Buez Jeann d’Arc/Kentel 28

Lethielleux & Salaun, 1910  (p. 177-186)



EIZVED KENTEL VAR ’N UGENT


Eun doktor braz, Ian ar Feunteun, a ra goulennou da Jeann en he frizoun dirak eun nebeut barnerien dibabet gant eskop Beauvais. Respounchou ar verc’hez iaouank.


Barnerien Jeann a rea d’ezhi eb ehan ar memez goulennou evit klask ober d’ezhi en em drouc’ha en he lavarou ; mes hi sklerijennet gant he Moueziou, kennerzet gant Doue, a respounte eün ha difasi. Evit miret na vefe re hir ar gentel-ma ne vezo ket renevezet ennhi ar goulennou ha respounchou great er c’henteliou all. Mantruz eo o defe bet ar varnerien ar galon da vourrevi eur plac’h iaouank keit-se, rak mont a reant d’ar prizoun var dro eiz heur, ha ne achuent ket ho labour araok unnek heur ; avechou zoken e tistroent goude kreiz deiz. Jeann, he-unan-kaer, a oue red d’ezhi respount atao d’an doktored digoustians-se, rak Cauchon evit klask luia ar brizounieriez en he c’homzou, ne gemere mui, evit he zikour da varn, nemet ar varnerien a ioa troet neat gant ar Zaozon. Ar varnerien a deuaz nao guech en eiz dez da ober ho goulennou ; unan anezho, Ian ar Feunteun, a gomze bemdez en hano ha var urz Cauchon. Evel m’eo bet lavaret er gentel XXV, ar barner-ze a dec’haz divezatoc’h euz Rouen.

D’an 10 a viz meurz, eun nebeudik barnerien, dibabet gant eskop Beauvais evel m’eo bet lavaret, a deuaz d’ar prizoun. Sellet o doa piz en deveziou araok ouz kement



jeann gourdrouzet en he frisoun
tra a ioa bet merket divar benn ar prosez gant ar skrivanerien, poania a dlient a nevez da luia ar verzerez.

Ian ar Feunteun, desket braz var lezennou an iliz, a c’houlennaz digant ar plac’h iaouank :

« Ho Moueziou n’o doa ket lavaret d’eoc’h e vefac’h paket ?

Jeann.Eo, meur a vech, ha kasi bemdez, mes kaer em boa goulenn digantho peur hag e pe leac’h, n’hen lavarent ket d’in. M’am bije gouezet an heur ne vefen ket eat a greiz kalon da Gompiegn ; eat e vefen evelato, var urz va Moueziou.

An doktor. — Eal Doue n’en deuz ket ho sikouret evel m’eo dleet, pa ’z eo guir oc’h bet paket ?

Jeann. — Doue a zo plijet ganthan e vefen paket, ha setu perak e kredan eo evit va brasa mad eo.

An doktor. — Gelver a rit ho sentezet, pe hi a deu eb beza pedet ?

Jeann. — Guech e teuont eb beza pedet, guech e teuont var va fedennou.

An doktor. — Daoust ha kredi a rit beza great mad o kuitât tad ha mam eb ho aotre ?

Jeann. — E pep tra, nemet neuze, em euz atao sentet outho, skrivet em euz dezho abaoue, hag o deuz pardounet d’in.

An doktor. — Kredi a reac’h o poa pec’hed o tec’het dioutho ?

Jeann. — Pa ’z eo guir Doue a c’hourc’hemenne, n’em boa ken d’ober nemet bale. Ha p’am bije bet kant tad ha kant mam, ha pa vefen bet merc’h eur roue, e vijen eat kuit var urz Doue. Va zad ha va mam a zo bet dare d’ezho koll ho fenn p’oun eat da Vaucouleurs.

An doktor. — Saludi a rit sant Mikael p’her guelit ?

Jeann. — Ia, pokat a ran zoken d’an douar goude m’eo eat kuit, hen hag an elez all ganthan.

An doktor. — An elez-se, chom a reont pell ganeoc’h ?

Jeann. — Dont a reont aliez etouez ar gristenien eb beza guelet. Va unan, meur a vech, em euz guelet an elez etouez an dud.

An doktor. — Perak oc’h euz great lam divar tour Beaurevoir ?

Jeann. — Klevet em boa lavaret e vije lazet oll Compiegniz, oll koz ha iaouank betek ho zeiz vloaz, hag e kaven guelloc’h mervel eget choum beo varlec’h tud ker mad.

An doktor. — Ho Moueziou eo o deuz aliet ac’hanoc’h da lemel ?

Jeann. — Nan ; bemdez pe kasi bemdez, santez Katell am alie da joum eb ober lam, lavaret a rea d’in : « Doue ho sikouro hag a zikouro ive tud Compiegn. Bezit pasiant. N’ez eoc’h er-meaz euz ho prizoun nemet goude m’o pezo guelet roue Bro-Zaoz. »

Me respountaz : E guirionez, ne garfen ket he velet.

An doktor. — Ne zonje ket d’eoc’h e vefac’h lazet en eur ober lam ?

Jeann. — Nan, rak en eur ober lam, em euz kinniget da Zoue va c’horf ha va ene ; kaout a rea d’in e tec’hfen en doare-ze euz a dre zaouarn ar Zaozon.

An doktor. — Petr’oc’h euz goulennet digant ho Moueziou ?

Jeann. — Tri zra : kas va labour da benn, kaout sikour Doue evit ar Fransizien hag ar c’heariou a zo d’ezho, hag erfin, silvidigez va ene.

An doktor. — Petra o deuz diskleriet ho sentezed d’eoc’h ?



Jeann. — Bez kalounek, sikour az pezo, gouzanv da verzerenti gant pasianted. Ne c’houzon ket avad ha tennet e vezin euz ar prizoun-ma.

An doktor. — Gouzanv da verzerenti : petra eo an dra-ze ?

Jeann. — Me a entent dre ar c’homzou-ze, poaniou ha diezamanchou ar prizoun.

An doktor. — Sur oc’h eta da vont d’ar baradoz ?

Jeann. — Ia, abalamour va Moueziou o deuz diskleriet d’in ez in di, ha n’ez in ket d’an ifern.

An doktor. — Kaout a ra d’eoc’h eta ne c’hellit mui pec’hi marvelamant ?

Jeann. — Ne c’houzon dare ; va fizians a lakan en Hor Zalver Jesus-Christ.

An doktor. — Hag e kredit oc’h sur da vont d’ar baradoz ?

Jeann. — P’em euz lavaret e vezin saveteat, ec’h ententan dre eno ez in d’ar baradoz ma viran al le am euz great da Zoue, e choumin atao pur a gorf hag a ene.

An doktor. — Neuze n’eo ket red d’eoc’h mont da govez ?

Jeann. — Ne voalc’homp morse re hor c’houstians.

An doktor. — Perak oc’h eat da zougen an armou e leac’h beza chomet er gear da c’hriat ha da neza ?

Jeann. — Merc’hed aoualc’h a joum c’hoaz d’ober al labour-ze.

An doktor. — Petra zo guella ganeoc’h : klevet an oferen gant eur guiskamant maouez, pe chom guisket e goaz eb oferen ?

Jeann. — Grit d’in eur zae hir betek an douar, ha m’her guisko evit mont d’an oferen. Eur vech distro ama, e kemerin adarre va guiskamant goaz. Karout a rafen, en henor da Zoue ha d’ar Verc’hez, klevet an oferen er gear-ma.

An doktor. — Evit kaout oferen, chenchit guiskamant evit atao.

Jeann. — Goulenn a rin kuzul digant va Moueziou, ha goude, me a respounto d’eoc’h.

An doktor. — Guelloc’h eo d’eoc’h kemeret ar guiskamant-se.

Jeann. — Ne gemerin ar guiskamant maouez nemet pa blijo gant Doue. Mar bezan kaset dirak justis ar roue evit beza barnet, e c’houlennin digant an dud a iliz ar c’hras da gaout eun iviz hag eur c’hougoul benag var va fenn. N’euz fors pe seurt iviz a vezo mad, gant ma vezo hir.

En amzer-ze, ar goazed tamallet da veza great eun torfed benag, a veze divisket ha bourrevet pa gouezent etre daouarn ar justis. Ha Jeann, choumet pur etouez ar zoudardet, evel eul lilien etouez an drez hag ar spern ; Jeann, pur evel dour sklear eur feunteun, a c’houlenne eun iviz



hir. Ha divezatoc’h, pa oue koundaonet d’ar maro, Jeann a skuillaz daelou c’houero hag a lavaraz : « Guell e vefe ganen beza dibennet seiz guech, eget mervel evelse. »

N’eo ket m’e devije aon rak an tan, mes ar goazed a veze divisket araok beza devet, ha rak an dra-ze eo e doa aon. Pegen dinam oa e c’haloun !

Evel ma vezo guelet divezatoc’h, Jeann, choumet en he buez ker pur, e deuz gellet beza guisket deread er maro zoken.

An doktor. — Saludi a rit ho sentezed ?

Jeann. — Ia, avad. Ha pa zigouez ganen choum eb ho saludi, ho fedan d’am fardouni. Karout a rafen em bije gellet ober d’ezho kaeroc’h hag izeloc’h reverans eget na ran.

An doktor. — Petra’n deuz desket sant Mikael d’eoc’h ?

Jeann. — Lavaret en deuz d’in dreist oll beza pur, hag e vefen sikouret gant Doue. Diskleria rea d’in pegen truezuz e oa an traou e rouantelez Frans.

An doktor. — Pe seurt furm en doa p’her guelac’h ?

Jeann. — Furm eun den a zoare. An elez am euz guelet ive gant va daoulagad ; ne livirin ket hirroch deoc’h var ar poent-se.

Pa velaz ar varnerien ne gavent koulz lavaret abek ebet e komzou Jeann, ker fur, ken eün oa he lavarou, e rejont ho zonj da jench kaoz ha da ober d’ezhi diskleria en doa Doue kasouni ouz ar Zaozon, pe c’hoaz ober d’ezhi lavaret ne felle ket d’ezhi soubla da varnedigez an Iliz. M’o defe luiet ar verc’hez iaouank, o defe gellet lakat anezhi e renk an heretiket. Ian ar Feunteun a c’houlennaz eta :

« Daoust ha santez Katell ha santez Mac’harit o deuz kasouni ouz ar Zaozon ? »

Jeann. — Karet a reont ar re a blij da Zoue, kasouni o deuz ouz ar re a zisplij d’ezhan.

An doktor. — Ha kasouni en deuz Doue ouz ar Zaozon ?

Jeann. — Pe garantez pe gasouni en deuz Doue oc’h ar Zaozon, ne c’houzon dare ; gouzout a ran eun dra : kaset e vezint oll er meaz euz ar Frans, nemet ar re anezho a varvo er vro, ha Doue a roio ar gounit d’ar Fransizien var ar Zaozon.

Pebez komz kaer e ginou eur verc’h kouezet etre daouarn tud hag a ioa guerzet d’ar Zaozon !

An doktor. — Daoust ha Doue n’edo ket a du gant ar Zaozon epad m’int bet treac’h d’ar Fransizien ?

Jeann. — Ne c’houzon ket p’en doa Doue kasouni ouz ar Fransizien, mes sonjal a ran en doa marteze c’hoant an Aotrou Doue da gastiza ar Fransizien abalamour m’o doa offanset anezhan.

An doktor. — Ha soubla reoc’h da varnedigez an Iliz ?

Jeann. — Karet a ran an Iliz, c’hoant em befe difenn anezhi gant va oll galloud. Evit oberou va buez em euz eur barner : Roue an env ; fizians em euz ennhan. Guelet a reot dizale ar Fransizien oc’h ober eur gounit braz hag a loc’ho ar Frans oll. Hel lavaret a ran evit ma vezo sonj euz va c’homzou, pa vezint deut da vir.

An dra vraz-se, a loc’haz ar Frans a bez, a oue ar peoc’h great etre Charles VII, roue Frans, ha Philipp, an duk a Vourgogn ; sinet e oue ar peoc’h-se e kear Arras d’an 12 a viz guengolo 1435.

An doktor. — Ha soubla reoc’h erfin, evit hoc’h oberou ha lavarou, da varnedigez an Iliz ?

Jeann. — Ra vezin barnet gant Doue en deuz va digaset, gant an Itroun Varia, gant ar Zent benniget hag ar zentezed euz ar baradoz. Me gav d’in Jesus-Christ hag he Iliz a zo unan, daoust ha c’hoant oc’h euz da lakat disparti etrezho ?

An doktor. — Diou Iliz a zo : Iliz ar baradoz a zo eüruz an dud enhi ; eno ema Doue, an elez, eneou ar zent ; Iliz an douar a zo o stourm, ennhi ema ar Pab, an eskibien, ar veleien, ar guir gristenien. An Iliz-se ne c’hel ket fazia rak renet eo gant ar Speret Santel. Ha plega rit-hu da varnedigez an Iliz-se !

Jeann. — Deut oun da gaout roue Frans a berz Doue, ar Verc’hez gloriuz Vari, ar zent hag ar zentezed ; d’an Iliz-se e soublan a galon vad. Mes ha soubla ran d’an Iliz a stourm, ne c’hellan ket hel lavaret d’eoc’h c’hoaz, divezatoc’h e vezo guelet.

Jeann a roaz ar respount-se, rak Loyseleur he falz kuzulier, en doa lavaret d’ezhi : « M’ac’h anzavit e plegit da varnedigez an Iliz, ec’h anzavit dre eno ive e kavit eün ha leal ar zetans a vezo douget gant eskop Beauvais, rak hen en deuz peb galloud varnoc’h en hano an Iliz. Ar verc’hez iaouank ne respountaz eta na du na guen, c’hoant e doa da c’houlenn kuzul digant he Moueziou araok rei eur respount freaz.

An doktor. — « Ha respount a rafac’h muioc’h da c’houlennou Hon Tad Santel ar Pab eget da c’houlennou aotrou’n Eskop Beauvais ?

Jeann. — Va c’hasit dirak Hon Tad Santel ar Pab, hag e respountin dezhan var an oll draou en deuz guir da c’houzout.

Ar respount-se a ioa eün ha sklear, mes Cauchon hag he varnerien n’o doa c’hoant ebet da velet Jeann barnet gant ar Pab, setu perak ar goulenner a jenchaz kaoz dioc’htu.

An doktor. — « Ha poket oc’h euz da zantez Katell ha da zantez Mac’harit ?

Jeann. — Ia da.

An doktor. — N’eo ket bet lakeat ho panniel azioc’h penn ar roue, en devez m’eo bet kurunet e Reims ?

Jeann. — Ne gav ket d’in.

An doktor. — Perak eo ho panniel d’eoc’h-hu eo a zo bet en devez-se en iliz Reims, kentoc’h eget bannielou ar c’habitened all ?

Jeann. — Bez oa bet er boan, dleet e oa d’ezhi beza en henor.