc’h en em glevet etrezho, eb beza pedet ar verc’hez iaouank da zont en ho zouez da lavaret he ger, setu ma skoaz Jeann var dor ar gampr, m’edont ennhi gant ar roue. Goude beza deut er gampr, saludet ar roue hag he guzulerien, ar verc’hez a choulennaz digantho euz a betra e komzent. « Nec’het oump, emezho, lod a lavar choum ama c’hoaz, lod all a lavar e tleomp mont kuit. C’houi emezho, petra zonjit ? — Ha va c’hredi a reoc’h ? emezhi. — Ia, eme Charles, dioc’h ar pez a leveroc’h. — Ma ! selaouit, ar gear-ma zo d’eoc’h mar kirit choum ama daou pe dri devez c’hoaz. — Jeann, a lavaraz neuze unan euz ar guzulerien, ma c’houfemp ervad e vefe d’eomp a benn chouec’h devez, e choumfemp, mes n’ouzon dare ha guir eo ar pez a livirit. » Ha Jeann, rannet he c’halon gant an difizianz-se, sklerijennet evel atao gant he Sentezed, Jeann a respountaz : « Bezit dinec’h, roue iaouank, varc’hoaz kear a vezo d’eoc’h. » Var ar c’homzou-ze, ar guzulerien a asantaz choum c’hoaz, mes en despet d’ezho.
Kerkent ha ma oue er meaz euz ar gampr, Jeann a bign var varc’h, eur vaz en he dourn ; rei a ra urziou en tu-ma, urziou en tu-hont : an oll a grog prim el labour. Ar zoudardet hag an dud a galon a zo var dro kear a zigas koadennou, taoliou, keuneut, treustou, kement a gaver ; adrenv an traou-ze Jeann a ra renka ar c’hanoliou, diskouez a ra d’an oll petra o deuz d’ober, henvel eo ouz eur c’habiten koz ha n’en deffe desket nemet eun dra hed he vuez : renka tud ha traou evit ar brezel.
Epad an noz ne oue ehan ebet, kendalc’her a rejot da labourat ; pa c’houlaouaz an deiz, Jeann a grogaz en he banniel, edo o vont da rei urz da denna var ar mogeriou, pa zigoraz doriou kear. Tud Troyes o doa guelet divar ho zouriou labour ar zoudardet, savet e oa aon gantho dirak ar c’hanoliou-ze troet ken eün varzu ennho, hag en despet d’ar zoudardet Saoz a zioualle kear, ar vourc’hizien en em roaz d’ar guir roue.
Charles, laouen braz o velet peger buan oa eat an traou en dro, a oue madelezuz e kenver ar zoudardet hag ar vourc’hizien : ar zoudardet a c’helle mont kuit gant ho c’hezek, ho armou, ho madou. Ar vourc’hizien a dridaz ive ho c’halon gant al levenez pa lavaraz ar roue d’ezho : « Ankounac’heat eo an amzer dremenet, ankounac’heat eo ganen oc’h bet a du gant va enebourien. » Soudardet ha kabitened ar roue a oue eta digemeret mad gant keariz.
Epad an amzer-ze, Jeann, e leac’h choum da reseo meuleudiou evit ar gounid kaer-ze dleet dezhi, a ieaz gant eun nebeut soudardet var hent ar Zaozon. Eb mar ebet,
sklerijennet oa gant he Moueziou, rak ar Zaozon a gase gantho ar Fransizien o doa prizouniet e kear, pe var dro kear. Jeann a rebechaz ar brizounerien d’ar Zaozon, mes ar re-ma a respountaz : « Guir on euz da vont kuit gant hor madou, hogen, ar brizounerien-ma a zo hor brasa madou, rak ho zud a baeo ker evit ho c’haout en dro. — Ne ket leal, emezhi, e kasfac’h ganeoc’h Fransizien, en han’ Doue ! birviken n’her greoc’h. » Hag e reaz d’ar Zaozon choum krenn a za.
Kaset e oue ar gaoz dirak ar roue, hag hen a goumpezaz pep tra, o rei d’ar Zaozon an arc’hant a c’houlennent evit ho frizounerien. Neuze ebken Jeann a ieaz e kear, e kichen ar roue, ha da dosta d’ezhan.
E Chalons kalon ar verc’hez iaouank a dridaz gant al levenez pa c’hellaz komz ouz pevar euz he c’henvroiz diredet eno d’he guelet. Guisket oant dister evel tud groz divar ar meaz, n’euz fors ! laouennoc’h oa oc’h ho guelet eget o sellet ouz ar pinvidika dijentiled. Unan anezho a c’houlennaz diganthi : « Jeann, daoust ha n’oc’h euz ket aon en emgannou, p’emaoc’h aliez e riskl euz ho puez ? » Hi, evel pa vije goasket he c’halon gant eur guel benag euz an amzer da zont, a respountaz : « N’em euz aon nemet rak eun dra : aon da veza guerzet. »
Dre ma tostea ouz Reims, Charles en doa eun nebeut enkrez, mes Jeann ne baoueze da lavaret : « Mont a reoc’h e kear eb diezamant ebet. » Evit guir, pa glevaz bourc’hizien kear e doa pleget Troyes d’ar roue, hi a reaz ho zonj da blega ive, digeri a rejont ho dorojou eb stourm.