Buez Jeann d’Arc/Kentel 22

Lethielleux & Salaun, 1910  (p. 126-133)





EIL KENTEL VAR ’N UGENT


Jeann a glask kemeret Paris. Gouliet eo. Kenavezo da Baris ha Sant-Denis. E leac’h beza letanant Doue er Frans, ar roue a red an ebatou. Katel euz ar Rochelle. Jeann a c’hounit Sant-Per-ar-Moutier ; trec’het eo dirak ar Charite.


D’an 8 a viz guengolo 1429, kabitened ar Fransizien a dosteaz ouz mogeriou Paris, en esper dont a benn euz kear ; leun oant a fizians, rak Jeann a ioa gantho. Dont a reaz an arme e kichen dor Sant-Honore, eno e oue renket ar c’hanoliou evit an emgann. Ar Fransizien e dennaz var an or, klask a reant he drailla ha laza ar Zaozon karget d’he difenn ; ar stourmad a oue kalet. Vardro kreisdeiz, Jeann a gavaz d’ezhi e oa deut ar mare da bignat var ar mogeriou, kregi a reaz en he banniel hag e roaz urz da ziskenn er faoziou, en douveziou : daou rumm douveziou a rea tro ar mogeriou euz an dianveaz, mes ar re dosta da gear a ioa karget a zour. Jeann ne c’houie ket kement-se. Var a leverer, lod euz ar c’habitened her gouie, mes ne leverjont ger dre voarizi oc’h guerc’hez Orleans, c’hoant o doa da ziskar anezhi.

Jeann hag ar zoudardet a dreuzaz eaz an douvez kenta, mes ne c’heljont ket treuzi an eil evit pignat var ar mogeriou hag ober eur c’hrogad gant ar Zaozon a zifenne kear. Hed an hanter-devez, Jeann a c’houlennaz keuneud ha koatach evit karga an douvez, a glaskaz treuzi an dour, a boaniaz hervez he galloud ; en despet d’he goulennou, daou pe dri euz a vistri braz an arme a joume a vel eb he sikour e nep doare. Ha dioc’h ar pardaez, agreiz ma poanie ar verc’hez iaouank da dostât ouz ar mogeriou, eb aon rak an enebourien, he morzed a oue treuzet gant eur bir. Ne fallgalounaz ket, kendelc’her a reaz da ren ar stourmad, lavaret a rea d’he zud : « Tostait oc’h ar mogeriou, ha kear a zo d’eoc’h. Ra vezo guelet ar roue, hag on devezo ar gounid. » Siouaz ! ar roue ne deuaz ket. Pa oue kuzet an heol, ar c’hapitened, skuiz oc’h en em ganna, kollet gantho pemzek kant soudard lazet pe c’houliet, a reaz da Jeann sevel var eur marc’h, ha tec’het gantho da Zant-Denis.

Jeann a ieaz kuit en despet d’ezhi ; kemeret Paris pe mervel eno, setu he mennoz ; ne ehane da lavaret : « Ma karfet, Paris a vefe bet kemeret. »

Evit guir, dioc’h ar pardaez, pa rene c’hoaz an emgann, e oue spountet ar Zaozon o klevet eur rummad guir Fransizien o redet dre gear en eur grial a bouez penn : « Kear kemeret ! kear kemeret ! » Mes o veza ma ne c’hellaz ket arme Jeann pignat var ar mogeriou, ar Zaozon, goude beza bet spountet eur pennad, a gemeraz kaloun hag a gendalc’haz da enebi : ar gounit diveza oue d’ezho. Ma vefe bet ar roue Charles eun hanter-den, Paris a vefe bet d’ezhan en nozvez-se.

Antronoz vintin, guerc’hez Orleans, en despet d’ar boan a rea he gouli d’ezhi, a c’hourc’hemennaz d’an troumpillou seni adarre an emgann evit peur-ober al labour boulchet en derc’hent ; mes ar roue a drouc’haz var ger Jeann hag a reaz d’an arme choum e Sant-Denis. An duk a Vourgogn en doa nevez skrivet da Jarles, hag an emglo great en dro-ma a verke e vije laosket Paris e peoc’h. Var ali he guzulerien, ar roue a reaz d’he zoudardet mont divar dro Paris, evit kerzet varzu al Loire da ehana.

Jeann a guiteaz Sant-Denis en despet d’ezhi. He Moueziou o doa aliet anezhi da joum eno, setu ma lavare eun devez : « Ma ne vijen ket bet glazet, ne vijen ket eat euz a Zant-Denis. » O tec’het varzu al Loire, ar Fransizien hag ar roue a rea evel p’o defe bet aoun ; an dra-ze a roe kaloun d’an enebourien.

Evelato, araok mont kuit, Charles en doa lakeat kalz oferennou e Sant-Denis ; eno edo relegou he dud koz, rouaned Frans, eno edo ho beziou, setu ma reaz pedi evitho evel ma rea pep roue nevez kurunet.

Araok kuitât, guerc’hez Orleans a roaz e prof da Zant-Denis eur c’hleze saoz, eur c’hleze diframmet ganthi euz a dre daouarn eun enebour da zeiz an emgann dirak Paris. Torret e doa, nebeut amzer araok, var gein eur plac’h a skouer fall, ar c’hleze burzuduz a ioa bet kavet en iliz Fierbois, ha ne c’hellaz mui, da c’houde, dougen anezhan. Goude beza lavaret kenavezo da Zant-Denis, patron braz brezellerien ar Frans kristen en amzer-ze, Jeann a heuliaz an arme.

Freuz, dizurj ha rivin, setu e berr gomzou stad ar Frans goude ma oue distroet ar roue en he vaneriou demdost d’al Loire. Ar Zaozon, mistri adarre tro var dro da Baris, a rede bro o spounta an dud e peb leac’h gant an tan hag ar c’hleze ; soudardet Charles digabestr ive, pa’z eo guir e oa great d’ezho mont pep hini d’ar gear, a ioa ker fall, ker iud hag ar Zaozon. Ar roue ne gleve ket klemmou ar bobl ; he guzulerien a rea d’ezhan redet an ebatou, mont da chasseal eb ehan euz an eil maner d’egile.

Charles ne oa ket fall mes kollet oa gant he guzulerien, ne zonje ket e oa letanant Doue ha netra ken e bro Frans. Jeann, eun nebeut amzer goude m’e doa kemeret Orleans, e doa klasket rei sklerijenn d’ar roue var gement-se. Lavaret a reaz eun devez d’ar roue : « Roit d’in eun dra. — A galoun vad, eme Charles, m’e ma an dra-ze em galloud. — Roit din, emezhi, rouantelez Frans. » Sebezet da genta, ar roue a jomaz eur pennadik var var, evelato e lavaraz : « Her roi a ran d’eoc’h. — Hen reseo diganeoc’h, emezhi. » Ha var he urz, pevar noter a reaz paper euz a gement-se. Neuze Jeann a lavaraz en eur zellet ouz ar roue : « Setu ama paoura marc’hek a zo er rouantelez. » Kerkent, dirak an testou, Jeann mestrez ar Frans, a roaz ar rouantelez da Zoue, roue an env. Ha da c’houde — var urz roue an env, e roaz ar rouantelez en dro d’ar roue Charles, hag e c’houlennaz ma vije great paper euz an oll draou-ze. Kement-se a verk d’eomp petra oa roue Frans ; n’oa evit Jeann, nemet soudard Doue, Roue kenta ar vro. Ha setu perak, pa’z eo guir he Sentezed o doa diskleriet d’ezhi ne badfe nemeur en tu all da vloaz, e pede hag ec’h aspede ar Roue da beurc’hounit he rouantelez, mes ar roue ne zelaoue ket anezhi. An duk a Vourgogn a gendalc’he da zeseo Charles ha he guzulerien dre he finesaou, he bromesaou ; hanvet e oue gant Bedfort kabiten oll zoudardet Bro-Zaoz, setu ma oue kalz a foug ennhan : n’en doa c’hoant ebet da drei gant ar roue Charles.

An duk a Alanson skuiz o redet an ebatou gant kuzulerien ar roue hag eun nebeut pennou skanv, a reaz he zonj da rei beac’h d’ar Zaozon en Normandi, rak douarou braz he zukach a ioa eno. Goulenn a reaz digant ar roue kaout Jeann evit he zikour, rak gouzout a rea ervad e teufe kalz marc’heien ha soudardet varlec’h guerc’hez Orleans. Ar roue en defe lavaret ia, mes he guzulerien a reaz d’ezhan lavaret nan. Sonjal a reant : « An duk a Alanson a zo dija gallouduz ha deut mad d’an dud ; ma teu a benn, gant sikour Jeann, da rei lamm d’ar Zaozon, he vrud a gresko c’hoaz ; arabad eo d’eomp rei dourn d’ezhan d’en em zevel. » Ar roue eta a zifennaz ouz Jeann mont gant an duk a Alanson.

Inouet maro var dro ar roue dibreder, ar verc’hez iaouank a ieaz da velet ar c’heariou e doa saveteat. Mont a reaz da Orleans, ha da c’houde da Vourj : er gearma e chomaz teir zizun. Setu an testeni douget varnhi gant he hostizez, eur gristenez vad : « Morse n’em euz bet an disterra drouk da lavaret euz Jeann. Ren a rea eur vuez kristen, kovez a rea aliez, selaou an oferen, ha mont zoken var ar pemdez d’an offisou all euz an iliz. Ober a rea d’in aliez mont ganthi. Me a lavaraz d’ezhi eun dro : « N’eo ket diez d’eoc’h mont dispount d’an emgann, gouzout a rit ne viot ket lazet. — Lazet e c’hellan beza koulz ha n’euz fors piou, emezhi. — Sonj am euz e teue tud vad d’am zi, merc’hed dreist oll, roi a reant kroaziou, chapeledou ha traou evelse da Jeann evit ma touchfe outho, mes ar plac’h iaouank a lavare en eur vousc’hoarzin : « Touchit outo oc’h-unan, keit e talint evel pa vefent bet touchet ganen-me. » Jeann a ioa eta eur verc’h distran, eur gristenez euz an dibab.

P’en deuz Doue galvet eun den d’ober traou burzuduz, an diaoul, tad ar gaou, a laka peurliesa unan all benag d’ober ive traou souezuz. D’ar mare-ze, eur vaouez dimezet, kanvet Katell, euz ar Rochell, a deuaz da gaout ar roue en eur lavaret d’ezhan : « Karget oun, a berz Doue, d’ober d’an dud rei ho arc’hant hag ho aour d’ar roue evit ma c’hello paea he zoudardet. Me a anavezo hag a ziskuillo ar re oll ne zentint ket. » Ar roue hag he guzulerien, na petra ta ! pa glevchont hano da reseo kalz arc’hant a oue laouen ; galvet e oue evelato Jeann evit goulenn ali diganthi. Jeann a bedaz he Moueziou, hag he sentezed a ziskleriaz d’ezhi e oa Katell eur c’haouiadez. Jeann a ieaz eta d’he c’haout ; mes Katell a lavaraz : « Eun itroun venn, dillad aour d’ezhi, a gelenn ac’hanon bemnoz. — Bemnoz ? eme Jeann. — Ia, bemnoz, eme Gatell. — Neuze, eme ar verc’hez iaouank, me ziskuizo en ho kichen fenoz, hag a velo hoc’h itroun. » Mes e kreiz an noz, Jeann a oue gounezet gant ar c’hoant kousket ; pa zihunaz, Katell a lavaraz d’ezki : « Guelet em euz va itroun, mes c’houi a ioa kousket, goaz a ze evidoc’h ! » — Antronoz Jeann a daolaz muioc’h a evez, eur c’housk mad a reaz var an deiz, ha pa deuaz an noz, e chomaz divorfil. Eur vech er mare e c’houlenne digant Katell : « Hoc’h itroun n’eo ket deut c’hoaz ? — Dont a rai dizale, a respounte eben. » Goulou deiz eo a deuaz eb itroun ebet, hag ar roue, sklerijennet gant Jeann, a reaz da Gatell mont d’ar gear da entent ouz he fried hag he bugale.

Divezatoc’h pa oue barnet Jeann gant ar Zaozon, Katell, krignet e c’halon gant ar gasouni a lavaraz goasa a c’hellaz euz ar verc’hez iaouank. Paour keaz maouez, divouedet e oa he fenn !

Jeann goulskoude a boaniaz kement var ar roue ma oue karget da gas ar Zaozon euz ar vro oll demsdost d’al Loire. Fiziet e oue eta eun arme ennhi, hag evit letanant e oue roet d’ezhi Charles d’Albret. En derveziou kenta a viz du edont a zirak kear Sant-Per-ar-Moutier, a ioa ennhi, evit he difenn, kalz soudardet. Er stourmad kenta ar Fransizien a rankaz mont var ho c’hiz. Ian d’Aulon, marc’hek Jeann, glazet en he zeul, a ioa tec’het kuit, pa velaz oa choumet Jeann gant eun dournadik soudardet ebken e kichen mogeriou kear. Kerkent ar marc’hek, gant aon ec’h en em gavfe drouk ganthi, a bignaz var he varc’h en despet d’ar boan en doa en he droad, hag a ieaz d’he c’haout, da c’houlenn diganthi petra glaske eno, perak ne dec’he ket evel ar re all : Jeann a respountaz d’ezhan : « N’e m’aoun ket va unan, bez’ am euz ganen hanter kant mil den ; n’ez in kuit ac’halen, nemet pa vezo kear d’eomp. » — « Hag e guirionez, eme Ian d’Aulon, ne oa en dro d’ezhi nemet pevar pe bemp soudard. » Ar marc’hek a gendalc’h da bedi anezhi da bellât : Jeann a ro urz d’ezhan da vont da gerc’hat koad, fagodennou, klouedennou, evit stanka an douvez a zo e kichen ar voger. Krial a ra he-unan gant eur vouez krenv : « Alo ! d’ar fagodenou, d’ar c’hlouedennou ; an oll d’al labour evit ma vezo great ar pount. » Oc’h he c’hlevet, ar Fransizien a deu kalon d’ezho ; diredet a reont buan, great eo ar pount, lakât a reer skeuliou oc’h ar mogeriou, hag en eun taol eo kemeret kear. Eur vech e Sant-Per, soudardet Jeann en em laka da laerez ; mont a reont zoken en ilizou, ha c’hoant o deuz da gemeret ar c’haluriou, al listri sakr ; mes Jeann a ia drouk ennhi o velet kement-se, skandalat a ra he zoudardet gant eur vouez rust meurbed, ha dont a ra a benn d’ho lakât da blega ha da zenti.

Goude ar gounid kaer-ze, kuzulerien ar roue a lavare kas Jeann da gemeret eur gear all, hanvet Charite-var-al-Loire. Mes an dra-ze ne blije ket da Jeann, rak he Moueziou ne lavarent netra d’ezhi. Evalato, pedet hag aspedet e oue ken aliez, ma sentaz ha ma reaz he galloud evit kas al labour-ze da benn. Ne oa ket a ganoliou : goulenn a reaz digant tud Riom ; mes o veza ma ne resevaz nag arc’hant na poultr digant kuzulerien ar roue, e oue diez braz d’ezhi ; goulenn a reaz bevans hag arc’hant digant Orleans ha Bourj. D’ar 24 a viz du, ec’h en em gavaz dirak kear.

Ar Charite a ioa difennet mad hag ar Fransizien a boaniaz epad eur miz eb dont a benn anezhi. Jeann o velet n’oa mui sklerijennet gant he Moueziou, a dec’haz dioc’h ar gear-ze, hag ar c’hanoliou a gouezaz etre daouarn an enebourien. Setu an eil guech d’ezhi da veza trec’het, da joum eb kaout ar gounid. En taol-ma marteze ive la Tremouill, dre voarizi oc’h Jeann, a oue pennabek euz ar c’holl a oue great.

Divar ar c’holl-ze, Jeann a oue tenvalloc’h c’hoaz he fenn. Var dro Orléans ha Reims, e veze guelet atao er penn-araok, he banniel savet huel, leun a fizians hag a nerz ; brema ez a da heul, eb kalon nag esperans, divar-lerc’h.