Buez Jeann d’Arc/Kentel 21
Great e oa gant Jeann eul loden vraz euz he labour : Orleans a ioa saveteat, hag ar roue Charles kurunet, mes n’e doa ket c’hoaz kaset ar Zaozon er meaz euz ar Frans a bez. Ha setu perak pa zistroaz Jakes d’Arc d’ar gear, Jeann ne heuliaz ket anezhan ; he Moueziou a zizalie anezhi. He Sentezed a lavare d’ezhi : « Breman ar roue a dle kemeret Paris. »
Betek ma oue sakret ar roue e Reims, Moueziou Jeann a lavare freaz : « dont a ri a benn euz da daol, den ne c’hello enebi ouzit, kea ! merc’h Doue, kea ! » Hag, e guirionez, poan e devoue meur a vech, mes treac’h e oue.
Goude gouel braz Reims, ne oa mui ker freaz ar Moueziou. Doue en doa merket sklear en doa roet galloud da Jeann, rak treac’h e oa bet d’ar re o doa enebet outhi : meur a vech e oa bet anad ar zikour a roe an Oll-C’halloudek d’ezhi. Setu perak, breman, Doue a rai nebeutoc’h a viraklou evithi ; d’ar roue, d’he guzulerien eo sikour muioch Jeann, e pep tra. Goaz a ze evitho ma ne heuliont ket aliou ar verc’h iaouank, rak lavaret e doa d’ar roue : « ne badin nemeur en tu all da vloaz ; rak-se, greomp labour vad er pennad amzer-ze. »
Siouaz evithan ! ha siouaz ive evit hor bro ! Charles, dre he leziregez a boaniaz da viret ouz Jeann da ober he labour, hag he vignouned a boaniaz muioc’h c’hoaz egethan, rak diez e kavent guelet ar verc’h-se, anavezet ha karet muioc’h egetho gant an oll. Mar karjent, er bloavez-se, Jeann e defe kemeret Paris hag an Normandi a bez, mes miret a rejont outhi ; setu perak Jeann a oue trec’het ha guerzet, goude m’e devoue kemeret eun nebeut keariou bian.
An doktor braz Gerson en doa lavaret goulskoude, goude beza diskouezet sklear e teue Jeann a berz Doue : « Ar Fransizien, o deuz ar guir evitho, a dle diouall ne zeufent, dre ho nebeut a feiz, da goll sikour Doue a zo bet roet d’ezho en eun doare ker burzuduz. » Ar c’homzou fur-ze ne ouent ket selaouet.
Eur roue nevez sakret a iea atao demdost da Reims da douch, ar re a ioa klanv gant drouk-ar-Roue pe zrouk Sant-Kadou ; Charles a heuliaz al lidou koz kenta ma
c’hellaz. Doue, en amzer-ze, a roe eur vertuz vraz d’an daouarn a veze nevez santeleat gant an Oleo sakr, hag hiniennou euz ar re glanv a veze guelleat d’ezho, ha zoken pareet.
Da c’houde, Jeann hag ar roue a reaz hent varzu Paris ; ar zoudardet, goude m’o doa guelet lidou Reims, a gerze leun a galon. An duk a Vedfort, goasa enebour ar Fransizien, an hini a ioa e penn ar Zaozon hag a rene en hano ho roue, a grogaz aoun ennhan o velet galloud burzuduz Jeann d’Arc. C’hoantât a reaz douara ar Fransizien en eun emgann vraz, rak lavaret a rea : « Brema, p’eo kurunet Charles VII, e vezo diesoc’h c’hoaz diskar anezhan. »
Poania reaz eta da gaout soudardet nevez euz a Vro-Zaoz, evit ober eur brezel kriz d’ar Fransizien ; poania reaz ive da lakât an duk a Vourgogn da zistrei a du ganthan. Evel m’eo bet diskleriet en unnekved kentel, eun tam kaoz a ioa bet savet etre an duk a Vourgogn ha Bedfort divar benn Orleans ; mes Bedfort, var bouez tremen dioc’h an duk, en devoue adarre soudardet diganthan.
Ma poanie Bedfort, Jeann ne joume ket da gouskat ken nebeut. En devez ma oue sakret Charles, e reaz pedi an duk a Vourgogn da ober ar peoc’h gant ar roue nevez. « Ankounac’hait, emezhi, an eil hag egile, ar pez a zo etrezoc’h ; na rit mui brezel da Charles, kredit mad, ar gounid ne vezo ket d’eoc’h ; ma rit brezel, e vezo eun druez guelet ar goad a vezo skuillet, ha dreist oll, goad ar re a glasko enebi ouzomp. »
Setu aze penaoz oa red ober. Kinnig ar peoc’h, ha ma ne felle ket d’an duk a Vourgogn plega, ober brezel d’ezhan. Komzou Jeann a ioa guir : « N’on devezo eur guir beoc’h gant an duk nemet p’on devezo he gounezet dre nerz an armou. » Mes kuzulerien ar roue ne velent ket ker sklear ha Jeann, ha setu perak hi ne c’helle ket en em glevet gantho. Jeann a lavare e tliet mont var eün da Baris evel m’oar deut da Reims. Guir eo : red oa kaout hardizegez evit an taol-ze, rak kemeret Paris dre nerz ne vije ket eaz. Ar roue evelato a joume nec’het : avechou e lavare e plije d’ezhan ali Jeann, avechou all en deveze aon. D’an 20 a viz gouere eo ec’h en em lakejont, Jeann hag hen, en hent varzu Paris. Kalz keariou, evel Soissons, Kastell-Thierry, Coulommiers, Provins, en em roaz d’ar roue gant levenez.
Evelato Bedfort a ioa deut d’ezhan c’houec’h mil soudard benag euz Bro-Zaoz. Dont a reaz gant he arme var hent roue Frans. O velet ar Zaozon, Charles VII a deuaz kalon d’ezhan : rei a reaz urz da zalc’her atao ar zoudardet e tro d’en em ganna. Pa velaz kement-se, Bedfort a oue ken nechet ha ken spountet, ma tistroaz raktal da Baris. Ar Fransizien n’o doa nemet kendelc’her gant ho hent, ha buana ma c’helfent, eb aon ebet.
Ne ket evelse e oue great evelato ; kuzulerien ar roue, en despet da Jeann, a lakeaz anezhan da drei var neat kein da Baris ha da vont betek Gien, abalamour Philipp,
duk a Vourgogn, a rea an neuz da gaout c’hoant d’en em glevet gant roue Frans, hag ho daou o doa roet ho ger da joum pemzek dervez eb ober brezel an eil d’egile. Mes ar Zaozon ne ehanent ket : dont a rejont e kichen ar pount o doa ar Fransizien da dreuzi, ha miret a c’heljont outho da vont en tu all. Neuze Charles VII a lakeaz en he benn mont da Baris : kalz euz ar c’habitened a oue laouen o velet ne gendalc’he ket da dec’het, Jeann dreist oll a zantaz he c’halon o tridal. Dre ma’z ea ar roue ha Jeann dre an henchou, tud ar bobl a zirede evit ho guelet hag e iouc’hent : « Nedelek ! Nedelek ! » hag e kanent an Te Deum.
Jeann, eüruz o velet kement-se a lavare d’an arc’heskop a ioa en he c’hichen : « Setu aze tud vad ; n’em euz ket guelet c’hoaz tud o tiskouez kement a garantez evit ho roue. Pa vezin maro, me garfe e vije lakeat va bez er c’horn douar-ma. — Oh ! eme an arc’heskop, e pe leac’h oc’h euz fizianz da vervel ? — El leac’h ma plijo gant Doue, rak ne c’houzoun na peur na peleac’h ; mes breman e karfen e plijfe gant Doue e tistrofen d’ar gear, da labourat gant va zud en ho zi, rak eno e vije kement a blijadur oc’h va guelet ! »
D’an 12 a viz eost 1429, Bedfort en doa digaset eul lizer da roue Frans. El lizer-ze e lavare bep seurt traou eneb Jeann d’Arc ; diskleria rea, ouspenn-ze, n’en doa aon ebet rak ar roue ; hag en doa mall d’ober eur c’hrogad ganthan.
E tro ar mareou-ze, Charles VII a gasaz kannaded da gear Beauvais, evit pedi tud ar gear-ze d’en em rei d’ezhan. Ar Zaozon a gasaz ive kannaded euz ho zu ; an eskop, Per Cauchon, a ioa a-unan gantho. Tud Beauvais, pa veljont ar c’hannaded digaset gant roue Frans, a griaz : « Bevet ar roue Charles VII ! » Ar re a ioa a du gant an eskop hag ar Zaozon a oue great d’ezho mont kuit ; evelato, laosket oue ho madou gantho.
Goulskoude, en eur dostât ouz Paris, arme Charles VII a gavaz arme ar Zaozon var he hent e kichen Senlis, ha kerkent ar vrezellerien en em renkaz dioc’h an daou du evit an emgann. Mes ar Zaozon kuzet ha difennet mad gant ar c’haeou o doa savet, gant ar c’hirri, an treustou braz o doa lakeat en dro d’ezho, a ioa diez braz mont varno ; chom a reant kuzet evel anevaled gouez en ho zoullou, ne reant nemet ober an neuz da zont er meaz. Kaer e doa Jeann kinnig d’ezho an emgann var ar plean, var an dachen zigor, ar Zaozon ne loc’hent ket. Choum a rejont evelse, epad an deiz, eb en em ganna da vad, hag antronoz vintin, de Bedfort a zistroaz da Baris ; arme ar Fransizien a ieaz betek Crespy. Kement-se a ziskouez en doa aon an duk a Vedfort, ha ma vefe bet roue Frans hardisoc’h, e vefe deut buan a benn euz he enebourien.
Mes Charles VII ne oa nemet eur c’hrener. « Savit var ho marc’h brezel, lakit ho kleze e vann, a lavare Jeann d’Arc d’ezhan, hag ar Frans a vezo d’eoc’h. — Diskuizit, roue, bevit dizoursi, a respounte de la Tremouill, ha ni a c’hounezo an duk a Vourgogn, hag o pezo ar Frans eb poan na goad. » Ar roue a zelaoue ar c’homt ; ha ne laboure ket.
Ha Jeann, ar verc’hez sklerijennet gant Doue, a ioa red mad d’ezhi choum dibreder ; mes pebez rann galoun evithi ! Ia, gouzout a rea e oa sikour Doue ganthi, gouzout a rea e c’helle, e berr amzer, savetei ar Frans a bez, ha siouaz ! ar roue he-unan, touellet gant he guzulerien, eo a vire outhi da gas he labour da benn.
D’an 28 a viz eost, ar roue a zinaz ar peoc’h, betek gouel Nedelek, gant an duk a Vourgogn hag ar Zaozon. Evelato, ne oa ger ebet, en emgleo-ze, divarbenn Paris, rak Jeann a lavare e oa red kemeret ar gear-ze. « Me fell d’in, emezhi d’an duk a Alanson, guelet Paris euz a dostoc’h eget n’em euz great betek hen. » D’ar 26 a viz eost ez eaz gant he arme betek kear Sant-Denis, en despet d’ar roue ha d’he guzulerien.
Euz Sant-Denis, Jeann hag an duk a Alanson a rea bemdez stourmajou bian en dro da Baris. Mes evit ober eur c’hrogad mad e kave d’ezho oa red kaout ar roue gantho ; ne vije ket bet re ziez kemeret kear, rak Bedfort n’edo mui eno ; eat oa d’an Normandi. Choumet ho-unan, he zoudardet, e Paris, n’o defe ket gellet enebi oc’h brezellerien Jeann hag ar roue nevez. An duk a Alanson a gase aliez kemennadurez d’ar roue evit lavaret d’ezhan dont varzu Paris, mes ne deue ket. Red e oue d’an duk mont he-unan betek Senlis el leac’h m’edo ar roue evit ober d’ezhan en em lakât en hent. Dont a reaz neuze hag an arme a oue laouen oc’h he velet.