Buez Jeann d’Arc/Kentel 25

Lethielleux & Salaun, 1910  (p. 150-155)



PEMPED KENTEL VAR ’N UGENT


Eur prosez dirak an dud a Iliz en amzer ze. Prosez Jeann d’Arc ne oue ket leal. Colas Houppevill, Ian ar Feunteun, Lohier, Ian de Châtillon a lavar n’eo ket renet mad ar prosez hag a dec’h kuit.


Evel m’eo bet lavaret huelloc’h, Per Cauchon eo a varnaz Jeann d’Arc. Ar Zaozon a lavaraz d’ezhan : « Koundaonit Jeann en hano an Iliz, ha ni c’hello, marteze, ober d’eoc’h azeza var gador arc’heskibien Rouen. » An eskop a boaniaz ; var ar lavarer en doa diskleriet dioc’htu : « E maomp o vont da ober eur prosez kaer. »

Ar prosez-se a zo bet hag a zo c’hoaz brudet, mez ne reer ket hano anezhan evit meuli Per Cauchon ; anzao a dleer eo bet steuet ar prosez oll var neuden ar fallagriez. An eskop a ioa dizec’het he galoun gant ar gasouni : kasouni oc’h bourc’hizien Beauvais a doa taolet anezhan er meaz euz ho c’hear, ha kasouni oc’h Jeann d’Arc, rak hi eo e doa, gant he viktoriou, roet hardizegez da dud Beauvais da ober kement all. Eskop Beauvais ne c’helle ket eta beza eur barner leal. Da zonjal entent mad he labour, eo red lavaret eur ger divar benn an doare da damall ha da varn eun den benag en hano an Iliz, er mare-ze.

Guechall, pa rene ar feiz kristen en hor bro a bez, pa ne oa ket a dud dizoue evel brema, an Iliz hag ar roue en em harpe evit brasa mad ar vro. Kerkent ha ma veze klevet hano euz unan benag hag a roe kenteliou enep ar feiz, an den-ze a veze galvet dirak tud a lliz, hag ar re-ma a rea goulennou diganthan evit guelet pe vir pe c’haou oa ar pez a lakeat var he gount. Ma teue an den tamallet da gomz en eun doare direbech, ne veze mui klasket trabas outhan, roet e veze kerkent frankiz d’ezhan ; lavaret a rea an dud a Iliz : « Tamallet eo bet e gaou. »

Mar doa guir en doa an den lavaret pe c’hreat eun dra vraz benag eneb ar feiz, ma ne c’helle ket hen nac’h, e veze goulennet diganthan en em zislavaret, merka en doa guir geuz d’he bec’hed. Ma plege an den var ger an dud a iliz, ar re-ma a roe d’ezhan eur binijen da ober, hag e veze, en taol-ze adarre, roet peb frankiz d’an den. Mes ma choume ac’heurtet en he greden faoz, ma ne felle d’ezhan plega nag evit unan nag evit daou, an Iliz, goude beza great he galloud evit ober d’ar penn fall-ze anzao he bec’hed, a lakea anezhan etre daouarn barnerien ar roue. Divar neuze, an dud a iliz n’o doa mui netra da velet var an den-ze.

Ma krede ar c’hristen tamallet ne oa ket bet barnet eün aoualc’h gant ar barner kenta (eskop pe den a iliz), en doa guir da c’houlen beza barnet gant eunn eskop all huelloc’h, guir zoken da c’houlen beza barnet gant an Tad Santel ar Pap.

Perak e oue kaset Jeann dirak an dud a iliz ?

Da genta, abalamour ma ne c’hellet kaout, en he oll oberou, netra hag a vefe bet great enep lezennou ar vro. Re eün, re zantel oa ar verc’hez iaouank evit rei pleg varnhi. D’an eil, abalamour ar Zaozon hag ho mignouned, tud an duk a Vourgogn, o veza ma ne felle ket d’ezho anzao e teue Jeann a berz Doue, a zisklerie e oa deut a berz an diaoul : he oberou kaera, emezho, a ioa bet great dre zorserez. Kounnaret oant, abalamour ma oa bet Jeann treac’h d’ezho, kounnaret dre ma lavare ar verc’hez iaouank : « Doue ne fell ket d’ezhan e renfe ar Zaozon e Frans, digaset oun gant an env da daoler er meaz laeroun ar vro. »

Jeann he-unan, ha Jeann ebken eo e doa diskaret galloud ar Zaozon ; setu perak ar verc’h-se a dlie beza diskleriet sorserez, a du gant an diaoul ; neuze ar Zaozon a zonje d’ezho e vije koumpezet adarre an traou evitho en hor bro gaer, e vije a nevez ar Frans d’ezho. Ar vistri Saozon a lavare : « An diaoulez-se eo a ra d’an armou koueza euz a dre zaouarn hor zoudardet ; p’on devezo kollet he henor d’ezhi dre eur varnedigez, ar gounit a joumo ganeomp adarre var dachenn an emgann. »

Evit koll Jeann, ar Zaozon a glaskaz hag a gavaz eun den : Per Cauchon, eskop Beauvais, evel m’eo bet lavaret huelloc’h ; hen a boaniaz d’ober plijadur d’ezho. Arabat eo beza souezet e vefe bet kavet eun den fallakr etouez an dud a iliz : er guella leuriad ed ez euz greunennou draok, etouez an ebestel e oa eur Judas.

Arabat eo beza re zouezet o velet eskop Beauvais o tiskouez kement a gounnar eneb Jeann d’Arc : c’hoant en doa da blijout d’ar Zaozon, evit en em zevel hueloc’h. Guerc’hez Orleans ne oa ket bet paket, e guirionez, en he eskopti d’ezhan, da lavaret eo var he zouar, rak Compiegn a ioa en amzer-ze en eskopti Soissons, eskop ar gear-ze eo en doa eta da velet var Jeann ; mes Cauchon, gant he vall d’ober eur prosez brudet, a ieaz var araok, hag o veza ma oa a du gant ar Zaozon, ne oue ket diarbennet.

Epad ma rene ar prosez, Cauchon a oue tennet diganthan pep digarez da varn Jeann d’Arc, rak hanvet oa bet eskop e Lisieux gant an Tad Santel ar Pab, d’an 19 a viz genver 1431. M’an defe Cauchon sentet ouz ar Pab o vont dioc’htu d’he eskopti nevez, n’en defe bet netra mui da velet var prosez Jeann, rak hi, paket e kichen eskopti Beauvais, ne doa morse lakeat he zreid en eskopti Lisieux. Mes Cauchon a vresse dindan he dreid an oll guiriou hag an oll lezennou ; e leac’h mont da Lisieux, e choumaz da varn ha da goundaoni ar verc’hez iaouank.

Eskop Beauvais ne labouraz ket evit netra. Ar Zaozon, pinvidik divar goust ar Fransizien, a roaz d’ezhan var dro kant mil lur evit he zigoll euz ar mizou a reaz, hag euz ar boan a gemeraz gant a prosez, rak Cauchon ne c’helle ket barn he-unan, red mad oa d’ezhan klask re all d’her sikour en he labour. Ho dibaba a reaz, ha ne gemeraz da rei an dourn d’ezhan nemet tud a du gant ar Zaozon fallakr.

En despet da-ze, hiniennou euz ar varnerien-beleien a anzavaz ar virionez, mes ker e koustaz d’ezho. Unan anezho, Colas Houppevill, a ziskleriaz ne c’helle ket ar varnedigez beza mad : da genta, abalamour eskop Beauvais, a du gant ar Zaozon, a ioa enebour Jeann ; d’an eil, abalamour lavarou hag oberou ar verc’hez iaouank a ioa bet kavet mad e Poitiers gant eun arc’heskop hag en doa da velet var Gauchon : eskop Beauvais ne c’helle ket terri setans arc’heskop Reims.

Pa glevaz Cauchon ar beleg-se o tiskleria he zonj, e ieaz kement a zrouk ennhan, ma tifennaz outhan distrei var dro ar prosez. Den leal ha dispount, ar c’huzulier a deuaz er memez tra ; mes an eskop kounnaret oc’h ar beleg-ze, a rea he zever penn-da-benn, a reaz he chadenna hag e deuler er prizoun. Great e oue hano d’he gas pell euz ar vro, pe d’he daoler er ster, mes ar guzulerien all a c’hellaz he zavetei.

Eur beleg all, Ian ar Feunteun (Jean de la Fontaine), kuzulier ive, a dec’haz araok ma oue achu ar prosez, gant aon rak ar Zaozon.

Lohier, eur beleg desket braz var al lezennou, a deuaz eun devez da ober eur bale da Rouen, ha Cauchon a c’houlennaz diganthan he zonj divar benn ar prosez. Lohier a respountaz var eün : « N’eo ket reizet hervez lezennou an Iliz : da genta, abalamour ar guzulerien ne c’hellont ket diskleria ho zonj guirion, rak re a Zaozon a zo o selaou al lavarou ; d’an eil, unan benag a du gant roue Frans a dlefe beza karget da zifenn he viriou dirak ar varnerien ; da drede, ar verc’hez iaouank n’e deuz den d’he sklerijenna, hag hi minorez gouskoude ; ouspenn-ze, c’houi hag ho tud a c’houlenn diganthi traou hag a zo diez braz rei respount varnho. »

Eskop Beauvais a gavaz kalet ar c’homzou-ze ; hen diskouez a reaz. Ha dioc’h ar pardaez, Lohier a lavare : « Renerien ar prosez-se a ra anezhan dre gasouni ha netra ken, setu perak ne joumin mui pelloc’h ama. » En noz varlerc’h, Lohier a skoaz varzu Roum, ha mad a reaz, rak Cauchon hag he dud a rea hano d’he deuler er ster ; e Roum e oue henoret abalamour d’he lealdet ha d’he zeskadurez : eno e varvaz.

Ian du Châtillon, kuzulier euz ar renk huella, souezet o velet finesaou fallakr ar varnerien, a ziskleriaz eun devez ne oa ket red da Jeann respount d’an oll goulennou a veze great diganthi. Difennet e oue outhan dont da c’houde var dro ar prosez.

Etouez ar veleien o deuz bet ho ger da rei divar benn Jeann, hiniennou eta a anavezaz hag a anzavaz a virionez, mes Cauchon, ar mestr braz, a lakea buan ar re-ze a gostez, hag en doare-ze, e renaz ar prosez evel ma karaz. Dougen a reaz, evel m’hel livirimp divezatoc’h, eur zetans fallakr ha mezuz : fallakr, rak ar verc’hez iaouank a ioa divlam ; mezuz, rak Jeann hag hen a ioa kenvroiz, euz ar Frans ho daou ; mezuz, abalamour hen a ioa den a iliz, eskop.

N’eo ket eb abek eo e kemeraz aon ar re ioa dindan galloud eskop Beauvais, diez eo rei da entent peger kounnaret oa Cauchon hag ar Zaozon eneb ar re a ioa a du gant Jeann d’Arc.