Buez Jeann d’Arc/Kentel 26

Lethielleux & Salaun, 1910  (p. 157-165)



C’HOUEC’HVED KENTEL VAR ’N UGENT


Ar prosez digoret. Enklask e Domremy. Loyseleur o klask luia Jeann. Jeann a joum e prizoun ar Zaozon en despet da bep guir. Lavarou kenta eskop Beauvais. Goulennou Jeann n’int ket selaouet. Kenta hag eil devez ar prosez dirak an oll (21 ha 22 a viz c’houevreur).


Goude maro archeskop Rouen, ar chalonied eo o doa pep galloud en oll eskopli var an dud a iliz, eskop Beauvais ne c’helle ket eta labourat er gear-ze eb ho aotre. Gant aon rak ar Zaozon, ar chalonied a roaz da Ber Cauchon ar galloud da ren ar prosez eno.

Kenta guech ma pedaz he guzulerien d’en em voda en dro d’ezhan, ne deuaz nemet eiz ebken anezho : an dra-ze a ioa d’an 9 a vis genver 1431. An eskop a lennaz d’ezho kement tra en doa great evit kaout galloud da varn Jeann d’Arc, lezhanvet guerc’hez Orleans, hag ar c’huzulerien a ziskleriaz e tliet da genta hag araok pep tra all gouzout ha brud vad e doa ar plac’h iaouank e bro Domremy, el leac’h m’oa ganet.

An hini a oue kaset da ober al labour-ze, Bailly he hano, skrivanier, a ieaz e meur a barrez, hag a verkaz lavarou eur pemzek test benag hag o doa anavezet mad Jeann epad he iaouankiz. Ne glevaz lavaret nemet vad divar he fenn, « n’em euz kavet, emezhan, nemet traou hag a glevfen lavaret gant plijadur euz va c’hoar. » Pa lennaz eskop Beauvais an testeniou en doa dastumet Bailly, ez eaz gant he gounnar divar he dreid, hag e lavaraz d’ar skrivanier : « N’oc’h euz great netra euz ar pez a c’houlennet diganeoc’h : n’o pezo guennek ebet diganen-me evit eul labour ker fall ! »

Ha perak e oue kavet ker fall labour an den-ze ? Abalamour he desteniou ne c’hellent sikour e doare ebet eskop Beauvais da lakât koundaouni Jeann d’Arc. An testeniou-ze ne ouent ket zoken diskouezet d’ar varnerien, rak Cauchon ne glaske ket rei sklerijen d’ezho : klask a rea ho dalla evit ma teufent da varn Jeann d’ar maro.

En devez kenta, eskop Beauvais en doa hanvet ar re a dlie he zikour da ren ar prosez. C’houec’h barner, eun ursier ha daou skrivanier a ioa bet dibabet ganthan euz a douez an dud a iliz a du gant ar Zaozon. Mistri Paris a roaz d’ezhan c’houec’h barner all evit he zikour da gas he brosez da benn, digemeret e ouent e Rouen d’an 13 a viz gouere.

Falla den a oue guelet er prosez, goude Cauchon evelato, a oue Kolas Loyseleur, euz a Rouen. Guerzet korf hag ene da eskop Beauvais, Loyseleur a reaz he c’halloud evit gounit Jeann, evit he zouella gant he gomzou flour ha karantezuz ; ar verc’h keaz, desevet gant he fals kenteliou, eb difennour ebet, a ioa diez d’ezhi choum eb lavaret, eur vech er mare, traou noazuz evithi he-unan. Loyseleur a oue eal fall ar verzerez, var evez e veze atao, atao o klask luia anezhi.

Er penn kenta, ar fallakr a reaz an neuz da veza a du gant Charles VII ; da lavaret eo, a du gant Jeann, euz he bro d’ezhi, taolet eveldi er prizoun gant ar Zaozon ; dillad hag hano eur c’here en doa kemeret evit ober al labour-ze. Kaout a rea da Loyseleur e defe Jeann diskleriet d’ezhan dioc’htu kement tra a ioa o voaska anezhi. Ar plac’h iaouank, kelennet marteze gant he Moueziou, ne reaz nemeur a van o klevet lavarou he c’henvroad, ar c’here ne zigoraz ket d’ezhan dor he c’halon. Pa velaz an nebeut a fizians e doa Jeann ennhan, Loyseleur a joumaz eun nebeut deveziou eb mont var dro ar prizoun.

Distrei a reaz evelato, mes guisket en doa he zillad beleg, hag o veza ma ne doa ar brizounierez den ebet d’he c’helenn, e c’houlennaz avechou eun ali benag digant Loyseleur. Daou zra a verko d’an oll pegen du oa ene an den-ze, pegen trubard, peger fallakr oa.

Eun devez ez eaz da brizoun Jeann, ha goude beza great d’ar goardou saoz mont er meaz, e lavaraz d’ar verc’hez iaouank trei varzu eur prenestr a ioa en he frizoun, ar prenestr-se a skoe var eur gampr all. Er gampr all-ze edo eskop Beauvais ha Warwick gouarner saoz Rouen ; kemennet o doa da skrivanerien ar prosez dont ive gantho. Epad ma oant oll eno, Loyseleur a gomzaz e kuzul gant Jeann divar benn he frosez, ha Cauchon a lavaraz goustadik d’ar skrivanerien : « Skrivit penn da benn lavarou ar verc’h-se. » En taol-ma, ar skrivanerien a gavaz e c’houlennet re digantho, hag a ziskleriaz ne oa ket leal deseo eur prizounier en doare-ze ; panefe-ze, Loyseleur en defe guerzet Jeann eb mez ebet.

Pa ’z eo guir ar skrivanerien ne felle ket d’ezho ober al labour divalo-ze, Loyseleur her greaz. Mont a reaz eb ehan da velet Jeann evit rei aliou d’ezhi, goulenn diganti petra zonje divar benn an traou brasa, an traou grevusa evithi, ha kerkent ha m’en deveze kuiteat ar verc’hez iaouank, e rede da di Gauchon da aslavaret d’ezhan kement tra en doa klevet.

E leac’h kaout eun alvokad d’he difenn, ha Jeann, merc’h ha minorez, e doa diou vech guir da gaout an alvokad-se, evel ma tiskleriaz Lohier da Gauchon, ar verc’hez iaouank ne oue roet d’ezhi nemet eur Judas ; e leac’h beza e prizoun an dud a iliz, e oue dalc’het atao e prizoun ar Zaozon, en despet d’an oll klemmou a zougaz dirak he barnerien.

Prosez Jeann d’Arc a oue griet penn da benn gant ar gasouni, ar fallagriez ; ne glasket ket anaout ar virionez, mes touella ar verc’hez iaouank. « Goulenn a reat diganthi, eme eun test, traou hag a ioa diez braz, d’an dud desketa zoken, rei respount varnezho, » ha goulskoude, ar goulennou-ze a veze great d’ezhi epad meur a heur bemdez. Mes respounchou Jeann a ioa peurliesa ker kaer ma veze troet avechou he lavarou ; eun devez zoken e klemmaz d’ar skrivanerien : « Choum a rit eb merka, emezhi, meur a dra diskleriet ganen, ha lakât a rit em hano traou ha n’em euz ket lavaret. » Hag eur vech all : « Skriva rit kement a zo em eneb, mes ne skrivit ket ar pez a zo evidon. »

Rak-se ta, red eo hen diskleria a nevez, Jeann a zo bet barnet ha koundaounet gant tud a iliz, mes an dud-se ne gomzent ket en hano an Iliz santel, ne reant ket al labour a c’houlenn an Iliz digant he beleien, mez a reant d’ezhi. Guir veleien an Iliz er Frans a bede, a iune, a rea prosessionou gant ar gristenien vad da c’houlenn ma vije tennet Jeann euz a dre zaouarn ar Zaozon ; ar re a varnaz anezhi a ioa mevellien gant ar Zaozon, guir veleien ne oant ket.

Araok digeri ar prosez, Per Cauchon a verkaz sklear ho labour d’ar re a ioa dindannan : « Eun devez m’edomp en eun ti, tost da gastell Rouen, eme unan euz ar skrivanerien, ec’h en em gavaz eno eskop Beauvais ha meur a hini euz ar varnerien. Hag e lavaraz d’eomp : Red eo d’eoc’h servicha mad ar roue (roue Bro-Zaoz), sonj on euz da ober eur prosez kaer eneb ar Jeann-ze. »



Er c’houec’h guech kenta ma ’z eaz Jeann dirak he barnerien, e oue roet digor d’an oll dud a iliz o doa c’hoant dont da zelaou. Tost da bemzek dez e padjont ; euz ar merc’her 21 a viz c’houevreur betek ar zadorn 3 a viz meurz.

Derc’hent ar merc’her kenta, da lavaret eo d’an 20, e oue kemennet d’ar brizounierez e vije kaset antronoz da japel ar c’hastell, evit respount var an traou a damallet d’ezhi. Jeann a lavaraz kerkent : « Mont a rin, mes goulenn a ran daou zra : da genta, ma vo galvet da gemeret renk etouez ar varnerien kement a veleien a du gant ar Frans evel ma ’z euz a dud iliz a du gant ar Zaozon ; d’an eil : ma c’hellin klevet an oferen dioc’h ar mintin araok mont dirak ar varnerien. »

Pa oue kaset mennoziou ar brizounierez d’ezhan, Cauchon ne respountaz netra d’ar goulenn kenta ; e kounnar e ieaz pa glevaz an eil goulenn : « Ar brizounierez, var he veno, a ioa re vraz pec’herez evit kaout guir da lakât he zreid en eun iliz evit klevet an oferen. »

D’ar merc’her, 21 a viz c’houevreur, da eiz heur dioc’h ar mintin, Jeann d’Arc a oue bleniet dirak Per Cauchon, eskop Beauvais, tri varner ha daou-ugent en dro d’ezhan : « Touit, eme an eskop, e respountoc’h ar virionez var gement tra a vezo goulennet diganeoc’h.

Jeann. — Mes ne c’houzon ket ar goulennou a reoc’h d’in.

Cauchon. — Touit e leveroc’h ar virionez var bep tra, mar gouezit.

Jeann. — Evit kement a zell ouz va zud, ha kement tra am euz great var an hent euz a Vaucouleurs d’ar Frans, e touin a greiz kaloun : mes an traou a zo bet diskleriet gant Doue, hag am euz lavaret d’am roue ha d’ezhan ebken, an traou-ze ne azlavarin da zen, ha pa ve troc’het va fenn : va Moueziou o deuz difennet ouzin ho diskleria da zen ebet. A benn eiz dez ama, e c’houezin ervad ha komz a dlean anezho. »

Kaer en devoue Cauchon pedi ha gourdrouz, ne c’hounezaz netra var ar verc’hez iaouank ; hi a douaz daoulinet, he daouarn var levr santel an Aviel, e lavarfe ar virionez var an traou a zell ouz ar feiz, mes var an traou-ze ebken.

Cauchon. — Pe hano oc’h euz ?

Jeann. — Em bro e veze great Jeannet ac’hanoun, mes abaoue m’emaoun e Frans, e vezan hanvet Jeann.

Cauchon. — E pe leac’h oc’h bet badezet ?

Jeann. — E Domremy.

Cauchon. — Petra c’houzoc’h.

Jeann. — Va mam e deuz desket d’in Hon Tad pehini zo en env ; Me ho salud, Mari ; Me gred e Doue, an Tad ; va mam ebken e deuz great skol d’in.

Kalz traou all a oue goulennet digant Jeann, mes lavarou ar verc’hez iaouank ne zeskfent netra d’al lennerien.

Pa oue achu an diviz, Jeann a glemmaz abalamour m’oa bet chadennet. Cauchon a respountaz : « Klasket oc’h euz tec’het euz ar prizoun e Beaulieu hag e Beaurevoir, ha setu perak eo red diouall mad ac’hanoc’h. » Jeann a respountaz : « Guir eo, klasket em euz, ha klask a rafen c’hoaz tec’het, guir pep prizounier eo. »

Antronoz, d’an 22 a viz chouevreur, Jeann a oue kaset dirak eskop Beauvais, seiz barner ha daou-ugent en dro d’ezhan. Klasket e oue da genta ober d’ezhi toui e lavarfe ar virionez var bep tra, mes en devez-se adarre, ne c’hellaz ar varnerien gounit netra varnhi. Cauchon a reaz d’an doktor Beauper, rener braz skolach an dud a iliz e Paris ober ar goulennou da Jeann : « Respount a rin, eme ar verc’hez iaouank, da c’houlennou a zo ; da re all ne respountin ket. Ma velfec’h sklear an traou, e karfac’h va guelet eat euz a dre ho taouarn, rak n’em euz great netra nemet var lavar Doue hag he zentezed. »

Beauper. — Eur vicher benag oc’h euz desket en ho iaouankiz ?

Jeann. — Ia, desket em euz griat ha neza, ha var gement-se, n’em euz aon rak merc’h ebet euz a Rouen.

Beauper. — Koves a reac’h bep bloaz ?

Jeann. — Ia, d’am aotrou persoun, pe d’eun all euz he bers. Diou pe deir guech oun bet koveseat gant menac’h er C’hastelnevez, kommunia a rean da Bask.

Beauper. — Ha d’ar goueliou all ?

Jeann. — It dreist an dra-ze.

Ken aliez guech ha ma ne deveze ket a c’hoant da respount, Jeann a lavare evelse : it dreist ; pe : an dra-ze ne zell ket ouzoc’h, a zo eta ar memez tra.

Ar barner en doa guir da c’houzout hag ober a rea Jeann he Fask, ma ne defe ket her great, ne vije ket bet eur gristenez vad ; mes n’en doa ezom ebet da c’houzout ar virionez divar benn he c’hommunionou all var ar bloaz. Setu perak e respountaz ar verc’hez iaouank : « It dreist. »

Beauper. — Peur oc’h euz klevet ho Moueziou evit ar vech kenta ?

Jeann. — D’am zrizek vloaz. Aoun am oue en dro genta : var dro kreisdeiz oa, e liorz va zad edon, eun anvez. Ar vouez a glevjon en tu deou, divarzu an iliz.

Beauper. — Ha guelet a reac’h eur sklerijen ?

Jeann. — Eun taol ral eo d’in klevet va Moueziou eb guelet eur sklerijen gaer. P’oun deuet er Frans, e kleven ar Vouez aliez braz.

Beauper. — Petra zonjit euz ar vouez-se ?

Jeann. — Kaer e kaven he c’hlevet. « En drede guech m’her c’hleviz, ec’h ententjon e oa mouez eun eal. Sklerijennet mad oun bet atao gant ar vouez-se, hag he ententet mad em euz great atao. »

Ha Jeann a ziskleriaz da c’houde kement tra a c’houzomp divar benn mont da Vaucouleurs, mont d’ar Frans, he beach, he c’hleze kavet en iliz santez Katell, he diskenn en eun hostaliri e Chinon.

Beauper. — Piou a ziskouezaz d’eoc’h an hini a hanvit ho roue ?

Jeann. — Va Mouez a lavaraz d’in pehini e oa.

Beauper. — Eur sklerijen benag a ioa eno, p’eo bet diskouezet ho roue d’eoc’h ?

Jeann. — It dreist.

Beauper. — Eun eal benag a ioa eno dreist ho roue ?

Jeann. — It dreist.

Beauper. — Petra zo bet diskleriet d’ho roue araok m’en deuz lakaeat he fizians ennoc’h ?

Jeann. — N’hel livirin ket d’eoc’h ; mes kasit tud d’her goulenn digantan, hag hen a respounto d’eoc’h.

Beauper. — Piou o deuz klevet ar vouez a gomze ouzoc’h ?

Jeann. — Va roue, Charles de Bourbon he genderv, ha daou pe dri all o deuz klevet ar vouez.

Beauper. — Her c’hlevet a rit-hu aliez ?

Jeann. — Bemdez her c’hlevan, hag izom braz am euz a gement-se.

Beauper. — Daoust ha n’oc’h euz ket great d’ho soudardet en em ganna eun devez gouel ?

Jeann. — Marteze aoualc’h.

Beauper. — Ha mad oa an dra-ze ?

Jeann. — It dreist. »

Meur a dra all a oue goulennet c’hoaz, mes ar respounchou a reaz ar verc’hez iaouank ne zeskfent netra ebet d’al lenner.